Eurus an hini a garo Doue
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eürus an hini.
1. Eürus an hini a garo Doue
Euz e ol galon hag e ol ine. (bis).
2. An den a blijo da Zoue hon Tad
A zo diouallet ha diouallet mad. (bis).
3. En ti hag er park, en deiz hag en noz,
Doue warnezan a skuillo benoz. (bis).
4. Gantan e bried hag e vugale
A n-efo o lod e benoz Doue. (bis).
5. Evel eur wezen, douret he griziou,
Dougen a rei frouez, deliou ha bleuniou. (bis).
6. Mar d-eo pinvidik e rei vad d’ar paour,
E zorn a vo prest bepret d’hen zikour. (bis).
7. Mar na n-euz danve, a n-euz kals gwelloc’h :
Eur galon iac’hus, glan ha leun a beoc’h. (bis).
8. Deuz c’houezen e dal e tebr e vara,
Goude zin ar groaz, hep klem a netra. (bis).
9. Laouen er vue, laouen er maro,
Gant an ele-mad d’an Env e pigno. (bis).
10. Evidout, pec’her, n’ec’h euz da c’hedal
Nemet bue trenk hag eur maro fal. (bis).
11. Pec’her, deus en dro, deus eta buhan,
Rak ganid dija ema c’houez an tan ! (bis).
12. Kemer heb dale hent ar Baradoz,
Pe, m’hen lavar d’id, te gavo malloz. (bis).