Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me zo kristen ha gant enor.
N° CI. — Me ’zo Kristen.
Diskan.
Me ’zo kristen ha gant enor
Dirak an holl m’hel lavaro :
Beza kristen, kaera teñzor
’-pad ar vuhez hag er maro
- Me ’zo kristen, dour ar vadeiant
Abred a ruilhas war ma zal :
Setu dre c’halloud ar Sakramant
Voe gwalc’het ma ene raktal.
- Me ’zo kristen bugel da Zoue
’N deus ma c’hrouet, korf ha spered ;
Ra vo eta bepred ma roue,
Da c’hortoz an eürusted.
- Me ’zo kristen, ha d’am dasprena
Jezuz en deus skuilhet e wad ;
Ouz e garout, p’eo ma breur hena,
Evidoun-me, na pebez mad !
- Me ’zo kristen ; e-kreiz ma ene,
Ar Spered-Santel war e dron,
Evidoun-me na pebez leve
E gaout gant e seiz donezon !
- Me ’zo kristen ; O Iliz Santel,
Senti ’rin ouzoc’h gant doujans :
Kuzet dindan tommder ho mantell,
E c’hallin kaout dalc’hmat fizians.
- Me ’zo kristen ; ’vel eur beajour,
Dre hent ar vuhez e kerzan :
Madou ar bed a zo re dreitour,
Outo biken n’en em stagan.
- Me ’zo kristen, ha ma banniel,
Daoust da ardou an droukspered,
A zo Kroaz Jezuz, e Aviel :
A-du ganto chomin bepred.
- Me ’zo kristen, ha d’ar Baradoz,
P’eo ma gwir vro, mont a fell d’in :
Eno ’man Doue ouz ma gortoz,
Gantan ’vit mat eürus e vin.
|