Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 246-247).
◄ Evit lavaret berr | Gwirionesiou evit beva er-vad | Litaniou ar Galoun-Zakr a Jezus ► |
24. — Joa ha poan, kement tra zo war an douar a dremeno. Doue hep-ken hag he c’her a bado da viken.
Ha petra dalvez d’an den beza bet holl enoriou an douar, pa ’z a da vervel ?
Kement tra a den digant Doue, dudi pe anken. kement-se holl a zo mad ha great evit hor mad.
Red eo en em zistaga dioc’h pep tra, evit kaout pep tra.
Hep Doue enn ene, an den n’en d-euz peoc’h e-bed. Nemet karantez Doue hag ar zilvidigez, ne d-euz netra red e-bed ken.
Ne d-euz da ziouall oc’h netra nemet oc’h ar pèc’hed.
Koll Doue a zo koll pep tra.
An hini ne c’hoanta kaout netra er bed a zo mestr d’ar bed holl.
War bouez pedi e vezer salvet, enn eur choum hep pedi ez ear da goll.
Gwell eo mervel eget displijout da Zoue.
Petra-bennag a ve roet evit kaout Doue, ne d-eo ket braz ar pez a roer.
Ne d-euz poan ziez e-bed d’an hini a c’hoar e tlefe beza enn ifern.
Evit karet ar boan, ne d-euz nemet sellet oc’h Jezus stag oc’h ar groaz.
Poaniuz eo pep tra pa ne vez ket great evit Doue.
An hini ne fell d’ezhan kaout nemet Doue, gant Doue a zo pinvidik a-walc’h.
Euruz eo neb a lavar da Zoue a wir-galoun : c’houi eo a c’houlennan ha netra e-bed ken.
Enn eur garet Doue e vezer laouen atao ; o choum heb he garet e vez anken hep paouez.
Gabriel MILIN.