A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 105-112)



Eur pare burzuduz all.

Eur beleg euz a Gemper, eat e pelerinach da Lourd, a scrif ac’hano, d’ar c’henta a viz here, eur momet goude beza guelet he unan ar pez a verk. Setu ama he gomzou :

« Nag hen a zo bras madelez ha gallout ar Verc’hez santel !

« Creisdeiz nemet kart eo. — Emaoun o tont euz ar c’hao, pe euz an toul a zo er roc’h dindan al leac’h ma zeo en em ziskuezet mam Doue, hag em eus guelet eno, ne deus nemet eur momet, eur burzud ; her guelet em eus splam gant va daoulagad va unan. — Edomp o vont er c’hao pe en toull-ze. Dougen a reat eur plac’h iaouang a dri bloas varnugent, chomet seizet daou vloas zo varlerc’h an derzien tyfoïd. Abaoue, epad an daou vloas, n’e doa morse gallet ober eur gamed. — Edomp en eur gichen o vont er c’hao ; me a ioa vardro tri zroatad diouthi var he lerc’h. Setu hi en eun taol o crial : pare oun ! — Hag e les he bas da goeza, hag ep sicour ebet en em laca da vale he unan, dre ar c’hao ; me iea var he lerc’h, hag he guelen o vale, o plega evit poket d’ar roc’h a zo bet treid ar Verc’hez varnezhi ; neuze o lacat he baz var diri an aoter ; goudeze o taoulina evit trugarecat Doue hag he vam santel.

Edon ato en he c’hichen, ha pa zeo savet, em eus croget en he dorn gant ar zantimant a estlam a ioa e calonou an oll en eur momet evelse. Neuze omp en em laket da gana ar Magnificat ; mes ken tenereet oa calonou an oll ma n’on eus ket gallet mont bete penn. Neuze omp en em laket da grial euz a oll nerz hor mouez ha gant ar santimanchou birvidica a anaoudegez vad : Bevet Itron-Varia Lourd !

Etre daou ar plac’h iaouank pareet a iea da rei he dorn d’an oll re glanv a ioa eno o c’hortos beza pareet eveldhi, hag an dud he douge, a rea cher dezhi, pephini a felle dezhan he guelet ha touch outhi. Red e voue he zenna euz a douez ar bobl tud bodet en dro dezhi, pe e vije bet mouget… Ah ! ma velfe an dud difeiz traou evelse !

C’hoar ar plac’h iaouank pareet a ioa eno eat er meaz anezhi he unan gant he levenez. Comzet em euz outhi, ha ganthi he unan em eus clevet e reat Irma Dubois euz he c’hoar, e devoa tri bloas varnugent, e voa daou vloaz a ioa seizet ep gallout ober camed, hag e voa ho zad Barner a beoc’h e Grandrieu, e Departamant Loser.

————

Eur scrifagner christen a lakea, n’eus ket pell, moulla eul levr eleac’h ma comz euz an tri leac’h ma zeo Mam Doue en em ziskuezet enho en amzeriou diveza-ma e Frans, er Salet, e Lourd hag e Pont-Mean. Er Salet, emezhan, Doue a felle dezhan diskuez deomp he justis, e Lourd he drugarez, ha Pont-Mean a vezo evidomp, mar caromp, eun errez euz ar peoc’h.

Plijet gant Doue e ve guir ar pez a lavar ar scrifagner-ze. Daoust petra vezo, ar vuez-ze savet etouez ar gristenien e tu ar c’hreisdeiz d’ar Frans, hag ar prez a lakeont d’en em erbedi oc’h ar Verc’hez santel, a zo ato eur sin vad.

E guirionez, ar burzudou a ra brema ar Verc’hez a Lourd a dle lacat meur a gristen toc’hor da zigeri ho daoulagad. Er sizun-ma e velan adarre daou vurzud merket var ar c’hazetennou.

Eun demezel, merc’h da eur c’habiten coz euz a zepartamant an Dordogn, a ioa dalc’het abaoue pell gant eur c’hlenved ha ne gavet pare ebet dezhan. Seizet oa he izili, ha ne c’helle na finval, na coms ; dilezet oa gant ar vedisinet.

Dont a reas dezhi ar zonch da ober eun navet da Itron-Varia Lourd, ha da fin an naved-ze ec’h ef eur veraden zour bennag euz a feunteun ar Verc’hez. Kerkent e lavar a vouez huel : comz a ran ! — Kement a ioa eno, souezet oll, en em daolas d’an daoulin da drugarecat Doue.

An demezel a c’houlen he dillad, en em visk he unan, a zebr eun tam benag, a ia d’ar chapel, hag eno, dirag al leanezed, en em laca da gana ar Magnificat evit trugarecat ar Verc’hez Vari.

————

Eur c’hreg euz a Berpignan a deuas da Lourd gant eur bugel mac’haniet e devoa, eur verc’hik seis vloaz, a ioa troet ha nezet he zreid hag he divesker, en hevelep feson n’e devoa gallet morse ober camed ebet. Souba a ra ar bugel e feunteun ar Verc’hez, ha kerkent ar verc’hig a zo pareet, hag en em laca da vale ken eün ha pep den.

Kement a ioa eno a bardonerien a voue tenereet ho c’halon. Oll e fell dezho guelet ar bugel, touch outhi ; poket dezhi, hag ober stad euz an hini e devoa tennet varnezhi sell Mam Doue.

————

Setu ama eun all hag en deus resevet ar guelet o voalc’hi he zaoulagad gant dour a feunteun Lourd. An den-ma en doa bet eur guelet euz ar guella ; guelet a rea splam an traou hag abell zo hag a dost. Evit chom pell an noz da lenn ha da studia he zaoulagad ne skuizent ket. Hogen e miz even 1863 setu he zaoulagad o tont da goc’henna, ha va den a voue souezet o santout he velet o vont digantha a daol e taol.

Buhan ez eas da gaout medesinet ; hogen ho louzeier ne rejont vad ebet dezhan. Dre ho ali e lezaz he zaoulagad tre da eana, hogen ne vellea ket dezho evit se, hag e sante ervad hag an oll ive a vele ez ea ep dale da veza dall.

Epad ma voa er stad trist-ze e kendac’he da scrifa, pe kentoc’h e lakea eur bugel da scrifa evithan da eur mignon en devoa. Ar mignon-ze hag he c’hreg a ioa protestanted ho daou. Hogen eun dervez he vignon o respont dezhan, hen alie da c’houlen ar pare digant Itron-Varia-Lourd. Lavaret a rea dezhan en doa tremenet dre ar gær-ze ha n’en doa clevet ken hano dre eno nemet euz a dud pareet dioc’h clenvejou, ha dreist oll euz a dud a ioa deut ar guelet dezho o voalc’hi ho daoulagad gant dour euz ar feunteun burzudus. « C’hui, emezhan, a so catolig, hag a dle caout feiz er burzudou-ze. Evidon-me, ma vijen bet eveldoc’h, ne vijen ket chomet da varc’hata. Ma ho kuelfen pareet ha deut da velet mad dre an dour-ze, ne lavaran ket ne anzafen ket neuze ema ar virionez ganeoc’h. Mar oc’h eus diegi oc’h ober ar veach, ne ket red deoc’h zoken he oher. N’oc’h eus nemet scrifa da Aotrou Person Lourd, hag hennez a zigaso deoc’h avoalc’h eur voutaillat euz an dour-ze, hag a lavaro deoc’h penauz he implija. »

Al lizer-ze digant he vignon protestant a lakeas va den souezet, hag a reas dezhan sonjal a zevri. Catolig oa ; feizen devoa ; heuilla a rea zoken euz al lezen gristen ar pez so red ; he feiz gouscoude n’oa ket beo avoalc’h. Cridi avoalc’h a rea ec’h elle an dour-ze he barea ; eun dra bennag zoken a lavare dezhan e vije pareet ma carje he implija ; gouscoude ec’h argile.

Ar pez a rea dezhan argila evelse, he unan hen lavare goude, eo an aoun en devoa da veza dleour da Zoue euz a eur c’hras ker bras.

« Ma venn pareet, emezhan, gant ar vedesinet ; oc’h ho faea e vezin kitez. Hogen ma ra Doue eur burzud em c’henver, e vezo red mad din beza anaoudeg, hag evit diskuez va anaoudegez vad e tlein ren eur vuez santeloc’h evit a ran brema. »

Ha setu penauz an den-ze hag hen c’hoant dezhan da gaout ar guelet evit daoulagad he gorf, n’en doa ket a c’hoant e vije sclerijennet he ene.

Var gementse e tigouezas dezhan guelet ar mignon protestant-ze en doa he aliet da voalc’hi he zaoulagad gant dour euz a Lourd. Ar mignon-ze hag he bried a reas kement a eljont evit he lacat da zenti outho. Lavaret a reant ne voa nemet digareziou ar pez a rea aoun dezhan ; mar bije red dezhan ren eur vuez vad mar bije pareet, ne voa bet nebeutoc’h eun dever evithan hen ober ha pa jomje zoken dall ; ha pa vije pareet gant medesinet e vije dlet ato dezhan caout anaoudegez e kenver Doue, p’eo guir eo hen ato a ro vertus d’al louzeier ; kementse oll ne vire ket outhan da argila. Skuiz gouscoude o clevet rebechou he vignon, e lavaras :

— Mad, pa deui va zecretour, e lakin scrifa da berson Lourd da c’houlen eur voutaillat zour.

— Me eme he vignon, a dle beza mad avoalc’h da zecretour.

Evelse va den, evel na gave mui digarez ebet, a voue red dezhan lezer scrifa eul lizer en he hano. Al lizer eta a voue scrifet dioc’htu ha laket er post.

Ar protestand a lavare neuze d’he vignon e tlie neuze en em lacat e stad da reseo ar c’hras-ze euz an Env, da lavaret eo, ober ar pez a c’houlen ar relijion catolig evit en em lacat e gras gant Doue.

— Ha ne ve ket lavaret, eme egile, eo c’hui a ve catolig ha me protestant ?

— N’eus fors, eme he vignon, ma ven en ho leac’h, e rafen va gallout evit caout digant Doue va goulen.

Va den eta a ioa nec’het. Ne vele mui berad, hogen evit senti oc’h he vignon ez eas da bardaez da gaout he gonfessor, mes n’her c’havas ket, pe kentoc’h, re a dud a ioa e kichen he gador ha ne ellas ket caout he dro. Pa zistroaz ac’hano e voa digouezet ar voutaillad zour a c’hortoze.

Neuze e chomas c’hoaz eur pennad da argila. Erfin gouscoude en em daolas d’an daoulin da c’houlen pardon oc’h Doue ha d’en em erbedi oc’h ar Verc’hez Santel, hag o veza discarget en eur veren eur banne euz an dour burzuduz, e voalc’has gantha he zaoulagad. Kerkent e teuaz ar guelet dezhan.

Spontet e voue, en eun doare bennag, o velet he zaoulagad deut en eun taol da veza ker sclear ha biscoas. Evel guechall Moizez er goueleac’h, a scoas daou daol var ar roc’hel evit tenna dour anezhi petra bennak ne dlie skei nemet eun taol, hema ive n’en doa ket c’hoaz avoalc’h a feiz, ha petra bennak ma vele mad, en em lakeas da voalc’hi ha da asvoalc’hi he zaoulagad gant an dour burzudus.

Hogen, n’oa ket eno da lavaret nann ; deut oa ar guelet dezhan neat ha sclear. Ar pardaesvez-ze ez eaz adarre da glask ha da gaout he gonfessour evit discleria dezhan ar c’hras en doa bet digant Doue. An hini a zo digouezet ar burzud-ze gantha, eo en deuz he unan scrifet kementma. Ne lavar ket hag en em c’hreat eo catoliked he vignon protestand hag he bried ; hogen credabl eo o devezo digoret ho daoulagad d’ar virionez o velet ar burzud-ze.

Lavaret a ra c’hoas gouscoude penauz hen he unan, o veza eun dro bennak manket a feiz, ne gollas ket ar guelet evit-se ; santout a reaz avad ar memes poan evel a zante araok ma voa tenvaleet he velet, hag ar boan-ze ne deas kuit nemet pa en doa adarre nevezet he feiz hag he fizians e Doue. Doue ep mar, a felle dezhan rei dezhan da anaout ne vele mad nemet dre eun taol euz he c’hras hag euz he vadelez.