Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 145-146)



Ezen an noz
————


Ezennig flour, ezen dispar,
Buhe an noziou sioul ha peuc’hus,
Te had ar spi war an douar
Gant eur pok dous ha karantezus.

Ar c’hlizen a disken ganit
E kalon ar bleuniou mousc’hoarzus,
Hag int, ’n eur stoui, a ro d’it,
Evel trugare, o c’houez melus.

Er brouskoajou sioul ha didrous,
Da halan a zihun an deliou,
O luskellat ’n o neizig dous
Da vignoned, an evnedigou.

An estig-noz, er c’hoad uhel,
A ginnig d’it e zôn arc’hantet ;
Ha te laouen, a denn-askell,
He doug d’an oabl glas steredennet.

E chiminal al lochennig
Te gân bemnoz joa an tiegez,
Hag e bleo aour ar bugelig
Da ine a drid gant levenez.

D’an dud yaouank o hunvreal
E vouskanez sôn ar garante,
War an dremmou trist ha tenval
E skanvaez koummoul ar vuhe.


Kannerezed, lutuned noz,
Ganit, pell zo, a zo anavet.
Ped gwech, er zaonen hag er roz,
War da askel o deus diskuizet !

Ezennig skanv, mouez ar sioulder,
Pa valeez traouien ha mene,
Da Vreiz-Izel, hon bro dener,
Lavar karante he bugale.

Pa dremenez ’us d’ar mor bras,
D’ar merdead komz eus e vroïg,
Kas d’ean c’houez ar balan glas,
Ha gant douster luskel e vagig.

Ha d’ineou ar Vreiziz koz,
A ouel ennout stad o Bro garet,
Evidomp holl lavar bemnoz :
« Kousket en peuc’h, Breiz ne varvo ket ! »