Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 223-236).
◄ Diwar-benn sec’hor hag enkrez an ene | Evit lavaret berr | Gwirionesiou evit beva er-vad ► |
1. — Red eo gouzanv hep klemm holl enkresiou ar vuez-ma ; ar c’hlenvejou, ar poaniou, ar baourentez. koll ar madou, maro ar gerent, an dismeganz hag, enn eur ger, kement tra a stourm ouz-omp. Anken ar vuez a ziskouez d’e-omp ez omp karet gant Doue hag e fell d’ezhan e vemp salvet ; ar boan a zigas an nev d’e-omp a vez kavet gwelloc'h gant an Aotrou-Doue eget kement tra vad-all a reomp hon-unan evit en em gastiza.
2. — Pa vezomp klanv, en em lakeomp holl etre daouarn an Aotrou-Doue : kement-se a blij muioc’h d’ezhan eget kement tra vad-all a c’hellfemp da ober. Ma n’omp ket neuze evit pedi a galoun, sellomp oc’h kroaz hor Zalver ha kinnigomp d'ezhan hor poaniou, evit ma vezint a-unan gant ar re a c’houzanvaz evid-omp war ar groaz. Mar lavarer d’e-omp emomp o vont da vervel, kemeromp an ali-ze e peoc’h ha greomp da Zoue a galoun vad ar zakrifis euz hor buez, evit marvel laouen hag evit plijout da Jezus-Krist. Enn eur c’hoantaat mervel. pa falveze da Zoue, eo e kreskaz mad ho maro da eneou ar verzerien. Lavaromp eta da Zoue : Aotrou, setu me a zira-z-hoc’h ! pa garoc'h e rin ar pez a fell d’e-hoc’h, pa garoc’h e c’houzanvin ar poaniou a zigasoc’h d’in, pa garoc’h e varvin, setu me dira-z-hoc‘h ! Arabad eo d’e-omp kaout c‘hoant da choum beo c‘hoaz evit ober pinijen; ar gaera pinijen a zo mervel hep klemm, pa fell da Zoue.
3. — En em lakeomp ive etre daouarn an Aotrou-Doue, mar d-omp paour ha diantek, mar or beuz riou ha naoun, mar d-omp skuiz, mar or beuz mez ha dismeganz da c’houzanv.
4. — Na glemmomp ket evit koll hor madou, hor c’herent, hor mignouned, en em voazomp da lavaret e-kreiz hon holl boaniou : bez’ e fell da Zoue, ha d‘in e fell ive. Pa varv unan-bennag euz hor c’herent, e-leac’h koll an amzer da ouela hep vad e-bed, pedomp muia ma c’hellimp evit an eneou or beuz karet, ha kinnigomp da Jezus-Krist, evit mad an anaoun, ar boan or beuz da veza ho c’hollet, an diènez hag an diouer or beuz anezho.
5. — Gouzanvomp hep klemm hag e peoc’h an dismeganz hag ar gwall-gomzou, na lavaromp netra pe gomzomp sioul ha gant madèlez oc’h an hini a zo rog ouz-omp. Ma verv hor goad eun dra-bennag, ez eo gwell d’e-omp tevel ken na vezo deut hor spered war he du. Arabad eo d’e-omp klemm oc’h ar re all diwar-benn ar pez zo bet great d’e-omp, hogen kinnigomp kement-se da Jezus-Krist en deuz bet gouzanvet kemend a boan evid-omp.
6. — Bezomp mad e-kever an holl, e-kever hor mistri hag e-kever ar re or beuz da welet war-n-ho, pe ez int bihan pe vraz, kerent pe diavezidi ; dreist-holl, bezomp mad e-kever ar re baour, ar re glanv hag ive e-kever hon enebourien.
7. — Pa reomp eur gourdrouz-bennag eo red e ve great hep beza droug enn-omp ; neuze hep-ken eo e tougo frouez mad. Rak-se, arabad eo d’e-omp kelenn ar re-all, pa vez droug enn-omp hon-unan, hor c’homzou neuze a ve c’houero, kaer or be ; arabad eo ive kelenn eun all a zo droug enn-han, rak oc’h he gastiza neuze, e-leac’h he lakaat da zont enn-han he-unan, e kreskfe an droug a zo enn-han.
8. — N’or bezet avi e-bed oc’h ar madou, an enoriou, ar c’hargou huel nag oc’h meuleudiou an dud ; traou int ha ne dalont netra. C’hoantaomp hep-ken karet Jezus-Krist evel ar re a gar muia anezhan ; ar re-man a zo laouenoc’h gant karantez Doue eget rouanez ar bed gant kement tra o deuz. Trugarekaomp Doue evit m’en deuz great d’e-omp anaout ne d-eo netra madou an douar, rak ar re-man a gas a steiou an eneou da goll.
9. — E pep tra a reomp hag a lavaromp. na glaskomp ket ar pez a fell d’e-omp hon-unan, klaskomp plijout da Zoue hep-ken ; dre-ze n’or bezet enkrez e-bed evit kement tra a stourm ouz-omp, ha mar deu eun dra-bennag gan-e-omp da vad, na glaskomp ket kaout evit-ho meuleudi nag anaoudègez vad an dud. Mar droug-komzer diwar hor penn. na reomp van. ne d-eo ket d’an dud, da Zoue eo e fell d’e-omp plijout.
10. — Ar pez a zo gwella d’e-omp da ober evit mont d’ar zantèlez, zo da genta, miret na rafemp ac’hanomp hon-unan an distera pec’hed zo-ken ; hogen, mar or beuz pec’het enn eur c’hiz pe c‘hiz, siouaz d’e-omp ! arabad eo or be droug ouz-omp hon-unan, red eo neuze kaout keuz ha glac’har hep enkrez, sevel ar galoun da garet Jezus-Krist ha lavaret d’ezhan ne bec’himp mui, dre nerz he c’hras santel.
11 — D’an eil, c’hoantaat beza santel evel ar zent, ha gouzanv pep tra evit plijout da Jezus-Krist, pe, ma n’ema ket ar c’hoant vad-ze enn hor c’haloun, pedi an Aotrou-Doue da lakaat anezhi da zevel enn-omp, rak hep eur c’hoant gwirion da veza santel, ne c’hellimp birviken kerzet buan gant hent ar zantèlez.
12. — D’an trede, lakaat stard enn hor penn ez aimp hag e pignimp d’ar zantèlez. Hen-nez eo an hent ma trec’himp dre-z-han kement tra a har-zo ouz-omp, bete zo-ken an dic’halloudègez hag an diegi or beuz ; anez ober kement-se, an ene, laosk atao, a goues pep tro ma stok oc’h an distera tra.
13. — D‘ar pevare, ober bemdez ar beden a galoun epad eun heur da vihana, ha pegement-bennag e vemp enouet, peger braz-bennag e ve ar zèc’hor hag an enkrez or beuz o pedi, derc’hel da bedi atao, nemet red e ve e gwirionez dilézel ar beden-ze evit senti.
14. — D’ar pemped, kommunia meur a weach er zizun, gant ali an tad-kovesour, rak arabad eo e kommunifemp, ma na lavar ket d’e-omp. Evel-se ive a dleer da ober e-kever kastiza ar c’horf, iun ha dougenn eur siliz ; anez senti, ar c’hastizou-ze, e-leac’h ober vad, a rafe gaou oc’h ar iec’hed, hag a ve d’an ene abek marteze da gaout ourgouill. Rak-se eta ez eo red enn traou-ze senti atao oc‘h an tad-kovesour, a reno ac’hanomp evit ar gwella.
15. — D’ar c’houec’hved, red eo pedi hep paouez, goulenn oc’h an Aotrou-Doue kement tra or beuz izomm, pedi ive hon eal mad, hor zant-paeroun, ha dreist-holl ar Verc‘hez santel, a dremen dre he daouarn an holl grasou a ro Doue d’an dud.
Dioc’h ar beden e teu he zilvidigez d‘an den. Setu ama petra dleomp dreist-holl da c’houlenn oc’h Doue enn eur bedi :
Kenderc’hel da gaout he c’hras santel. An hini a c’houlenn ar c‘hras-se en deveuz anezhi. hag an hini n’he goulenn ket a choum hep he c’haout hag a ia da goll.
Goulenn c’hoaz a dleomp kaout karantez Jezus-Krist ha beza a du gant-han evit kement tra a falvezo d‘ezhan da ober enn hor c’hever, o lakaat evez da bedi atao enn hano Jezus-Krist. An traou-ze a dleomp da c’houlenn enn hor pedennou dioc’h ar mintin, epad ar beden a galoun, pa gommuniomp, pa vezomp dirak ar zakr ha dioc’h an noz pa ziskennomp goulou hor spered enn hon ene, da welet pe zroug or beuz great epad an deiz.
Pa ziroll war-n-omp eun demptasion-bennag, neuze e tleomp dreist-holl goulenn oc’h Doue an nerz or beuz izomm da gaout evit nerzel out-hi ha beza treac’h d’an droug-spered, mar laka traou louz da zevel dira-z-omp. Lavaromp neuze aliez an daou hano santel Jezus ha Mari. An hini a bed a vez treac’h, an hini ne bed ket a vez trèc‘het.
16. — Bez’ e tle beza izel hor c’haloun : arabad eo or be ourgouill evit ar madou, an enoriou, ar spered nag evit netra vad all e-bed or beuz. Nebeutoc’h a ourgouill a dleomp da gaout c’hoaz evit madelesiou all an Aotrou-Doue e-kever hon ene ; bez’ e tleomp enn-enep en em lakaat hon-unan evel tud fall euz ar re falla. ha karet dre-ze e vemp disprizet gant an holl. Arabad eo eta e vemp hevel oc’h ar re a zo fall e gwirionez hag a fell d’ezho e vent kavet gwelloc’h evit an hall. Mar c’hoarvez d’e-omp beza gourdrouzet pe gastizet, na glaskomp digarez e-bed ha pa vemp zo-ken tamallet e gaou, izelaomp hor c’haloun ha digemeromp mad ar gastiz hag ar boan a rear d’e-omp, gant na vezimp ket eur skouer fall. Evit miret oc’h an dra-ze hep-ken ez eo red en em zidamall.
17. — Miromp n’or be c’hoant da veza karet hag enoret gant an dud. N’ankounac’haomp ket lavar kaer sant Fransèz : « N’omp netra nemet ar pez ma ’z omp dirak Doue. » Ar gwella kristen hag an hini a zo izela he galoun a gar ive muia beza disprizet ha goapeet gant ar bed.
18. — Distagomp hor c‘haloun dioc‘h an traou krouet. Ne vezo den birviken evit nijal war-zu Doue ha beza e gwirionez a-unan gant-han, epad ma vezo stag oc’h an distera tra krouet a zo.
19. — Bannomp dreist-holl euz hor c’haloun ar garantez direiz or beuz ouz hor c’herent. Sant Filip a Neri, a lavare : « Seul-vui e karomp an traou krouet, seul-nebeutoc’h a-ze e karomp Doue. » Evit kemeret eur stad a vuez, diouallomp ouz ar pez a fell d’hor c‘herent ; muioc’h e klaskont ho mad ho-unan eget mad hon ene-ni. Ne zellomp ket oc’h ar pez a lavar an dud diwar hor penn. oc’h ar stad a reont ac’hanomp, nag ive ken nebeud oc’h ar stad a reomp ac‘hanomp hon-unan. Red eo dilezel pep tra evit kaout pep tra, eme Thomaz a Kempiz.
20. — Arabad eo ez afe droug enn-omp, n'euz forz petra c’hoarvez gan-e-omp. Mar deu hor gwad da virvi eur weach-bennag, tavomp dioc’h-tu, ken a velimp e vezo torret var-n-omp. Rak-se ez eo mad ec‘h en em lakafemp araok, dre ar beden a galoun, da ziarbenn an droug a c’hellfe mont enn-omp divezatoc’h, ha war gement-man or bezet sonj euz ar pez a lavare sant Fransèz a Zal : « Pep gweach ma voa bet eat droug enn-han, pep gweach, emez-han, en devoa bet keuz. »
21. — Ar zantèlez hall a zo o karet Doue ha karantez Doue a zo oc’h ober ar pez a fell d’ezhan. Bez’ e tleomp eta en em lakaat etre daouarn an Aotrou-Doue ha digemeret a galoun kement tra, fall pe vad, a blijo gant-han digas d’e-omp. Enn hor pedennou, goulennomp eta bemdez ar c’hras da ober ar pez a fell da Zoue. Evit anaout er-vad e reomp ar pez a fell da Zoue, sujomp d’hor mistri ha da gement hini en deuz da welet war-n-omp, dreist-holl d’hon tad-kovesour, rak, eme zant Filip a Neri, « kuit e vezimp da anzavout da Zoue ar pez on devezo great evit senti, gant na vezo ket sentet evit pèc’hi. »
22. — Daou dra zo evit trèc’hi an demptasion :
pedi hag en em lakaat etre
daouarn Doue. En em lakaat etre daouarn
Doue, rak n’eo ket Doue eo a zigas an
demptasion da bèc’hi ; lezel hon tempti
a ra a-wechou evit hor mad, arabad eo
evit-se e ve droug enn-omp, pegen diez
ha peger poaniuz-bennag e ve hon temptasionou ;
izelaomp hor c’haloun dindan
dourn Doue, hag evit beza treac’h,
kemeromp armou ar beden ; an armou
kreva ha galloudusa int evit enebi oc’h
an droug-spered ha rei lamm d’ezhan.
Ar sonjezounou fall ne d-int ket pèc’hejou,
ma ne bleg ket ar galoun d’ezho.
Galvomp Jezus ha Mari, ha ne vezimp
trèc’het birviken. Pa deu an demptasion,
ez eo mad lavaret : guell’ eo gan-en
mervel kentoc’h eget pèc’hi. Mad eo
ive neuze ober aliez sin ar groaz, kemeret
dour benniget ha lavaret d’an tad-kovesour
pe seurt temptasion or beuz.
Evelato, ar wella tra, an dra a zo red
muia evit trèc’hi an demptasion a zo
pedi kalounek hag en em erbedi oc’h
Jezus hag oc’h Mari.
23. — Pa vez sèc’hor hag enkrez enn ene, e tleomp izelaat hor c’haloun enn eur lavaret n’or beuz nemet ar pez or beuz gounezet ; en em lakaat a dleomp ive etre daouarn an Aotrou Doue, oc’h ober gant levevez ar pez a fell d’ezhan. Pa zigas an Aotrou-Doue joa ha dudi d’hon ene, en em lakeomp e doare vad da gaout enkrez hep dale, rak poan ha dudi a zo an eil warlerc’h e-ben ; p’on deuz a-vad anken gwalc'h hor c’haloun, plegomp hor penn dindan breac’h an Aotrou-Doue hag hor poaniou a vezo talvoudusoc’h d’e-omp eget an holl joaiou.