Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari Tili (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 518-522)



MARI TILI
______


I


   Speret-Santel, me ho suppli,
Ha c’hui iwe, Gwerc’hes Vari,
Rag me a zo sur inkapabl,
Mar n’am sikouret, Gwerc’hes sakr.

   Mari Tili a lavare
D’he zad, ur sul euz ar beure :
— Me, ma zad, ’c’h a da govesed,
Pewar mis ’zo na on ket bet.

   — Ma zad kovezour, m’am c’haret,
Ann absolvenn d’inn a rofet ;
Ann absolvenn d’inn a rofet,
Me n’am eûs grêt biskoaz pec’hed,

   Na ken a oa dec’h ar beure,
’Ris, siouas ! ur pec’hed newe,
Lâras ma zad ’n doa ma maget,
’Lâris d’ehan : — Gaou a lâret !

   Hennes eo ma c’henta pec’hed.
Mari Tili ’zo absolvet.
Eis taol dud ’zo kommuniet,
Mari Tili bep-gwez ’zo bet.

   Dre ma reseve ’n hostio,
Ho zenne e-mês he geno,
Pake anhê ’n ur mouchouer,
Ewit ho c’has gant-hi d’ar gêr.

   Mari Tili, o vont d’ar gêr,
A rankontras he servijer :
— Me, emezhi, ma servijer,
A veo disul plac’h ar gêr ;

   C’hui, emezhi, ma servijer,
A deui’ ’wit tremen hoc’h amzer,
Den er gêr nemet-on n’ vô ket,
Ma zad ’ielo d’ann offern-bred.


II


   Ann den iaouank man a zo êt
D’he asinasion milliget.
P’antreas he servijer en ti,
Lakâs ’r billiad dour da virwi ;

   Lakâs ’r billiad dour da virwi,
Tolas en-hi ann eis hosti,
Oa war ann aoter konsakret
Gant ar bêlek, en offern-bred.

   Ann hostio ’zo em dastumet,
En form ur bugel hec’h int êt.
Mari Tili, pa ’d-eûs gwelet,
Prim, er bugel a zo kroget.

   Prim, er bugel hec’h eo kroget,
War ann daol ’d-eûs-han lakaët ;
War ann daol ’d-eûs-han lakaët,
Tri zol-kontel d’ehan ’d-eûs roët ;

   Tri zol-kontel d’ehan ’d-eûs roët,
Ter zakenn wad a zo strinket ;
Ter zakenn wad kaer ’vel ann de,
Ha n’ distagent ket a-c’hane.

   He servijer, p’hen eûs gwelet,
Da oela a zo em laket :
Ha Mari Tili a lâre
D’he servijer, pa hen gwele :

   Tawet, ’mezhi, ma servijer,
Ann dra-ma na bado ket pell ;
Marc’h ma zad ’zo er marchosi,
M’hen kaso d’ehan da debri !

   Ar marc’h, pa hen eûs bet gwelet,
D’ann daoulinn a zo em strinket ;
Em strinka ’ra ’r marc’h d’ann daoulinn,
Dirag Jesus, hon mestr divinn.

   Tili goz er gêr p’eo arruet,
Er marchosi ’zo em rentet ;
Er marchosi ’eo em rentet,
Hag hec’h eo chommet souezet,

   O welet ar marc’h d’ann daoulinn,
Dirag Jesus hon mestr divinn.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


   Tili goz, pa hen eûs gwelet,
Kerkent d’ann ti ’zo distroët :
— Ma merc’h Mari, lâret-c’hui d’in,
Petra ’r gwad-ma war leur ann ti ?

   — Daou gôg iaouank a oa aze
Na reent met em-ganna bemde ;
Unan anhê am eûs tapet
Ha war leur ann ti diwadet.

   Tili goz, ’vel m’hen eûs klewet,
D’ar marchosi ’zo distroët.
Ema bepred ’r marc’h d’ann daoulinn
Dirag Jesus hon mestr divinn.

   Tili goz, pa hen eûs gwelet,
Kerkent d’ann ti ’zo distroët :
— Ma merc’h Mari, gaou a lâret,
Ha merwel, sur, a vezo rèd !


III


   Mari Tili a lavare,
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne
— Tado, mammo, grêt reflexion,
Grêt d’ho pugale korrection :

   Ur paotr maget diwar ar gwinn,
Ur plac’h a barlant al latinn,
A denn peurvuia da wall-finn !


Kanet gant Charles Gwillermo,
Merer en Koad-ar-roc’h, — en Parous Prat. — 1868.


_____________