Eured al laouenannic
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eured al laouenanig.
Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.
Mont ra en-dro ’n effnic cov-guenn,
Da ober en peb-lec’h pedenn.
Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.
— Deut peb-hini gant eun draïc,
Hac allas ! n’eo ket pinvidic,
Da eured etc..
— Me ielo, eme ar c’hilloc,
Hac a gâno caer, en a-raoc.
Da eured etc...
— Me ielo ive, ’me ar fra,
Hac a gasso ganen bara.
Da eured etc...
— Me ielo ive, me ’ar vrân,
Ha ’gasso ganen eur c’hef-tân.
Da eured etc...
— Me ielo ive, ’me ar big,
Ha gasso ganen eur pez kig.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, me ’r geginn,
Hac a gasso eur podad guinn.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ’r c’hefelec,
Hac a raïo coant ar bêlec.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar vioc’h,
Evit zicour da zon ar c’hloc’h.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar goucouc,
Gant ma tabourinn war ma chouc.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ann eostic,
Hac a gâno meur a zonic.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, eme ar scour (scoul),
Hac a ielo da gerc’had dour.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar voualc’h,
Hac arc’hant ganen, bars ma ialc’h.
Da eured etc.
— Me iel’ ive, eme ann drask,
Hac evit reï, a rinco clask.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ’r gazec-coat,
Ha ’gasso ganen eur bec’h coat.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar sparfel,
Assemblès gant ann durzunel.
Da eured etc..
— Me iel’ ive, ’ma ’n alc’hueder,
Hac a gâno a-uz d’ar ster.
Da eured etc...
— Me iel’ ive, ’me ar pabor,
Hac a gano etal ann nor.
Da eured etc..
— Me iel’ ive, ’me ’r gwennili,
Hac a gano war leinn ann ti.
Da eured etc...
— Ha me ive, ’me ar penglaou,
Hac ann dred a ielo hon daou.
Da eured etc...
— Me ive, eme ar pintic,
A ielo gant ann houpperic.
Da eured etc..
Ann hol effned a em gavas,
N’oa nemet unan na zeuas.
Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.
Canet gant Guillemet Plassart, euz ar C’hloastr,
en Montroulés, en miz Genveur, 1877.