Ann abardaez a ioa sioul ha kaer, e miz mae ;
Sonj em euz hirio c’hoaz : ne c’halle ket bale
E ieot berr ann tevenn, enn despet d’ar skoazel
A roe d’ezhi va breac’h, evit gallout herzel.
Heb en em gaout enn aot e rankaz azeza ;
Oc’h sklerijenn al loar, dreist ar mor o para,
E weliz war he dremm, vel liou gwenn ar maro,
He dournik, gwenn ivez, em dourn oa tomm bero,
Euz he daoulagad oa ken truezuz ar zellou,
Ma kave d’in gwelet, a-dreuz da va daelou,
El ann dristidigez, a-boan deuet barz er bed,
O sellet ouz eur bez digor enn eur vered !
Evel diou steredenn he daoulagad oa sklear,
Kement e lugernent oc’h sklerijenn al loar ;
He dremm, enn despet m’oa, gand ar c’hlenved, kastiz,
En doa c’hoaz dalc’het holl gened ar iaouankiz ;
Hi ioa kaer evel-se, med he gened, siouaz !
A roe d’am c’haloun baour eunn anken brasoc’h c’hoaz,
Enn eur zonjal ez eann da goll eunn tenzor ker,
Eur plac’h a zoujans Doue, ken koant ha m’oa tener.
Ouz ar gwall-eur neuze me glaskaz enebi ;
Astenn a riz va breac’h, evit diskouez d’ezhi
Ar reier huel, ar mor enn nozvez-ze ken kann
Gant sklerijenn al loar heb koabr, hag enn he c’hann.
Euz ann amzer da zont me gredaz komz d’ezhi :
Brema, p’oamp deuet enn oad, e c’hallchemp dimezi....
Med, gand eur vouez klemmuz, hi da respount neuze :
« O ! petra, va mignoun, a lavarez a-ze !
« Gwel ar maro, siouaz ! zo war va daoulagad,
« Ha me ken iaouank c’hoaz ! na pebez kalounad !
« Ha gouzout e rankinn, war va lerc’h das lezel,
« Da galoun baour gouliet vel gand eunn taol kountel !
« Med dalc’h sonj, va mignoun, n’omp ket great vid ann douar,
« Ar bed-ma n’eo nemed eunn draonienn a c’hlac’har,
« Na losk ket a valloz p’em c’hasi d’ar vered,
« Ped ebken, ro da Zoue da galoun, das spered,
« Me vo gan-ez ato, rag euz ar Baradoz
« Ene da vignounez das frealzo deiz ha noz. »
D’ar c’homzou-ze, kerkent, koantik evel eunn El,
Etrezeg ar stered hi da daoler eur zell.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Abaoue, d’ar pardaez, pa’z ann e ribl ar mor,
E kav d’in he gwelet, he daoulagad digor,
O sellet gant fisians etrezeg ann Envou ;
E mouez ann avelik e klevann a-wechou
Eur c’han ken dudiuz ha kan ar Baradoz,
Ha mouez va c’harantez oc’h va gervel enn noz.
|