O c’houzout n’he doa ket da veva pell amzer,
Ennn dervez euz ebrel, va mignounez ken ker,
Gand eur vouez izelik a gomzaz evel-hen :
« Mignoun, gwel pegement ann heol a zo laouen,
« Eur weach c’hoaz me garfe mont a-dreuz ar meziou,
« Evit gallout gwelloc’h sellet ouz ann Envou ;
« Heol ann nevez-amzer d’am c’haloun zo ken c’houek ! »
Hag heb diviz muioc’h, hi, da ouela dourek.
Mont a rajemp enn hent, ha ni da gemeret
Ar wenodenn kuzet he deuz ato karet,
Rag enn nevez-amzer oa leun a vokejou,
Leun a freskadurez hag a ganaouennou.
Kement tra ioa chomet henvel oc’h warlene,
Henvel al letonenn, henvel ar gwez er c’hae.
Mont a reamp goustadik, rag kazi bep kammed,
Gand eur zell hirr ha lemm, ec’h ehane bepred
Dirag kement bodenn, dirag kement gwezenn ;
Med evel pa vije deuet kerkent enn he fenn
Eur zonjezoun-bennag hag a ioa gwall grevuz,
Evit klask he dalc’her gwelloc’h ouz-in e-kuz,
E lavaraz : « pignomp eunn nebeud er menez
« Euz al leac’h ma welimp, gant laouenidigez,
« Ar gwenodennou sioul hon euz darempredet,
« El leac’h m’hon euz touet ato d’en em garet,
« Evit ma welimp c’hoaz, ken skeduz ha ken koant,
« Ster klemmuz ann draonienn o lintra vel arc’hant. »
O ! nag he divije karet, ar baourez klanv,
Kaout neuze diouaskel, vel ar gwenneli skanv,
Vit gwelet, enn eunn taol, ann holl meziou-ze c’hoaz
Pere, d’ann deiz var-lerc’h, ne welfe mui siouaz !
O ! nag he divije karet en defe Doue
Roet ugent vloaz hirrder, evit-hi, d’ann deiz-se !
Med ann derveziou kaer a zo re verr ato,
Ann heol a ziskenne, poent oa dont enn distro ;
He c’haloun rannet-holl, beuzet enn he daelou,
E lavaraz neuze kenavo d’ar meziou.
Biskoaz, epad va buez, n’em euz bet em c’haloun
Kement a nec’hamant, kement e teue d’in aoun
Da zonjal er gwall-eur a ioa, vel eur c’hleze,
A-istribill enn ear, dreist-omp, er mare-ze,
A-hed ar wenodenn e teujemp war hor c’hiz ;
Neuze me zastumaz, e-touez ar ieot livriz,
Bokejou gwenn ann anv pere war ziminal
He c’hamprik a werc’hez a lugerne gwech’all,
Bokejou gwenn pere lugerne war he bez,
Bep bloaz da viz ebrel, epad ma vinn e buez.
Na kaera bokejou ! kann enn he dournik gwenn !
Med lenn a reaz enn-ho, m’oar vad, he flanedenn,
Eur pok a roaz d’ezho, vel pa dlefent beza,
Euz a-berz he mignoun, ar boked diveza !
Eur podik koant, gant dour, ho dalc’haz pell amzer
Enn he c’hampr, gwenn ha fresk, ken livriz ha ken kaer,
Beteg ar mare kriz ma rankaz ho mestrez
Kimiada diouz ann douar vit palez ann Elez.
Neuze pa n’ho doa mui dourn ebet d’ho c’hempenn,
E teujent, truezuz-holl, da blega sioul ho tenn,
Hag evel ho mestrez, ar bokejou, d’ho zro,
A gouezaz, gwevet-holl gand halan ar maro.
Pep tra zo tremenet : bokejou, mignounez !
Abaoue, war ann douar e vevann enn enkrez ;
Med chom a ra gan-en eur mignoun mad, ar feiz,
Pehini ro fisians d’in d’he gwelet eunn deiz.
|