Eur gerig hepken d’am c’henvroiz

Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. viii-ix)



Eur gerig hepken warlerc’h
va mignon Dirlem
————


Marvailhou ar Vretoned, kelou bras ! en deus eur breurig.

Va mignoned tosta a lavar ez eo eur paotrig koant, ker koant, pe koantoc’h zoken eget e vreur hena. Eun enor bras eo ze evidoun, hag eur blijadur eus ar c’houeka a ra d’in. Ar vrezonekerien ivez a vezo stad enno hag o devo mall da welet an nevez ganet a ziskouezer kaout kement a fouge outan.

N’em eus ket ankounac’haet gant pegement a brez e oe digemeret ar Marvailhou, kouls e Breiz-Tramor evel e Breiz-Izel, ha kement-se a oe evidoun eur c’hennerz hag eun ali da genderc’hel da gerzet gant an hent am boa kemeret.

Lavaret hag aslavaret a-walc’h zo bet d’in e oa maro ar varvailherien en hor bro, pe, mar deus c’hoaz unan bennak ankounac’haet gant falc’h didruez an Ankou koz, ne gaver mui da vihana kement a zaour ganto sponterezou.

Hag a c’hell beza gwir ! Ha setu perak n’eo ket bet deuet d’in ar c’hoant da zastum ar seurt konchennou. Gwelloc’h e kavan skriva peurvuia traou skouerius, kontadennou kristen ha breton, a c’hello va c’henvroiz tenna anezo eur guchennad kenteliou evit gwellaat o buez.

Diskouez penaos e tle eur Breizad karet hag heulia e religion, didui e spered gant tammouigou farserez dereat, setu ar pez am eus klasket hepken el levr nevez-ma.

Hanvet eo ganen Nosveziou an Arvor. Eun hano kaer, ha n’eo ket gwir ? Gallet e vezo lenn anezan, evel e vreur hena, er goanv, e-tal an tan, ha da zul goude ar gousperou. Ouspen en Arvor, da baotred an Argoad, ar Menez hag ar prad e ray vad ha plijadur, fizianz am eus.

Ne fell ket d’in ho tale pelloc’h, va mignon lenner, rak mall bras hoc’h eus, hep mar ebet, da voulc’ha an dorz. Hag a hend-all, va mignon ha kenvreur Dirlem en deus roet kement a veuleudi d’an Aozer ha d’e labour, ma kresk c’hoaz ho youl da welet petra dalo ar varc’hadourez a ginniger d’eoc’h.

Pluenzir.


————