Eun dreuflezen da Baol gornek
Eur wech ez oa, eur wech n’ez oa ket, hag eur wech ez oa bepred. Eur wech eta ez oa eur paotr, Yan e hano, ha n’en doa ken madou er bed-ma nemet Janed e wreg, eun ti dioc’h ferm, hag eur c’hardi e leac’h ma tastume e loenedigou. Daoust d’o nebeut a zanvez, an daou bried yaouank a yoa meurbet eürus, ha n’o doa ken aon nemet e tevje o zi, e kouesche ar c’hlenved war o chatal, hag e teuje… an diaoul davit o ene.
Ar c’hlenved ne gouezas ket war ar chatal ; an tan-gwal avat a deuas, hag an diaoul ive.
Eun nosvez, epad ar goanv, edont kousket kalet o daou, hag e reant huvreou dudius. Yan a wele d’ezan eur verc’hig eus ar c’hoanta, henvel mil ouz he mamm Janed, ha Janed a grede d’ezi kaout eur paotrig brao-tre ha ken henvel ouz e dad ! Eun trouz bras a reas d’ezo dilammat eus bro an huvreou. Klevet a reant, a-dost d’ezo, evel roc’hel eun den dishalanet, hag ive strakadennou spontus hag a rea sonjal er paour kez tud taget gant eur paz ha ne zistag ket diouto.
Yan a zavas hag a yeas en eul lamm betek ar prenestr koad.
Ar c’hardi, eun tammig disparti etrezan hag an
ti, ar c’hardi, tra heuzus ! a yoa krog an tan gwall
ennan, eun tan spontus da welet, dreist-oll e kreiz
annoz. Ar roc’hel a grede d’ezo klevet e oa trouzan
tan, hag ar strakadeg an doen hag an treustou o
terri dindan nerz an tan.
Lakaat e lerou, redek d’ar c’hraou, digeri an nor ha leuskel da vale an denvedigou paour hanter-varo gant ar spont, an dra-ze oll a oe great, me lavar d’eoc’h, e berr amzer. Poent bras e oa. Ma vije digouezet eur c’hard-eur divezatoc’h e oa great gant e chatal, ar mogeriou a goueze en o foull.
Yan a zirollas da ouela o welet eur seurt darvoud. N’en doa asurans ebet ouz an tan-gwall, kredabl eo ; da vihana ar paperou koz n’eus hano ebet ganto diwar-benn an dra-ze, abalamour, mar vat, n’oa ket c’hoaz eus ar seurt emgleviou d’an ampoent.
— « An diaoul, m’hen argas ! eo a zo, kredabl, o c’hoari e benn ! » a lavaras Yan o chacha war e vleo.
— « Ya, me eo, hag evit rei skoazel d’it, mar ’c’h eus c’hoant ! » a lavaras ive kerkent eur vouez meurbed dichek.
An diaoul du, seac’h ha lous, a yoa eno, soun en e zav, evel eur berchen, war relegou ar c’hardi. Yan a anavezas mat anezan dioc’htu. Sonj en doa da veza gwelet e skeuden en eul levr koz. Hag hen da lammat e dok diwar e benn.
— « Perak e ouelez, ginaoueg ? » eme an diaoul d’ezan.
— « Siouaz ! n’em eus nemet re a leac’h da ouela, pa ’ma va c’hraou, va holl feadra o tevi. »
— « O tevi ?… Peuh ! eur stal gaer !… Me a zo o tevi abaoue pell bras a zo, ha n’oun ket c’hoaz rostet. Asa ! greomp, mar kerez, eur marc’had… N’e ket ’ta ?… Me a zo eun diaoul madelezus kenan e-kenver an dud. Setu erru an deiz, hag arabat e ve d’in beza war douar ar re veo pa zavo an heol ; dont a rin avat en noz a zeu, ha neuze, m’hen tou dre va c’herniel, araok m’en devezo kanet ar c’hilhog, eur c’hardi nevez a vezo savet eun tamm mat kaeroc’h eget egile. »
— « Re vadelezus eo ez oc’h, aotrou, ha n’ouzon penaos… » — « O, me o ar, me ! Eur mab ac’h eus ? »
— « N’em eus ket, siouaz ! »
— « Eur verc’h ? »
— « Kennebeut ! »
— « Dimezet out ? »
— « Ya, Aotrou, d’eur wreg yaouank a zeitek vloaz, koant evel eur rouanez. Kenan e kar ac’hanoun, hep fougeal… »
— « Mont mat a ra an traou ganeomp, eme an drouk-spered o c’hoarzin fall ; hê ! hê !… Eur bugelig ho pezo marteze dizale… Evit ar c’hardi a zavin d’it e roi d’in ene da vugel a zeuio ?… Talvezout a ra, ha ne gav ket d’it ? »
— « Aotrou, eme Yan, mont a ran da c’houlen ali va gwreg. »
— « Tra ! tra ! Lavar ya pe nan dioc’htu. »
— « Ya eo neuze, eme Yan o stoui e benn. »
An heol a yoa o sevel, hag an diaoul a yeas huit en eur vogeden.
An deiz a dremenas, ha Yan n’en doa c’hoaz lavaret netra d’e wreg eus ar pez a yoa bet etrezan hag an diaoul. Glac’haret bras e oant o daou, hen abalamour m’en doa gwerzet eun ene d’an diaoul, hi abalamour d’ar c’hraou devet ha d’al loened a jome evel-se hep goudor.
E-kreiz an noz e oent dihunet adarre gant eun trouz spontus. N’oa ket a dan en dro-ma, nak a strakadeg ken nebeut. Klevet a read avat ar vein o sevel hag o koueza war ar plankennou, tud war vale o sevel skeuliou oc’h ar mogeriou, ha, dreist pep tra, eur vouez, mouez eun daoned o youc’hal evel ma c’hell ober Lusifer, prins an drouk-sperejou : « Buanoc’h !… Buanoc’h c’hoaz !… »
Satan eo a yoa oc’h ober hervez e lavar.
— « Petra ’zo ’ta Yan ? » eme Janed dare da zevel eus he gwele.
— « Netra ! »
— « Mar deo gwir ! »
N’helle mui nac’h pelloc’h. Nak a daoliou golvez a yoa o vont da goueza warnan ! Nak a glemmou, a youc’hadennou mantret ez ea da glevet !…
Ha padal ne oe netra eus an traou-ze holl ; en eneb eo. Janed a zirollas da c’hoarzin !
— « N’eus ken ? emezi. Lavaret ec’h eus araok ma kano ar c’hilhog, pe ne vezo netra c’hreat ?… »
— « Ya, teir gwech siouaz ! ya, evel-se en deus lavaret. »
— « Mat tre ! Ro d’in al letern, ha kerz da gousket e peoc’h. »
O veza kemeret he dilhad war c’horre ez eas da graou ar yer, al letern war elum ganti en he dourn. Ar c’hardi a yoa savet uhel, n’oa ket echu evelato, pell arc’hano !
Janed a gavas an diaoul, war he hent.
— « Salud d’eoc’h, aotrou ’n Diaoul, emezi, ha penaos ema ar bed ganez ? »
— « Ha te, piou out-te ? »
— « Me eo Janed, gwreg Yan, hep m’am befe an distera c’hoant da roi dourn d’eoc’h !… »
— « Plac’h divezet ! Livirit d’in ’ta, gwaperez daonet, bigodez aheurtet, pegement hoc’h eus gouelet p’ho peus klevet pe seurt marc’had a zo bet etre hoc’h hini koz ha me, Satanaz, prins an drouk-sperejou. Ha gouzout a rit-hu e vezo d’in ho kenta ganet, plac’h pe baótr, evit beza eun daonet eveldoun ? »
— « Ha gouzout mat a reomp, eme Janed, ha daoust da-ze n’em eus ket gouelet. N’eo ket avat ma vije plijadurus roi e vugale d’eun aotrou vil eveldoc’h, mes petra ’m bije me gounezet a ouela hag o klemm ? Daoust ha gallout a rea Janed dizober a peza zo bet great gant Yan ? »
— « A zo gwir ha lavaret mat, komerez, a respontas an diaoul. Kendalc’hit, he ho ped, gant an hent-se, hag e teuot eun dervez da luskellat ho krouadur pe da zerc’hel kompagnunez d’ezan da Ger-Satan. Rak, klevit mat, ho krouadur a vezo eun drouk-spered. Setu ar c’hardi o vont da veza peur-echuet. Abenn eun hanter-eur e vezo great al labour, hag ar c’hilhog n’en devezo ket c’hoaz kanet. »
— « Ha kredi a rit-hu an dra ze ? eme Janed. Me oar petra ’meus da ober, ha fizians am eus e kano va c’hilhog araok ma kav d’eoc’h. Great em eus bremaïk eur beden ver… »
— « Ha da biou ’ta ? » a c’houlennas an diaoul. »
— « O n’eo ket d’eoc’h-hu ; n’ho pije ket va selaouet. Hep kasoni, aotrou ’n Diaoul, e lezan ac’hanoc’h, hag hep lavaret kenavo an disro ebet. »
Satan a zizroas da gaout e labourerien, ha Janed a yeas eus he zu, o lavaret : « Araok m’en devezo kanet ar c’hilhog ! »
En eur c’horn eus, ar porz ez oa eur c’hilhog a bouez o chom en eun toullig lochen goad.
Janed a gerzas di ; bouta reas an nor gant eun taol glin, ha neuze e skoas sklerijen al letern war an dihuner-mintin kousket kalet e tenvalijen an noz.
Al loen kez a zihunas en eun taol krenn, dallet gant kement a sklerijen ; hag, o kredi edo an heol o para, ec’h astennas e c’houzoug da gana kanaouen an deiz.
Eur youc’haden skiltrus leun a gounnar a oe klevet neuze, ha prestik goude, trouz goloet eun niver bras a dreid o vale war an douar kalet.
An diaoul tapet a-zoare a derc’he, hag e vicherourien a yea, lostek war e lerc’h.
Ar c’hardi a jome en e zav, diazezet mat, n’oa ket avat peur echuet, Pemp minut divezatoc’h, an ifern a vije bet trec’h.