Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 292-294)



FANTIC ANN NOVE
____


   Ar marc’hadour newez a lavare
Na d’he vartoloded, hac a neuze :

   — Amarret ma chaloup dimeuz ar c’hê,
Ma ’c’h in da welet Fantic ann Nove,

   Ma ’c’h in da welet Fantic ann Nove,
Ha da gass d’ezhi eun habit newez...

   — Na bonjour d’ac’h-hu, Fantic ann Nove,
Setu me deuet d’ho kwelet hirie ;

   Setu me deuet d’ho kwelet hirie,
Ha da digass d’ac’h eun habit newez.

   — Ha d’ac’h, emezhi, marc’hadour newez,
Beza ’m emp eur mab caër evel ann dez ;

   Beza ’m emp eur mab, pewar miz a zo,
Pa gerfet breman, nimp a eureujo.

   — Hoc’h eureuji, Fantic, na allan ket ;
D’eur plac’h a Vro-Zaos ez on dimezet.

   — Na mar gout dimêt d’eur plac’h a Vro-Zaos ;
Me a ra ganit ma c’hant mil malloz,

   Hac ouspenn hini ann ôtrô Doue,
Ken war vor, war douar, ’lec’h ma ’c’h î te.

   — Tawet, Fantic, ha na laret ket se,
Ni hec’h ei hon daou d’al leuriou newez.

   Ar marc’hadour newez a lavare
Na d’he vartoloded, hac a neuze :

   — Disamarret ma chaloup deuz ar c’hê,
Bet am eus malloz Fantic ann Nove ;

   Bet am eus malloz Fantic ann Nove
Hac ouspenn hini ann ôtrô Doue ;

   Hac ouspenn hini ann ôtrô Doue,
Ken war vor, war douar, ’lec’h ma ’c’h in me.


   Na ’n efoa ket ha c’hir peurachuet,
Nac he lestr newez ’zo bet concouret ;

   Nac he lestr newez ’zo bet concouret
Hac he hol vad, hac he vartoloded.

   — Chapel Itron Varia a Gerfot
A lavar ann holl ’zo eur plass dévot...

   Mar keret conserv d’in-me ma buhez,
Me a zavo d’ac’h eur chapel newez ;

   Me a zavo d’ac’h eur chapel newez,
Na deuz a goat sab, en Douar-nevez.

   Ha me a iello breman da Vulat,
Dierc’henn, discabel, ha war ma z road ;

   Dierc’henn, discabel, ha war ma zroad,
War benn ma daoulin noaz, mar gallan pad.

   Mar arri Fantic ann Nove aman,
Et, martoloded, na d’hi zaludan,

   Ha lâret d’ei : bonjour, ma mestrès vad !
Et hec’h ê ho carantez da Vulat ;

   Et hec’h ê ho carantez da Vulat,
Dierc’henn, discabel, ha war he droad,

   Ha mar gall retorn d’ar gêr en buhez,
Hen hoc’h eureujo, Fantic ann Nove !...



Une autre leçon débute ainsi :

   Ken caër evel ar bleûn per,
Pe evel ar roz mezper ;

   Pe evel ar roz mezper
Ez eo merc’hed coste Treger;

   Ispisial Fantic Labbé,
Deus er bloaz-man kezlo newe ;

   A deveus bet eur mab bihan
Euz eur marc’hadour a Rouan...


____________