N° XLVII. — Da galon Mari.
Ton all
- Eur c’hoant bras am euz da veuli
Kalon ma Mamm, kalon Mari
Hogen penaos e kredin me
Meuli tron eürus Mab Doue
Diskan
Kalon dous a Vari
Pedit evidomp-ni.
- Doue ’grouas ar bed kaera
Evit palez d’an den kenta :
Evit rei d’e Vab eur palez
E krouas kalon ar Werc’hez.
- Palez an den ’zo burzudus :
Mil gwech kaeroc’h palez Jezuz ;
Tenval eo heol, aour ha perlez
E-kichen Kalon ar Werc’hez.
- Kalon Mari a zo eun nor
D’ar sant ha d’ar pec’her digor,
Digoret gant ar seiz kleze
A dreuzas gwechall hec’h ene.
- Poblou diskenvel eus ar bed,
Na c’houi hoc’h eus biskoaz klevet
’vefe bet kollet an hini
En em guz e kalon Mari ?
- Kousket war boull-Kalon Mari
Jezuz en dens roet d’ezi
Galloud, truez ha madelez,
Pep tra, met e zoueelez.
- Kalon Mari, kalon Jezuz,
Diou galon ken karantezus,
Ennoc’h pa sonjan, ma c’halon
Leun a fizians a drid enno(u)n.
|