N° C. — Feiz hon Tud-koz.
- Ar Vretoned ’n o enezenn
A bell amzer a oa kristen
Kent dont en Arvor hon tud-koz
A gare Jezuz e Bro-Saoz.
Diskan.
Feiz hon tud-koz, o feiz santel,
C’houi ’vo bepred feiz Breiz-Izel
Nac’h hon Doue kentoc’h mervel,
Kentoc’h mervel, kentoc’h mervel.
- D’hon sent gwechall e plije-kaer,
Mont betek Rom da welout Per ;
Karomp ar Pab, ivez, d’hon tro :
Ra vezo doujet en hon bro.
- Drezan ’teu d’imp a-berz Doue
Gwir vagadurez d’hon ene :
Ar wirionez, d’he heul an hent
Hon reno sur da vro ar sent.
- Hon sent-gwechall a-dreus ar mor
A zouaras ’n hon Bro-Arvor,
Evit prezeg an Aviel,
Da gristena hon Breiz-Izel.
- Abaoe, ’hed ar c’hantvejou,
O deus tridet hon eneou,
Dindan skeud an daou vanniel :
Kroaz Jezuz hag e Aviel.
- ’Vel hon tud-koz, chomomp bepred
Disi a galon, a spered,
Ha lavaromp : « D’hon feiz kristen,
Treitour biken, treitour biken »
- O Sent hon bro, bezit truez
Ouzimp hed-ha-hed hon buhez ;
Grit mac’h heuilhimp lezenn Doue,
’Vit mont ganeoc’h d’an Nenv, goude.
|