Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eun tol vil (Duhamel).

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 122)



EUN TOL VIL
____


Gwassa tôl fall ’m oa grêt biscoas
Oa diwiski ma mamm en noaz ;

Lacad eur c’hernio war he fenn,
Ha mont gant-hi d’ann offerenn.

Ann aôtro person a lere,
Er gador zarmon pa bigne :

« ’Trô Doue ! parroissianis,
Arri ê ’n Diaoul en ilis !

— « Gaou a leres, belec infam !
N’eo ket ann diaoul, pa ’c’h ê ma mamm !


Marie Feutren, Kerbors.


____________