N° CIV. — Eürus an hini a garo Doue.
- Eürus an hini a garo Doue
Gant e holl galon hag e holl ene. (2 w)
- An den a blijo da Zoue hon Tad
A vo diwallet ha diwallet mat.
- En ti hag er park, dre-holl, deiz ha noz,
Doue a skuilho warnan e vennoz.
- Gantan e bried hag e vugale
O devo o lod e bennoz Doue.
- Evel eur wezenn douret he gwriziou,
Dougen a ray frouez, deliou ha bleuniou.
- Mar deo pinvidik, e ray vad d’ar paour ;
Stlabeza a ray e arc’hant, e aour.
- M’eo paour a zanvez, en deus ’vit leve
Karantez Doue ha peuc’h an ene.
- Gant c’houezenn e dal en deus paeadra
Da c’hallout dinec’h debri e vara.
- Laouen er vuhez, laouen er maro,
Etrezek an Nenv eürus e savo.
- Ha te, pec’her paour, trenket da vuhez,
Ma varvfes daonet, na pebez truez !
- Pec’her paour, distro ha distro buan,
Rak ganit dija eman c’houez an tan.
- Kemer hepdale hent ar Baradoz,
Pe, m’hel lavar d’it, e kavi malloz.
|