Eur skeuden euz an Dreinded
Doue, ervez ma lavar an dud gouezieg, ar scrifagnerien kristen, en eur groui ar bed-ma, en deus laket he skeuden pe he imach e kement tra en deus krouet. Unan euz ar skeudennou-ze a gavomp er bed he unan eleac’h ma velomp tri zra hag a brezek deomp galloud ha furnez ar c’hrouer, daoust pe ni a evesai outho ho zri var eun dro, pe ni a evesai outho hini da hini ; an tri zra burzudus-ze eo an Env, an douar hag ar mor.
An hini a zao he zaoulagad da zellet oc’h an Env, a rank beza diskiant, ma na lenn ket eno hano ar c’hrouer, ma na deu ket da anzao ne deus nemet an oll-c’halloudeg hag en defe gallet ober traou ker kaer. Nag hi a zo skedus, dre eun nosvez digatar, ar stered-ze a velomp o para azioc’h hor penn ! Piou eo an hini en deus bet eun dorn gallouduz avoalc’h evit hada an astrou-ze, a zo lod anezho, ervez an dud desket, cant guech ha zoken mil guech brasoc’h eget an douar oll ? Piou en deus dispaket an dinel-ze, ar vols c’hlas-ze a c’halvomp ar firmamant ? Piou en deus staget eno ar bolojou divent-ze hag ho laket da chom stard pephini el leac’h merket dezhi ? Piou ho laka da vont pephini en he hent ep ma zafent morse da steki an eil en eben ! Piou a c’hell niveri ar stered-ze ha rei he hano da bephini anezho ? Piou en deus roet ho sklerder da bephini anezho, hag eur sklerder da bephini dishenvel a liou dioc’h sklerder ar re all ? Piou en deus gallet lakat an heol-ze ker gae en eul leac’h ma c’hell sklerijenna ha toma an douar ep he zevi hag he zuilla, hag al loar-ze a ra kement a vad d’ar re zo red dezho beachi en noz ? Piou a ra d’ar rams-ze mont bemdez en hent, pe kentoc’h a laca an douar da ober eun dro bemdez varnezhan he unan ha d’en em ziskuez evelse oll d’an heol dindan beder heur varnuguent ? Piou, goude beza eveseat oc’h kementse oll, ne lavaro ket gant ar profet : Aotrou Doue, nag hen zo bras, nag hen zo burzuduz hoc’h hano dre ar bed oll ! Ia, an Envou a brezek gloar Doue ; an oabl, bolz an Env a ziskuez deomp oberou he zaouarn. An eil dervez hen desk d’egile, hag an eil nosvez d’eben.
Euz an Env, mar diskennomp hor sell varzu an douar, ne gavimp ket nebeutoc’h a leac’h d’en em estlami. Piou en deus gallet rei d’an douar ar vertuz, an ners da zouguen frouez a bep seurt evel ma ra ? Piou en deus gallet lakat da zevel varnezhan kement a vez, a c’heod, a vleuniou, a vokedou a bep liou hag a bep c’hoez mad ? Piou en deus laket da zevel an eienennou-ze a ra steriou ha goaziou evit doura an douarou ha rei dezho ar frescadurez a vank dezho ? Piou en deus gouezet lacat da zevel divar ar mor an êzen-ze en em zestum e koumoul a zioc’h hor penn hag a ia, o coeza e glao, da zoura, da c’hlebia an douarou eleac’h ne c’hell ket ar steriou nag ar goaziou sevel ? Piou en deus laket en dro d’an douar an ear-ze zo red deomp da gaout evit tenna hon halan, hag en deus gourc’hemennet d’an avel c’hoeza evit frescaat an ear-ze ha biannaat grouez an heol pa vez re dom ? Piou en deus bet galloud avoalc’h evit rei buez da gement a loened, loened bras, loened bihan, loened dôn, loened gouez, da gement a laboused a velomp o nijal hag o c’hournijal en ear, euz an eil boden d’eben, hag a glevomp o kana, pephini en he iez, meuleudi d’ho c’hrouer ? Piou en deus gouezet digas ar pevar amzeriou pephini d’he dro ker reglet, en hevelep doare ma c’helje an douar dougen frouez hag eana pa deuje ar mare !
Dall ha diskiant e ranko beza a dra sur, an hini a evesai oc’h an traou-ze ha ne gavo ket eno hano an oll-c’halloudek. Ha pe ger bihan, pe gen dister en em gaf an den pa zonch e kement-se ! Petra, an oll dud, destumet a vanden, gant ar pez o deuz a nerz hag a voueziegez, ne vent ket goest, epad ho oll buez, da ober eur c’hreunen dreas, na zoken eur c’hreunen euz ar boultren a vresomp dindan hon treid, hag an hini en deus great an traou caer ma comzomp anezho, n’en deus great nemet lavaret eur goms epken evit sevel an oll penn-oberou-ze hag ho zevel euz a netra !
An Env hag an douar a lavar deomp eta freas : Doue, Doue eo an hini en deuz hor great. — Ar Mor a lavar deomp ar memes tra.
Netra ne sco kement speret an den evel ar guel euz ar mor bras ; netra ne ro deomp guelloc’h eur skeuden euz a oll-c’hallout hor c’hrouer. Ar vech kenta ma teu daoulagad eun den da bara var ar mor, e tle a dra sur chom souezet hag estlamet. An den a dle chom evel pa ve saouzanet var an aod, aoun a dle da gaout o chench plas d’he dreit o velet dirazhan an doureier bras-ze, ar mor-ze kel ledan ma ne vel fin ebet caer en deus cas he zell hirra ma c’hell, ar pez a dle digas da zonch dezhan euz an eternite. Crena a dle oc’h en em velet ker bihan e kenver an oberou-ze euz a zaouarn an Aotrou Doue ; dreist oll pa vel ar c’houagou o sevel evel meneziou beteg an oabl, oc’h eonenna, o cleuza goudeze stankennou bete gouelet an doureier, hag o tilamet a gas evel pa zeufent da lonca an douar ! hogen ne ket red caout aoun ; eur c’hreunennik treaz a ziarbenno an tarziou fuloret-ze, ne daint ket larcoc’h evit al leac’h so merket gant dorn Doue, ha pa vezint deut beteg eno ez aint var ho c’hiz en eur virvi hag en eur sourral.
Ar pez a ra ma laca ar mor braz an den da zonjal cals muioc’h evit na ra an douar, eo ma zeo sclerroc’h an taol lagad, ma zeus muioc’h a emgleo etre an oabl hag ar mor eget etre an oabl hag an douar. Ar mor so evel ar mellezour euz an Env. An oabl hag an dour en em gleo, hag a gas ho sclerijen an eil d’egile. Ha tenval eo an amzer, ha goloet eo an Env, an oabl, gant coumoul teo ? Ar mor a deu ive tenval, an dour a ve lavaret a ve teo ha du. Ha sioul eo ar c’houmoul du-ze a c’holo an amzer ? Ar mor ive so didrous, mes trist evel pa ve e canv. Ha dont a ra an avel da gas ha da zigas ar c’houmoul-ze, d’ho lacat da sourral, da voudal, da iudal ? Ar mor ive a lam, a c’hrosmol, a gri ; caout a rafe deoc’h her c’hlevet o vouela, oc’h hirvoudi. Er c’hontrol ha digatar eo an amzer, ha glaz eo an oabl ? Ar mor ive so glaz, an dour so tano, ker sclear hag ar c’haera mellezour. Ar sclerijen a bar var ar c’houagou, ho laca da visca a bep seurt liou, guech int arc’hantet, guech int moug pe dem ruz, guech o deus liou ar guer pe ar c’hristal. Lavaret e ve avechou e vent goloet a ziamanchou. Ha pa deu an noz en hanv dreist oll, pa veler bolz an Env gant he oll stered peintet e gouelet ar mor, pa veler er memez amzer azioc’h ar penn ha dindan an treid, an astrou caer ha skedus-ze crouet gant Doue hag hadet gantha a villerou tro var dro d’an tamik bed ma emaomp enhan, neuze an den, neuze da viana ar c’hristen a vel he unan e teu an Env hag ar mor paravia da gana eur c’hantik a c’hloar d’ho c’hrouer, da ziscleria pegement ez eo braz ha galloudek. Ha pa deu goudeze ar mor da fulori, ar c’houagou da c’hoeza ha d’en em zevel, an tarziou d’en em strinca gant counnar oc’h ar vri hag ar reier var ribl an aod bete lacat an tevennou da grena ; pa glever an trousmor a laca da dregarni a bell ar meneziou hag an traoniennou, pa glever ar vouez pounner-ze a c’holo pep mouez all var an douar, ha ne zonchfet ket clevet mouez Doue he unan o c’hourdrouz ar bec’herien ?
Ia, ar guel euz ar mor a zao speret an den etrezeg an hini n’en deus na fin na comansanmant, n’en deus termen ebet nag en he hed nag en he ledander, etrezeg an hini a so e pep leac’h, en deuz an oll c’hallout, hag a ren an dour evel ma ren an env hag an douar. Eun den difeiz n’en defe nemet chom eun nebeut var bord ar mor da zonjal a zevri, hag e teufe ar feiz da sclerat he speret. O velet ar c’houagou-ze o vont hag o tont ep eana morse, o velet ar mare o tont d’he boent, hag oc’h en em denna adarre d’he heur ep fazia guech ebet, o velet an tarziou mor-ze o chom ato a za pa vezont deut beteg al leac’h merket dezho, e lavarfe credabl eo red e ve eno eun dorn oll gallouduz hag a gas hag a zigas an doureier-ze evel ma car. Mar deo ker bras, ker gallouduz ar mor pehini ne deo nemet eun dra crouet, pe guer bras, pe guer gallouduz eta ne dle ket beza ar C’hrouer ?
Scrijuz eo guelet ar mor pa vez fuloret. Clevet epken an trouz a ra avechou dre eun nosvez goal-amzer, a so avoalc’h evit lacat ar strafuil e calon tud ha ne dint ket aounik. Evelse eur paien euz an amzer guechall a lavare e voa red e vije tri guiscat dir var galon an hini en doa credet da genta mont e bag var ar mor, abalamour an hini a ia d’en em lacat var ar c’houagou-ze eleac’h ne deus nemet eur planken tano etre ar maro hag hen, a so ato e riscl euz he vuez. Ha gouscoude ar martolod a gar ar mor, en em blij var ar mor, ne goms nemet euz ar mor, a ro d’ar mor an hanoiou tenera a ro an dud d’ar re a garont muia. Var ar mor e rank beza evit beza iac’h, evit ma c’hello dic’hourda mad he izili. An douar ne deo ket dioc’h he zoare. Lavaret e ve n’en defe ket a ear avoalc’h var an douar, ne ve ket eno cre avoalc’h an avel, ne ve ket tom avoalc’h an heol, ne alfe ket he zell en em skigna pell avoalc’h, ne ve ket a drouz avoalc’h evit plijout d’he ziscouarn. C’hoez ar goudron a ra cals mui a blijadur d’he zifronn eguet hini ar bleuniou hag ar frouez euz an douar, ha mar goulennit digantha penauz ec’h ell en em blijout var ar mor trubard-ze a deu da veza bez ken aliez a hini euz ar re a gred raont da verdea varnezhan, penauz ec’h ell en em blijout var al lestr-ze eleac’h m’en deus guelet ken aliez a hini euz he gamaradet lonket gant an tarziou hag eleac’h ma ema dalc’h mad he vuez he unan var var, e rai eur min goapauz, hag e c’houlenno diganeoc’h, dichek, penauz ec’h ellit, c’hui Legislann, cousket dizoursi en eur guele eleac’h ma zeo maro ho tad pe ho tad coz ?
Ha perag kementse ? Doue pehini a fell dezhan savetei an oll, a fell dezhan ive e ve skignet he iliz santel dre ar bed oll, e ve prezeget he aviel, ha casset an anaoudegez euz he hano da gement rum dud so var an douar ; ha setu perag eo falvezet dezhan ive e teuje ar mor da veza eun doare hent braz evit mont d’ar broiou ha d’an enezennou ne alfent ket beza darempredet a hent all. Evelse ar mor braz, eleac’h dispartia an eil broiad tud dioc’h eben a deu da veza eul liam etrezho, a deu da veza eur venoden dre behini e kerz ar re so carget da gas sclerijen ar virionez d’ar re so sebeliet e tenvalijen ar maro, epad ma valeont var roudou re all ha ne zonjont nemet e kenvers hag e madou an douar. Red oa eta evit kementse e vije tud hag a raje micher da verdea, da dreuzi ar mor euz an eil penn d’egile euz ar bed, hag a deuje evelse, etre daouarn Doue, da veza evel benviachou evit sicour dougen he hano d’ar broiou eleac’h ne deo ket anavezet. Meulet eta ra vezo da viken an Dreinded sacr, eun Doue e tri ferson, an Tad, ar Map, hag ar Speret Santel.