Abaoe pell amzer e sonjen : Pegoulz e c’hallin-me
Kreski, dre eur zonig ouspen, Kanaouennou Kerne,
Evit gallout, hervez ma c’hoant, Meuli a vouez uhel
Ar gemenerien, pôtred drant, Enor hon Breiz-Izel : Rak nan eus , en nep lec’h, Tud ken sart ha ken dinec’h :
Diskan : Deut holl eta, diredet, Bretoned,
D’o c’hanan en eur vouez,
D’o meuli hep paouez A !
Deut eta, diredet, Bretoned,
Da ganan gant enor Kemenerien Arvor !
Ar vicherourien en hon Bro ’Zo hirie niverus ;
An holl a veul, gant o hano, O labour talvoudus ;
Brudet bras eo ar botouer, Kalvez, milinerien
Mes ar maout ’zo d’ar c’hemener, Ken drant war e dorchen. ’Vit gwir, bravât micher Eo hini ar c’hemener !
Ar c’hemener, pôtrig laouen, ’Zo brudet mad dre-oll ;
Bepred seder, mistr ha kempen, Karet eo gant an holl ;
Gant e deod distagellet mad, E dezennou fentus,
Pep-hini, goneet da vad, A lavar evurus : Ya, en gwir, m’hen lavar, Ma c’hemener ’zo dispar !
Pôtrig yaouank, ar c’hemener A blij d’an holl verc’hed ;
Gant eur zell eus e lagad skler E trid kalon Janned ;
Ar pôtrig-ze a zo ken koant, E gomz ken dudius !
— Gant hennez, heb mar, eme Fant, Me ’vefe evurus !… Rak dinec’h ha seder E vev gwreg eur c’hemener.
Ar Vreiziz koz a lavare : — Paourkez kemenerien ! —
Ne oa ket gouest nao aneze Da dalvezout eun den.
Ar vrud fall-ze, gant an amzer, ’Zo tec’het eus Bro-Vreiz ;
Breman enor ar c’hemener A zo dillac’h ’n hon c’hreiz : Ha n’eus ket eur Breton Muioc’h ter ha dispouron.
Breman, piou a c’hall laret c’hoaz Ar vad a ra d’an holl ?
Ar zervij a rent ’zo ken bras N’hallfomp ket hen digoll ;
Holl hon deus ezom aneza Yaouank, koulz evel koz ;
Paour ha pinvidik, hetomp eta, Gant ar gwellan bennoz, Bue hirr ha seder, Yec’hed da bep kemener !
Tud kalonek a Vreiz-Izel, A boagn bemde, bemnoz,
Da rei ’n hon zouez eur renk uhel D’ar gwiskamanchou koz ;
Barzed Arvor, klaskit an tu Eus ar veskennerien,
En o c’hreiz e verv c’hoaz gwall dru O diagentourien ; Ya, en dud-ze ken reiz Eman stard karante Breiz !
Holl, war ar bed trubuilhus-man, Hon deus enebourien ;
An teod fall ne espern netra Na kemener, zoken ;
Kalz a lavar int gwaperien, Farsourien disprizus ;
Bezomp bepred prest d’o difenn Ouz gevier ken spontus : En peb lec’h, da viken, Bevet ar gemenerien !
|