Eur gir a-rauk
Euz a Wengamp da Jeruzalem e c’hell bean eun unek
kant leo bennag. Gwech-all, (komz a ran euz an amzer ma
save ar gristeniez a-bez, eur groaz en eun dorn hag eur
c’hleve en dorn-all, evit mont da argas ar Vuzulmaned a
oa etre o daouarn be hon Zalver), gwech-all ’ta e vije
laket, d’an nebeutan, tri pe bevar miz evit ober ar veaj-ze ;
ha c’hoaz na gontan ket an amzer a vije red kaout evit
distrei d’ar gær, Ha pebez poan ! War varc’h pe war droad
e vije red mont ! Da zispign ive e vije kalz, nemed bevan
’ræ an nen diwar an aluzen evel meur a belerin.
Breman, en eur zunvez, e c’heller mont euz a Bariz da Jeruzalem ; evit tapout Pariz, dre an hent-houarn, ec’h eo traoalc’h nao pe deg heur.
Setu perag, goude bean kwitaet Gwengamp al lun, ar 26ed a viz Est 1901, ha bean tremenet eun nozvez hag eun hanter devez en Pariz, ec’h arruen ar merc’her ar 6ed a Wengolo, da greiste, en Jeruzalem.
An dispign n’eo ket kennebeud euz ar brasan. Evit 100 skouet e ver douget ha bevet etre Marseilh ha Jeruzalem, mont ha dont, Gant 70 lur ec’h er euz a Wengamp da Varseilh, mont ha dont ive ; lakit eun draig-all bennag, ken nebeut hag a garfet, ’vit ho tispigno-all, ha setu c’hwi græt ho peaj evit 400 lur, Eun tamm muioc’h a binijen ho po græt ’vit ma pije kemeret an eil klas pe ar c’hlas kentan, mes muioc’h talvouduz a ze e vo ho pelerinaj dirag an An. Doue.
Hep poan ive, kouls laret, e ra an nen breman e dro. Douget e ver penn-da-benn betek Marseilh war an hent-houarn, adaleg Marseilh bete Jaffa, war al lestr, hag adaleg Jaffa bete Jeruzalem, adarre war an hent-houarn. Skwiz e ver eun tammik, dreist-holl mar digoue d’ar mor bean rust : mes petra eo ze e kichen ar bec’h a boan a vije da dougen gwech-all ? Ha neuze, mad eo d’ar c’horf, ’vit ar yec’hed, bean kastiet amzer hag amzer.
Evidon, gallout a ran hen laret dioustu, n’he deuz græt ar veaj nemet hadneveât ma goad ha kreski ma nerz.
Mes marteze e skwizan ma lenner o kontan d’ean treo hag a gav divlaz : hast an euz, marvad, da glevet penn-da-benn doare ma felerinaj.
Ec’h an ’ta breman da glask terri e c’hoant, o lakat dirak e zaoulagad, de-ha-de, ’pez a zo digoueet ganin.