Ar groazig vruzunet

Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 33-36)



AR GROAZIG VRUZUNET


————


Kement-ma a dremene e mare an dispac’h vras, d’ar poent m’edo en he gwasa, er bloaz 1793.

An holl ilizou a yoa serret ! Red e oa zoken kusat evit gellout pedi ! Pebez amzer griz eoa hounnez !… Doue ra viro na zigouesfe ganeomp gwelet dizale barradou eus ar seurt-ze !

D’an ampoent, kouls hag hizio, siouaz ! skeuden hor Zalver Jezuz-Krist stag oc’h ar groaz a yoa bet taolet er-meaz gant kalz a zismeganz.

E Breiz-Izel, evelato, meur a hini a gavas gwelloc’h beza war var da c’houzanv bep seurt poaniou hag ar maro zoken, kentoc’h eget en em zizober eus ar groaz.

Em eur geriaden baour, an histor na lavar ket e pe du eus hor broïg, eur c’hereour en doa miret mat skeuden hor Zalver benniget o vervel war ar groaz. Marvet e oa e wreg baour o starda anezi war he c’halon ; ha d’an abardaez, pa veze deuet an noz, serret ha morailhet an doriou ha mouget ar goulou, ar paour keaz intanv a gemere ar c’hoad sakr hag hen lakae oc’h e wele. Eno neuze, kalon oc’h kalon, ar Breizad a bede a vouez izel :

— « Chom atao ganen, emezan, p’eo gwir n’em eus mui den. Fall e lavaran, evelato ; am digarezit ! Eur mab am eus… Hogen, petra dalv d’in fiziout e c’hoaz en unan bennak war an douar-ma ? Chom da-unan ganen, te Doue feal bepred, atao beo-buezek, atao e pep leac’h !… Peo gwir ec’h eus kemeret diganen an hini a garien, n’em eus nemet eun dra da c’houlen diganez : ro d’in ar galloud da labourat evidout. »

Bep noz e pede en doare ze. Hogen, eun dervez edo oc’h echui gant ar c’homzou diveza pa glevas youc’hadennou gwapaüs. Lavaret e vije ez edod o kas eur c’harrigellad atred da ziskarga war ar vein. Ne oe mui klevet netra goude, nemet evel trouz tud vezo o vont eus eun tu d’egile d’an hent.

Hon den a zigoras e zor, ha petra welas ? Eur bern traou a bep seurt. N’oa ket da lavaret, dont a rankent eus peilhadeg eun ti kristen hag onest ben nak. Ne fazie ket.

E-touez kalz a avalou brein ez oa eur groaz wenn bruzunet en eun niver bras a dammou. Oc’h bannou arc’hantet al loar, hor Zalver benniget a zeblante c’hoaz beza leun a sked. E benn, savet uheloc’h eget ar boultren hag ar priachou, a lavare bepred : Bez leuna fizianz, rak pardoni a ran.

— « E pe stad vantrus, va Mestr, oc’h bet lakeat ganto ! eme ar c’hereour. Na pebeuz tud fall ! »

Ha neuze, hep en em lakaat e poan da c’houzout pe ez oa tud o sellet outan pe n’oa ket, e testumas tammou ar Christ, Henvel e oa, kouls lavaret, oc’h e hini.

Hag o veza sellet piz outo o daou, setu ma teuas eur c’hoant d’ezan. N’hallje ket, kredabl eo, dont a-benn eus e venoz ; mat e oa evelato rak ma felle d’ezan dichaoui Doue diouz an dismeganz vras a yoa nevez-c’hreat outan. An nep a gar, ne jom ket pell da glask ar pez a c’hell ober, pep tra a dalvezo d’ezan. Tremen a eure neuze eun darvoud souezus bras.

Dre ma laboure ar c’hereour gant ar « siment » distrempet gantan, memprou hor Zalver a stage anezo o-unan, hag a-benn eur c’hard-eur ez oant staget ker kaer ma vije bet dies dishenvelout an eil groaz dioc’h eben ; ma oe red d’ezan ober eun troc’h er groaz vurzudus evit gellout he anaout.

An amzer a yea endro. Teir zizun a dremenas. Seblantout a rea eoa sioulaetar vro, pa zeuas a-nevez eun toullad dispac’herien d’ober o reuz e Bro-Vreiz. C’hoant o doa, koustche pe goustche, dont a benn eus ar groaz goz a yoa e penn kear.

Setu int i d’ober eun dro dre an tiez hag o tigas ganto dre nerz kement-hini a gavent war o hent, mat ha fall, petra rea-ze ? Gant ma teuchent a benn eus o zaol !… Hag ar c’hanaouennou ruz gwad en dro avât, ken na foultre.

Dies oa enebi, me lavar ; n’halled ket zoken…

Mab ar c’hereour a stourmas a zoare : « N’eo ket me, emezan, a yafe da ziskara ar groaz a zo bet savet gant va zud koz ! » Hag ec’h enebe outo, oc’h harpa e dreid oc’h an hent.

— « He diskara ’ri ! » eme an dorfetourien diaoulek.

O veza implijet e holl nerz en eur stourmad diveza, Gwennole (mab ar c’hereour) a gouezas war bazennou ar c’halvar, ’leac’h ma oe breset dindan an treid. Pa weljod ez oa brevet e holl izili eus an treid d’ar penn, neuze hepken eo e oe taolet, evel eur bern dilhad fank, korf e vab brevet, blonset, evel maro…

Na louzaouer, na paotr, na plac’h ebet dre eno, ha nebeutoc’h c’hoaz a leanezed !…

An tad neuze a lavaras gant eur feiz krenv a-walc’h da loc’ha meneziou :

— « Va Doue p’eo gwir em eus ho treset, dresit d’in ive va mab paour !… » Hag e kemeras e groaz kuzet gantan dindan e ben-wele, hag e kasas anezi war gement ezel a oa torret ; evel gwechall, o touch ouz Jezuz, e holl c’houliou a bareas,

Kennerzet adarre evel-se Gwennole a lamm gant levenez, tenna ra ar groaz vurzudus digant e dad, hag e lavar :

— « Pareet ec’h eus ac’hanoun, Aotrou, deus da barea re-all ! »

An histor ne lavar ket muioc’h. Hogen, sur oun e c’houzoc’h pe seurt kentel a c’hellit da denna anezan. Daoust ha na c’hoarvez ket ganeoc’h awechou lavaret : « Torret eo va fenn ! Mont a ra va c’halon a dammou ? » Alies e vez lavaret muioc’h eget na ve leac’h da ober.

Zoken ha pa ho pefe kalz poan, poaniou korf, poaniou spered, rann-galon, peadra da gavout c’houero an nemorant eus ho puez, va mignoned, me ho kas dillo da gaout an Dreser bras, Jezuz-Krist. N’eo ket en aner eo bet hanvet evel-se.

Ne skuizin ket o lavaret : Roit d’ezan holl. Servichit anezan bepred da genta ; lakit anezan el leac’h kaera eus ho ti, ha n’ho pezet nep aon rak netra, na zoken rak gwaperez ho mignoned.


————