Eur c’hoant braz am euz da veuli
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eur c’hoant bras am eus da veuli.
1. Eur c’hoant braz am euz da veuli,
Kalon ma Mam, Kalon Mari :
Hogen penos e kredin-me
Kanan tron eürus Mab Doue !
Kalon dous a Vari,
Pedet e-vidomp-ni.
2. Doue a grouas ar bed-man
Evit palez d’an den kentan :
Evit rei d’e Vab eur palez
E krouas Kalon ar Werc’hes.
Kalon dous, etc.
3. Palez an den zo burzudus :
Mil gwej kaeroc’h palez Jezus ;
Tenval eo heol, aour ha perlez
E kichen Kalon ar Werc’hes.
Kalon dous, etc.
4. Kalon Mari a zo eun or
D’ar zant ha d’ar pec’her digor,
Digoret gant ar seis kleze
A dreuzas gwejal hec’h ine.
Kalon dous, etc.
5. Boblou dishenvel euz ar bed,
Ha c’houi ec’h euz biskoas klevet
E ve bet êt da gol hini
Enem guz e Kalon Mari ?
Kalon dous, etc.
6. Kousket war boul-kalon Mari
Jezus en deuz roet dezi
Galloud, true ha madeles,
Peb tra nemet e zoueles.
Kalon dous, etc.
7. Kalon Mari, Kalon Jezus,
Diou galon ken karantezus,
Enoc’h pa zonjan, ma c’halon
Leun a fians a drid enon.
Kalon dous, etc.
I. W. Herri, belek.