Ti ma zad na oa ket pell waz
Euz ann aod don, lec’h garfenn c’hoaz
Klevet o c’hourdrouz ar mor braz.
Ha kichen ann aod ar c’hoajo,
Ed du ha melchon er parko,
Oar kleun ar parko avalo.
Du-hont er geridour huel
D’abarde eur c’hloc’hik santel
’Vid ann anaon a vransell.
D’ar sul goude ann ofern bred
Ann dall oar bazen ar vered
Gane ar werz neve savet.
Gand Annaik hag he c’hoar all
Oar ann dosen sellemp gwechall
Bugale c’hoari mouchik-dall.
Ha da c’houlou-de ouz ar ster
Klevemp o nijal dibreder :
— Per, Per, digor d’ann alc’houeder.
Tro ’pad on bet e ti ma zad,
Ken evuruz oann hag er c’hoad
Ar voualc’h’ c’houitelle divezad.
C’hoaz ’m euz klevet ann estik han
O lenva bemnoz : me na ran
Nemet lenva ive breman.
Tommoc’h ma gwad : meuz peuc’h ebed :
Evel enn eur vro milliget
On me o leski hep sec’hed.
E Ger-Vraz zo trouz ann ifern ;
Aman eo da welet a vern
Tud nec’het o redek ’vel lern.
Hag ar plac’hed enn ho zello
Glaou tan : sant Ervoan r’am miro !
Kunnoc’h a zell merc’hed ma bro.
Ar barzed emaint daou pe dri ;
Evid ar re all n’ouzont hi
Nemet gevier ha lousoni ;
Neuze ho sonio gwastader
Kasinn eur wech d’am barzed ker,
Milin, Luzel ha Kermarker.
Gwel ann Oll-Sent a zo arc’hoaz,
Ar c’hleier ’deu endro : allaz !
Me gav ar c’hleier ’vel ar c’hlaz.