Kenskrid gant Dirlem

Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. i-vii)



Kenskrid


————


Gwechall epad nosveziou hir ar goanv e oa ar c’hiz, e pep tiegez breizad, eur wech debret koan, d’en em zastum en-dro d’an tan da zelaou konta marvailhou. Va c’henvroiz deut war an oad o deus, gwelloc’h egedoun, dalc’het sonj eus ar beilhadegou-ze hag ar blijadur a gaved enno pa groge eur c’hoziad bennak da zibuna kontadennou, awechou iskiz ha spontus, hag a rae d’ar vugaligou kaout hunvreou skrijus en noz. Ar marvailher, peurliesa, a veze an tad koz eus an ti hag a gemere plijadur o lavaret istoriou an Amzer dremenet, istoriou e yaouankiz. Awechou all eur paour kez klasker bara eo an hini veze, deut da glask lojeiz hag a baee, gant e gontadennou, an digemer roet d’ezan…

N’ho peus ket a zonj, kenvroiz ker, eus ar varvailherien-valeerien-ze, a rede gwechall henchou hor bro, eur zac’h ouz o c’hein, en eur glask an aluzen hag en eur leda konchennou dre ma ’z aent ? Bep tam bara a veze roet d’ezo e tispakent eur marvailh bennak…

O digemeret a read, e pep tiegez, gant eur prez santel evel tud hag a lakae bennoz an Holl-C’halloudek da ziskenn war an tiez kristen a roe repu d’ezo ha tan da domma o izili. Pa zigouezent da goulz koan, eun tam yod a veze bepred er gaoter evito hag eul loa er parailher. A veac’h echu da zebri, eun iferniad tan a veze graet, hag ar penn-ti na vanke morse d’o fedi da gemeret ar skabell wella e kougn ar siminal.

Daou pe dri diad tud eus ar geriaden a zirede da zelaou ar gozidi gant o marvailhou. Kement a zigoueze alies ma n’halle ket an holl tostaat ouz an oaled, hag ar re genta, eur wech graet eur grazaden a ranke rei o leac’h da re all… Ar wazed a jache war o c’herniel-butun berr ha mogedet, ar merc’hed a stamme hag ar vugale vihan a foc’he al ludu gant an houarn biniou pe a glaske laou e penn ar c’haz ! Nag a stad a veze er beorien geiz o welet gant pegement a brez hag a evez e teue, dre-holl, ar goueriaded da zelaou o istoriou ! Ker kaer ha ker plijus e vezent ma teue d’ar wazed lezel an tan da vervel en o c’herniel, d’ar stam chom a zav etre daouarn ar merc’hed ha d’ar vugale lezel e peoc’h ludu ha kaz evit selaou gwelloc’h, o diskouarn soun hag o daoulagad peket ouz ar c’honterien.

Kozidi ha yaouankizou a zizroe, laouen o c’halon, d’o c’hear goude beza tanvaet eur blijadur c’houek hag onest er seurt beilhadegou.

An dra-ze oa an amzer goz, an amzer vad ! Mes maro eo gouenn ar varvailherien-valeerien, hag an tadou koz a vreman n’ouzont mui a istoriou diduellus…

Chench a ra an amzeriou !

En deiz a hizio e leac’h beza bodet en dro d’eun tantad tan, o selaou, gant ar Re-goz, kontadennou ar varvailherien, yaouankizou hon amzer, epad ar goanv, a gav gwelloc’h mont da redek a bell, da henti a bep seurt tiez, da c’hoari kartou ha domino. Karet a rafen gallout lavaret e tanvaer, e seurt beilhadegou, plijadur ken dereat ha ker yac’hus ha gwechall. Mes allaz ! Awechou ar seurt diduamanchou a vez noazus ouz o c’horf hag ouz o ene ; koll a reont, — re alies siouaz ! — ar paourkez tud yaouank, o yec’hed hag o glanded…

Ar skrivanierien breizek ha broadus a ya bemdez war niverusaat hag o youl eo ober ar Vro da zont en eur en em harpa war an Amzer dremenet. Gwir virerien kelennadureziou reiz ha doareou fur o C’hendadou, o lavar eo : Giz koz, giz wirion, hag o skoazell a roont da zelc’her en o zav ar giziou mad a venn tec’het kuit evit rei leac’h da c’hiziou all nevesoc’h hag alies fall. Gant keuz e welont o kerzet kuit ar marvailhou hag a rae gwechall holl dudi ar Beilhadegou e tiegeziou Breiz. Ar gwir skrivanierien vroadus n’hallent mankout da veza enkrezet gant an dra-ze, rak a-gevret gant ar marvailhou e santont ive o tec’het ar spered breizek.

Evit o mad e ve red dougen ar yaouankizou d’en em staga ouz oaled o ziez epad beilhadegou ar miziou du, e leac’h mont da redek aman hag a-hont, pell diouz o zud. Mes evit digas en dro ar beilhadegou a c’hiz koz eo red ive kaout marvailhou. Etouez ar skrivanierien o deus da genta kroget el labour d’ober marvailhou nevez evit ar Vretoned ema, sur mad, Klaoda Ar Prat.

Piou n’anavez hano ar barz karet Klaoda ? Piou n’en deus gwelet e hano e traon eur bern skridou leun a bouez hag a furnez, er c’helaouennou breton evel Kroaz ar Vretoned, Feiz-ha-Breiz ha Le Pays Breton ? Meuleudi oberour Mouez Reier Plougastel, Marvailhou ar Vretoned ha Buez Arzur a Vreiz n’ema ket d’ober ; ar brud anezan azo tec’het pell zo, nan hepken dre bevar c’horn hor bro, mes nijet eo, dreist ar mor, betek Bro-Geumri.

Eur bokedad gwerziou ha soniou koant koant, moullet gantan e 1905 dindan an hano Mouez Reier Plougastel, a reas d’ar skrivanier, brudet dija d’an ampoent, beza lakaet e renk gwella barzed Arvor.

Mes ne gendalc’has ket en hent en doa kemeret da genta. Prestik e tilezas an Delen hag e leac’h barzoniezou en em lakaas da skriva marvailhou, muioc’h diouz doare ar Bobl. E Marvailhou ar Vretoned e tal an tan, moullet e Sant-Brieg (1907), Klaoda Ar Prat a lakaas ar pep kaera eus an istoriou bet skrivet gantan war Groaz ar Vretoned. Eur prez bras a oe raktal war al levr, koulz e Keumri evel e Breiz : eur guchennad vad a werzas, er vro-ze, d’ar Varzed keumroad… ha prest ne jomas mui hini gantan.

An digemer kalonek roet dre-holl d’e Varvailhou a oe eur c’hennerz d’an aozer da vont war raok gwasoc’h-gwaz. Kendelc’her a reas gant aked da skriva er c’helaouennou brezonek ha klask a reas marvailhou kaeroc’h c’hoaz eget ar re genta – ma c’haller, da vihana, kaout kaeroc’h kontadennou eget ar re a zo en e genta dastumad. En deiz a hizio en deus eur bern pennadou en e di, bet moullet dija, dindan e hano, aman hag a-hont war Groaz ar Vretoned, Feiz ha-Breiz, Almanag K. B. B., pe chomet divoull en e baperou. Goude beza o c’hutuilhet n’halle ket, hep beza digar, o miret evitan e-unan. Rak-se war bedennou start e vignoned en deus graet eun dibab etouez e wella istoriouigou hag e teu adarre, kenvroiz ker, d’o c’hinnig d’eoc’h dindan an hano kaer : Nosveziou an Arvor.

Klaoda Ar Prat a zo eur Plougastellad, eus gouenn paotred ar sivi, paotred start en o c’hredennou ha mirerien touet o giziou kantvloaziek.

Al laouenan a gar ato
E doen ha kornig e vro !
[1]

An den ive, koulz hag al labouz, a blij d’ezan an ti bihan e leac’h m’eo ganet, hag eur wech divroet e kar dizrei, eur wech an amzer, d’ar c’hornig douar a welas deiziou eürus e vugaleaj.

Dreist pep loden all a Vreiz, Klaoda a gar gourenez Plougastel. Er barrezig koant-se en deus tremenet bloaveziou tenera e yaouankiz. Eno, gant e gamaladed, en deus redet, diarc’hen, e benn noaz, a dreuz ar parkadou sivi, ar brug hag al lanneier. Nag e kare dija d’an ampoent kaerderiou e vro ! Nag e plije d’ezan chom pennadou hir d’arvesti ouz

… ar c’herreg, peulvaned graet gant mein,
Savet ganto en Nenvou linen rouzet o c’hein !
[2]

En e bennadou eürusted, nag e kare, gant e vignoned, mont da gonta e levenez d’ar reier-ze hag a

…gemere loden en o flijaduriou
Hag a responte skiltrus d’o holl c’hoarzadennou !
[3]


Mes pa deue d’an dristidigez gwaska e galon a vugel, neuze e kerze d’an aod da glask frealzidigez. Azezet war eur garreg, e dreid en dour, e lavare e boan-spered d’ar Mor glas, hag heman, gant e vouez klemmus, a skanvae d’ar paotrig e velkoni !

Eno eo e teskas hor mignon karet Breiz, ar vro gaer « koad en he c’hreiz, mor en he zro » a dlie kana ken mad divezatoc’h. Eno ivez eo e tanvaas pennadou kaer a blijadur o lenn marvailhou brezonek er paperennou a goueze dindan e zaouarn, ha, diouz an noz c’hoaz, nag e kare, er veilhadeg, selaou kontadennou ar Re-goz !

Liammou nerzus a zo o telc’her an aotrou Prat stag ouz douar e yaouankiz : « Eul loden eus va c’halon a zo chomet e Plougastel ! » en deus hen bet lavaret d’in alies en hor c’haozeadennou hir. Rak-se ’ta arabad beza souezet ma ro bepred al leac’h a enor d’e vro en e levriou, e Mouez Reier Plougastel evel e Marvailhou ar Vretoned

An tam kenta a danvaer e Nosveziou an Arvor a zo adarre eur marvailh koantik tout eus bro an aozer, e leac’h ma tesker d’eomp « penaos e oe savet kalvar kaer Plougastel. »

Da skriva e Nosveziou, hor mignon en deus lezet e bluen zir da redek, poulzet gant karantez Doue ha hini Breiz ; evitan an diou garantez-se n’hallont ket mont an eil hep eben. Breizad eo betek mel e eskern, ha kristen betek goueled e ene ; e c’hoant eo e teufe an holl Vretoned vad d’ober eveltan, da garet

Da genta Doue,
Breiz-Izel goude,
Hag he Yez ive !

Eur c’houezaden a feiz hag a garantez-vro a zanter o c’hournijal a-dreuz pep deilhen eus e levr, azalek ar genta betek an diveza. E istoriou, skrivet en eur brezoneg reiz ha c’houek, a gomz holl eus Doue pe eus Breiz : ar spered kristen hag ar spered breizek a ren bepred en e skridou.

Ar marvailhou a zeblant plijout ar muia d’an aozer e-unan eo ar re a gomz euz amzer an Dispac’h-Vras. El levr-man n’en deus ket manket da rei d’eomp teir gontadenn eus an amzer griz-se : Ar groarig vruzu­net, Gwrac’h on Aochou, Park ar Burzud. An holl o lenno gant kalz plijadur ha kalz didu.

Nedeleg, Pask ha gouel an Anaon a zo tri gouel poblus en bor bro. Marteze ez eus lod ha n’ouzont ket perak e leverer teir oferen da genver deiz ginivelez Hor Salver ? Evit sklerijenna ar re-ze, just awalc’h, eo en deus Klaoda Ar Prat savet Teir oferen Nedeleg. Lenn a vo graet ive gant plijadur, evit amzer Fask, Ar C’hleier o tizrei eus Rom goude eur perc’herinaj a dri devez, kouls ha Noz-veilh an Anaon, eur gontaden goant hag a lavar d’eomp arabad ankounac’haat

Eneou hon tad hag hor mam
O leski e kreiz ar flam.

Demdost an holl istoriou a gavomp e Nosveziou an Arvor a dremen e Breiz ha leun int a garantez-vro. E Bara ar gear ha Klenved ar gear, an oberour a ali e genvroiz da jom bepred stag mat ouz douar o c’havel, rak e nep leac’h ne vezint gwelloc’h.

Nag a genteliou talvoudus a gavomp er c’hontadennou-ze ! Nag a skoueriou kaer da heuilh ! Deskomp* gant Gwrac’h an Aochou pardoni zoken d’ar re o deus graet ar muia gaou ouzomp…

Ar Prat a zo eur mab feal d’an Iliz hag he difenn a ra e pep leac’h, hi hag be ministred. D’an tammou krak doktored difeiz, savet stank en hor bro evel kabellou-tousegi, ha ne vezont laouen nemet o vabouzi, o teurel o glaouren war bep tra kaer ha santel, en deus kinniget Labour ar Beleg.

Mes n’eo ket awalc’h beza atao o rei kenteliou, red eo ive, bep an amzer, diroufenna taliou al lennerien gant istoriouigou fentus, rak gouzout a raer,

Hep eur begad pebr hag holen
E vez meurbed goular ar zouben.

Al lennerien eta a gavo, kemmesket gant ar marvailhou all, meur a farserez evel Kilhog sant Per, Eun Dreuflezen da Baol gornek, hag all.

Evit echui n’eus d’ober nemet trugarekaat ar skrivanier eus e levr kaer ha goulenn ma roio d’eomp c’hoaz kalz all eveltan !

Ra’z aio e Nosveziou an Arvor, gant Bennoz an Aotrou Doue, da hada an had mad en hon tiegeziou a Vreiz, da zeski d’eomp delc’her bepred start da yez, da c’hiziou, da gustumou ha da zoareou hon Tadou ! Ra zougo c’hoaz al levr-ze ac’hanomp, kenvroiz ker, da garet gwasoc’h-gwaz ar Beilhadegou kristen a c’hiz koz, d’en em staga muioc’h-mui ouz

Hon c’hontadennou ’tal an tan
Goude al labour hag ar boan,
Epad ar goanv, a-c’houde koan !
[4]



Gwimilio, deiz gouel Sant-Jozef, 19 Meurs 1909.


————
  1. Brizeux ; Furnez Breiz.
  2. Klaoda : Mouez Reier Plougastel.
  3. Klaoda : Mouez Reier Plougastel.
  4. Luzel : Bepred Breizad.