Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fiek Javre (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 512-516)



FIEK JAVRE
______


I


   Fiek Javre a barous Prat ;
Braoa païsant a wisk dillad.

   Petra ’dalv d’ehan bea brao,
Na pa eo baraet d’ar maro ?

  P’eo barnet d’ar maro kruel,
Mont da dal porz he dad da verwel ? [1]


II


   P’ee Fiek Javre d’ann offern-bred,
Hen na sonje en drouk a-bed.

   Pa oa gant ann hent ho vonet,
Ur gribieres ’n eûs rankontret :

   — Fiek Javre, kers-te d’ar gêr,
Ha lac’h da vroeg ha da vugel,

   Hag ’vefomp hon daou eureujet,
Da derc’hel hostaleri d’ann Ormet ?

   Da derc’hel hostaleri d’ann Orme,
Ni ’vô braoa daou a vale.

   Fiek Javre, p’hen eûs klewet,
Doc’htu d’ar gêr ’zo distroët.

   Pa oa hoc’h antren bars ann ti,
A oa he vroeg o tijuni ;

   O tijuni etal ann tan,
Hag o roï bronn d’he mab bihan.

   Hag hen o vont gant minn c’hoarzinn.
Ha planta e gontel en-hi.

   — Fiek Javre, ma skoët t-eûs,
Ma skoët e t-eûs d’ar maro !


   Kè d’ glask bêlek d’am c’hovesâd,
Medesinn da stanka ma gwad !

   — Da glask bêlek d’ac’h me n’inn ket,
Nag ur medesinn kenneubed ;

   Nag ur medesinn kenneubed,
Rag ac’hanon a ve komzet.

   — Me ’lâro, trailla kig diwar ’r skabell
’Vinn bet koueet war ma c’hontell.

   Fiek Javre a vonjoure
Er presbitor pa arrue :

   — Aotro ’r person, mar am c’haret,
Da nouï ma groeg e teufet.

   — Petra gant da vroeg ’zo c’hoarveet ?
En offern-veure ’m boa hi gwelet.

   En offern-veure ’m boa hi gwelet,
Hag hi en kreis he joaüsted.

   — O trailla kig diwar ur skabell
Eo bet koueet war he c’hontell.

   Pa oant gant ann hent o tonet,
Tri elemant ho d-eûs gwelet ;

   Oa ur serpant hag un touseg,
Un aer-wiber euz ho redek.

   — Setu aze tri drouk-speret,
Daoust piou ’c’hanomp ’zo en pec’het ?

   Bars ann ti pa int arruet,
Ar bêlek d’ar vroeg ’n eûs lâret :

   — Petra ’zo ganac’h c’hoarveet,
Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet ?

   Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet,
Ha c’hui en kreis ho joaüsted.

   — ’Traitla kig diwar ur skabell
’On bet koueet war ma c’hontell.

   Ur bugelig a oa en ti,
Oajet a daou vis pe a dri :


   — Ma mammig paour, n’em daonet ket,
Offansi Doue kenneubed ;

   Offansi Doue kenneubed,
Rag ma zad hen eûs ho lac’het !

   Fiek Javre a lavare
Na d’he vabig, er mômet-se :

   — Heman a zo ur bugel mad,
Hag a laka krouga he dad !


Kanet gant Marc’harit Fulup.


─────────
  1. Ce début est le même que celui de Le Clerc le Chevanz, page 407 du présent volume.