Bloaz a vije a-benn dilost miz Genver abaoue ma oa dimezet Per ar Paour gant Soaz an Dienez ; ya, a-benn pemzek de e vije bloaz abaoe ma oant deut da jomm en eun pen-ti, sko e kichen Maner ar C’hagn, e-lec’h ma veve aotrou an Didruez. Madik awalc’h ez ea an traou en dro gant an daou yaouank, abaoue o eured, Per o tevezia tost ken alïes ha bemdez, er c’heariou a ziwardro ; ha Soaz, diouz he zu, oc’h ober war-dro an tiegez, hag a-hend-all o c’hounit eur gwennegig bennak ; rak eun tammig edo kemenerez, ha, pa c’helle kaout labour gwriat, e laboure.
Siouaz ! da zerc’hent an Nedelek, ar gurun a strakas azioc’h o fennou. Pengwennig, ar vioc’h hag o doa gellet prena gant o espern, dre galz a boan avat, Pengwennig a zigouezas d’ezi mont dre laer da beuri e foenneg Maner ar C’hagn ; an Didruez he gwelas, ha pim ! e tennas warni… Tristidigez ! Petra d’ober er pen-ti breman epad ar goanv kalet, hep berad leaz, na begad amann ? Dioueret, a dra sur ! Mes, mar deo eas lavaret ar ger, gouzanv an dra a zo tennoc’h. Hag ouspen ze, nec’h o doa a-hend-all, rak hep dale, eus an eil devez d’egile, e-lec’h daou e vijent tri o chomm er pen-ti…
Eun devez eta war ar genta sizun a viz genver, Per ar Paour, o tevezia gant Herri ar Marichal, a oa bet kaset gant heman da drec’hi mouded du-hont e lanneg Poularbrini. An denvalijen en em led abred d’ar c’houlz-bloaz-ze ; hag an devezour a oa war-nes diskregi diouz e labour, ha klask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas o tont etrezeg ennan eun aotrou. Ya, mar plij, eun aotrou ! Kenta m’her gwelas, e kavas warnan stumm an Didruez ; hag eur sonj fall a bignas d’ar red d’e benn : ober e stal d’ezan. Eun tol mar dre gostez e benn, prim, hag e tiskarfe d’an douar an Didruez, egiz m’en doa diskaret heman Pengwennig en devez-all. Met nan, n’eo ket aotrou Maner ar C’hagn an hini eo, rak an Didruez a zo anezan eur c’hof bras doun ha teo, war eun divesker berr, egiz eun irvinen war he gwriziou moan ha bresk, ha du liou e zrem egiz reor eur billig-krampouez ; e lec’h an diaveziad-man a zo ruz e vleo, eur fri moan ha hir e-kreiz eun dremm eskernek, ha baro ruz-tan dindan e chink. C’houez an dev a deu dioutan, a lavarfed.
— « Ac’hanta ! devezour, emaout o vont d’ar gear gant skuizder da zevez ? »
— « Ya ! eme Ber ar Paour, e var war e skoaz ; mont a ran da welet penôs eman va gwreg ganti du-hont. »
— « Ah ! ya, gwreg a teus ; bugale ivez marteze ? »
— « N’em eus ket evit c’hoaz. »
— « Nemet e c’hellfes kaout marteze ? »
— « Hag hep dale pell, marteze, e-giz ma lavarit. »
— « Ha ! ha ! eme an aotrou ruz, c’houez ar suilh ouz e heul ; m’am bije bet amzer da jomm dre aman, em bije goulennet diganit beza ar paeron. Petra ’lavarez ? »
— « Me ? O ! me, netra ebet. Nemet marteze va gwreg… »
— « Da wreg ?… Da wreg a zo er gear, mad du-ze. Klev ’ta, mar karez, neuze e vezin ar paeron, hag, a-benn eun dek pe zaouzek vloaz ac’han, pa vo deut eur c’hrennard anezan, e kasin va filhor ganin d’am maner. Great eo ar marc’had ? »
— « Ar marc’had a vefe great, rak mat a-walc’h eo marteze ; mes va gwreg ? »
— « Eur stal gaer ; da wreg eo da wreg, ha n’eo ket te eo. »
— « N’eo ket me, nan, gwir ; mes ar wreg eo hanter ar gwaz. »
— « Gaou !… Marc’had great, ya pe nan ?… Ma ’z aimp du-hont betek hostaliri Kabouig da gemeret eun dra bennak ; rak an tan a zo em gourlanchen hirio. Ya pe nan ?… »
— « Lakeomp ya, neuze. »
Hag ez eont o-daou da eva.
En eur zont er-meaz, arôk lavaret kenavo an eil d’egile, an aotrou ruz a ziskrabas an hent bras a-ziwar c’horre gant e voutez, hag a zic’holoas kerkent eur yalc’had aour. — « Dêl ! devezour, setu aman evit va filhor da zont. Dalc’h sonj ! A-benn eun dek pe zaouzek vloaz e tistroïn d’e gerc’hat. Ac’han di, mar en em gavez en diouer, goulenn sikour digant paeron da vab, an aotrou galloudek Pôlig a Gerzatan… »
Souezet, sebezet, goude kenavo, Per ar Paour a droas kein evit dont d’ar gear. Kerkent e klevas eur c’hoarz trenk, skiltr, roc’hellek, hag eun tenn o strakal pounner d’an hekleviou. Distroï a reas e benn : roud na merk ebet mui eus an aotrou ruz ! Tra, tra, nemet c’houez an dev o flêria muioc’h-mui. Ha Per prim ac’hano d’ar gear, hep chomm da varc’hata, troët e zouez en aoun !… Pôlig a Gerzatan, sonjit ’ta, tudou ! Sonjit ’ta !…
En eur zigouezout er gear, Per ar Paour a gavas, ouz e c’hortoz, eur mabig bihan nevez ganet. Met, siouaz ! diwar an taol-ze, e wreg Soaz a jommas pell da stleja war he gwele ; ne deuas ket ar yec’hed d’ezi, ha bloaz bennak goude Per a oa intanv ; hag alies e rankas furchal ebarz yalc’h Paolig a Gerzatan evit sevel ar paour kez minor Erwanig. Rak Erwanig eo e oa bet hanvet ar pôtrig, hep derc’hel an distera kont eus hano Pôlig an Daonet, en doa c’hoant da gaout anezan da filhor.
Koulskoude Per a jomme pouez ar yalc’had aour da vec’hia e goustianz ; ha ne ket hep keuz e wele ar bloaveziou o vont beb eil da goueza e dounder puns distradet an Amzer dremenet ; ha koulskoude Erwanig, dre ma kreske en oad, a greske ivez e furnez : gouzout a rae e gatekiz eus ar penn d’al lost, ha desket bras en doa lenn ha skriva a-benn e zek vloaz. — Koulskoude keuz ha glac’har an tad, hag emichanz ivez pedennou ar vamm eus lein an Nenvou, a denereas kalon sant Erwan ; ha setu eun nozvez, ar zant mat da zihuni Per ar Paour diwar greiz e bennad kousked : « Dihun, Per, ha bez dizaon : me eo Erwan Heloury,
- Bet gwechall breutaër,
- Met hep beza laër.
ar pez a zouezas pobl Treger ! Red eo d’in diwall va filhor Erwanig, p’eo gwir e teus roet va hano d’az mab. Bez dizaoun, me lavar ! Awalc’h e vo d’it roï da Erwanig ar vaz-man, eur vaz korz kleuz ; karg ar vaz a zour benniget ; lavar d’am filhor derc’hel tost dalc’hmad d’e vaz, ha pa deuio an diaoul d’e glask, skuilha dour benniget war al lostek-ze, ha ni a welo pehini eo ar gwella paeron, pe me, pe Pôlig a Gerzatan !
Per, diskredik eun tammig, a zonjas : « Dâl ! nemet eun hunvre n’em eus great ken adarre ! » — Met antronoz vintin, pa baras ar sklerijen, neuze e kredas en doa e gwirionez gwelet sant Erwan, rak ar vaz korz a oa harpet ouz ar gwele. Ha Per da drugarekaat ar Zant, ha da gentelia Erwanig.
D’an abardaez-ze zoken, Erwanig gant e vaz korz a oa o tont diouz ar c’hatekiz. Digouezet e kichen Maner ar C’hagn, e klevas eur c’hoarz a drenv e gein, ha pa droas dispont e benn, eun diaoul, stummet divalo awalc’h evit-se, a lavaras d’ezan : « Me zo deut da glask mab Per ar Paour da zont da gaout e baeron. »
— « Me eo mab Per ar Paour ; va faeron zo er baradoz. »
— « He ! Eh ! He ! Bet eo er baradoz a dra zur, mes n’eman mui, rak me zo deut kuit ivez war e lerc’h, eur pennad brao a zo ; ha breman emomp du-hont e Maner Kerzatan. Deus buhan ’ta da gaout da baeron. »
Hag al lostek daonet a fellas d’ezan kregi e brec’h ar pôtr. Met Erwanig a lammas a-gostez, a skuilhas warnan eur berad dour benniget eus e vaz. « Kerz, emezan, da lavaret d’am paeron e tle beza bras awalc’h da zont e-unan da gerc’hat e filhor ! »
Kristenien ! Mevel Pôlig a zifretas kuit ac’hano daved e vestr ! Hag heman, pa zigouezas e vevel d’en em glemm hep beza great e gefridi, a sankas doun d’ezan e forc’h houarn ruz etre e c’haol. Dioustu daouzek lostek all a voe karget a-nevez eus ar gefridi, hag an Diaoul Kamm a voe lakeat d’o bleina.
O welet eun bevelep strollad o tigouezout, Erwanig a lavaras d’ar c’habiten : « Ah ! paour kez kammig, berr e c’har, ne dalveze ket d’it ar boan dont beteg aman. Great eo va zonj ganin da vont. » Hag hen en hent ganto.
E Kerzatan e oa eur gambr evit Erwanig pa zigouezas. — « Penôs ? eme pôtr ar vaz korz, daoust ha n’eo ket kiounid a welan-me aze e korn ar mogeriou ? Petra ! Kempennomp buhan ar gambr-ze, lorgnez ; ha buan ’ta ! » Eur vrizaden dour benniget d’o sikour ! Fentus e oa o gwelet o welc’hi, o skoti, o tivergla, o spurat, o tigiounida ; int a lamme a-wechou beteg ar zoliou, ken ma jomme o bleo rostet stag ouz an treustou !…
Pa ehanas an abaden, an Diaoul Kamm, hen, na ehanas ket da vleujal evit-se, astennet penn da benn gant e gorf war al leurzi. Red e voe d’ar re all sevel anezan en e zav, ha neuze e voe gwelet e oa hanter-dorret e c’har vat gant ar paour kêz diaoul ! — Hag en eur glevet kement a jolori, Pôlig a Gerzatan a ziredas d’ar gambr gant e forc’h ruz, da lakaat ar peoc’h, eun toullad mevelien kornek war e lerc’h. Seiz mil maliz a yeas doun en e gorf entanet o welet e gabiten kamm e pe stad edo. E oa o vont da c’hourdrouz Erwanig ; mes ar pôtr a grog buhan er vaz korz, hag eur vrizaden dour benniget ivez d’ar Mestr-Bras. Nag hen a lamme ! Nag hen a yude kounnaret ken ma zistone forn an ifern dindan e c’harmou roc’hellek ! Ar ferc’hier houarn o vont en-dro, an diaoulien an eil o toulgova egile ! Tud keiz !…
Hag evel-se Erwanig a voe lezet da zistroï d'ar gear ! — Nemet antronoz vintin e savas keuz da Bôlig. — « Penôs ? penôs ? emezan, me, Mestr ar Forn, a vezo devet gant eur mec’hieg evelse ? Hag eur filhor d’in ouspenn-ze ? O ! O ! nan, ne vezin ket emichanz, m’hen tou war va forc’h, va lost ha va c’herniel ! » Hag e tibabas eun toullad eus ar gwella, ar gwasa, ar c’hrisa, ar spontusa e-touez e vevelien, da vont war-lerc’h e filhor. Ha setu strollad an diaoulien lostek gant o ferc’hier houarn ruz da glask penn ouz pôtr ar vaz korz.
Piou a oa en o fenn, a gav d’eoc’h ?… An Diaoul Kamm adarre, bizier loaek gantan, abalamour d’e c’har vat hanter-dorret ha blonset epad abadenn ar gampr. Ya, lavaret a ree, hen, e teuje a-benn eus e gefridi d’an eil gwech pe e kollfe e hano, hag e karfe dont da veza kamm eus an daou du.
Erwanig, hen, d’ar c’houlz-ze, o welet an noz o vont bremaïk da goueza war e c’horre, a reas e zonj da vont da glask goudor en eun tu bennak. Ar genta dor a gavas e oa dor eul lochennig, savet e gwasked eun dorgen, war beven eur c’hoad, egiz eun neiz gwenneli savet e gwasked eur post dindan eun dôen. D’ar c’henta taol a skoas e teujod da zigori d’ezan, rak n’eus ket gwelloc’h eget ar paour da zikour ar paour. Eun intanvez, yaouank c’hoaz, eo a veve el lochen gant eur verc’h a zek pe zaouzek vloaz, plac’hig koant eus ar c’hoanta. Eur skudellad zouben an avalou douar a oe fardet d’ar beajour yaouank ; ha goude koan hag e bedennou, o veza ne oa nemet eur gwele en ti, ar paotrig a c’hourvezas war eun duilh plouz.
E oa zoken e-kreiz an noz oc’h hunvreal d’e vaz korz ha d’e zant paeron pa zihunas gant ar c’hement a drouz hag a strak a leunie an ti. C’houez ar pilhou suilhet hag an tont devet a gleve ivez, ha neuze o tansal e wele eun toullad goulaouiou, a zaou da zaou, lugernus evel tan. Kerkent ma c’hellaz enaoui al lutigen rousin, neuze e welas piou a rea ar reuz. — « Ah ! gagnou, emezan, en eur zevel ; c’houi adarre ? Gortozit ac’hanon ’ta ! »
Bzit !… Bzit !… An dour benniget er-meaz eus ar vaz korz.
— « Awalc’h ! Awalc’h ! Ah ! Yaou ! » a vleujas an diaoulien.
— « Awalc’h ? eme Erwanig ; ya, mes hepken ma teuit a-benn, arôk ar goulou-deiz, da zevel endro d’al lochen-man eur maner eus ar c’haera ! »
— « Awalc’h ! Ya, ya, ar maner a vo savet ! »
Emichanz sikour a deuas d’ezo diouz Kerzatan : mansonerien, kilvizien, eskennourien, marichaled oa anezo. Beteg ar mintin ne gleved nemet mein o trailha, morzoliou o skei didruez, eskennou o skrignat o dent, annezou o tiston, ha me oar, me !… Ar pez a ouzoun eo, pa strinkas an heol-mintin e vannou kenta dre an oabl, endro d’al lochen, e oa war zav eur maner dispar, mogeriou uhel, gant dorojou bras, endro d’ezan. En eur c’horn-tro, an diaoulien a c’hortoze beza lezet da vont ac’hano. — « Tostaït aman, gagnou ! » eme Erwanig hag e skuilhas warno eur vrizadenn diveza ! Eur jolori spountus a zavas etrezo, kerniel an eil o toulla egile. Gwasoc’h c’hoaz ! An hini kamm, brevet e c’har vat d’ezan etre daou pe dri damm, a oa red d’ezan beza kaset d’ar gear war eur c’hravaz daoubennek.
En eur ober an nozvez-ze, a-benn ar mintin, Erwanig en em gavas koseat ha deut da zen yaouank ; merc’h an intanvez ivez a oa anezi eur grouadurez gaer, eur boked a yaouankiz. — Eur pennadig goude, amzer da Erwanig da vont da glask e dad, e voe eureujet pôtr ar vaz korz gant e zousig koant. Lod a lavar zoken ez eo sant Erwan Heloury a ziskennas diouz lein an Nenvou, da skoulma an diou galonig yaouank. Ar pez a zo gwir da vihana eo penôs, en o maner, nag Erwanig nag e bried na ankounac’heas morse e oant bet paour gwechall. Hag o daou ez ejont war eün-tenn d’ar Baradoz, pa varvjont, dre zikour sant Erwan, petra bennak ma oa bet Erwanig ar Paour.
Filhor da Bôlig a Gerzatan.