Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 77-86)



BLAZ AR JISTR !…


————


— « Neuze ’ta, Herve Stroalleg, e c’hellan fiziout warnoc’h ? »

— « Ya, ya, aotrou ; ken gwir ha ma ’z eo c’houi ar mear ganeomp du man e parrez Poulbrug, e kasin d’eoc’h eur varrikennad jistr ; mes, klevit mad, hein ! jistr eus ar gwella, n’eo ket jistr avalou pin na karotez gwenn. Ne vezo ket eur fall d’eoc’h doura genou ha korzailhen gant hennez. Bezit fizians ennon, aotrou mer, rak, evit ar wech, ni zo bet daou vignon bras ha mignoned eveldomp-ni ne glaskont morse en em douza etrezo. — Ha koulskoude, sellit, gwelloc’h e vefe ganin ma c’hellfec’h kaout eur pennadig amzer evit dont, hoc’h-unan, da danva ar jistr du-man. »

— « Tra, tra, Herve Stroalleg, n’hellan ket mont ; n’em eus ket amzer. Mes fizia ’ran warnoc’h, mignon koz ; dibabit d’in ho kwella jistr, ha breman kenavo ar c’henta gwelet. »

— « Mâ ! Kenavo, aotrou mear, kenavo eur wech all ! » Ha goude eur stard-daouarn, an aotrou a zistroas d’e labour ; ar c’houer a bignas en e wetur, a zistagas eur c’hwitelladen hir, ha Bailh, ar marc’h dall, hep gortoz an taoliou skourjez da larda e gostennou d’ezan, a gemeras penn an hent a gas diouz Douarnenez da Barrez Poulbrug.

Hag en eur ober hent, e-pad ma vleine Bailh, e varc’h dall, Herve Stroallek a zonje : « Deomp d’ar gear da genta-penn, evit distrei goude-ze da Germoal, rak gwelloc’h merouri eo Kermoal eget Kerdrizek, da vihana evit kaout jistr, rak evit ar pastur hag an ed ne lavaran ket, feiz, nan ! — Huo ! Huo ! ’ta ! Bailh, petra ’zonjez, paour kez dall, ha ne weles ket emaout o vont da doulbenna e-barz ar foz ? Ac’hanta ! Bailh droch, deomp gwelloc’hik ganti. Arabad kousket a-hed an hent bras, p’ eo gwir, gouzout a rez, e rank da vestr mont en abardaez-man betek Kermoal evit tanva ha dibab eur varrikennad jistr, jistr eus ar gwella, evit an aotrou mear ! Sou ! Bailh dall ! Sou ’ta ! »

Pa zigouezas Herve Stroalleg e Kermoal, e oa tostoc’h da bemp eget da beder heur. Mam ar merour du-ze, Katellig Fri-butun, a oa da vad oc’h ober tan dindan eur podhouarnad patatez plusk hag all ; hag ebarz kougn al ludu, dindan an anduilhenned, ar eontr koz, bouzar hag hanter-zall, relegou amzer ar Chouanted, a jache war e gorn-butun berr ar muia ma c’helle, ar moged o tua e fri d’ezan.

— « Eman koan war an tan ? Hag ar jistr ? Pe vlaz a zo gantan ? » a c’houlennas Herve, en eur zont en ti. — Ar yontr ne finvas ket ; e gorn ne ehanas tamm da zislonka bouilhou-moged. Katellig, war he daoulin e-tal an oaled, ne ehanas ket ivez kennebeut da renka trojennou kaol sec’h en-dro d’he fod-houarn. — « Ah ! emezi, va mab, evit lod eus e C’houel-Mikêl, en deus lakeat a gostez evidoc’h eur varrikennad jistr bennak, evel kustum. Du-ze emaint, e-barz an ti-koz en tu all d’al leur ; daou seurt a zo eus ar jistr, c’houi ’welo. »

— « Pehini eo ar gwella ? » a c’houlennas c’hoaz Herve, en eur gemeret alc’houez an ti-koz.

— « Feiz d’am Doue ! eme an hini goz fributun, diez a-walc’h eo gouzout. Tanvaït da genta, ha grit ho tibab goude-ze ! »

— « Mad ! mad ! Hag e rin », eme Herve, en eur dreuzi al leur.

Ebarz an ti-koz, e wel diou varrikennad tennet a gostez. N’eus ket da fazia : ar re-ze eo e re. Tapout a ra krog er skudel diwar eur skabel gam, ha, war bennou e zaoulin etre an diou varriken, e tiskenn eur skudelladig eus an hini genta. N’eman ket seizdaletoc’h evit eva, en eur pennad, beteg ar berad diweza en doa tennet. E zorn a dremen mont-dont war e gof ; e deod a dro en e c’henou, hag a deu war e vuzellou da bourmen. Komz a ra outan e-unan : « Mat ! mat eo ! Pod an dien ! » Hag eur pennadig e chomm da zonjal, evit rei amzer d’ar jistr da ziskenn gant e hent :

« Jistr sec’h eo hennez ; skraba ’ra an diabarz, ha, dre ma kosaio, e teuio da veza skler, tostik egiz dour-red. Jistr eus ar c’henta evit dibri, mat da zikour an den da gaout naon… Pôtred diwar ar meaz a c’hell en em ober dioutan ; mes pôtred kear, liou krampoez Kemper war o beg, pa vo lonket eur picherad ganto eus an evach-ze, ah ! malloz ruz ! setu neuze koz tudigou hag a vranskedilho war o divesker ! »

Eun taolig tro da bluen an eil bariken, evit leunia a-nevez e skudel. Pebeuz liou ! pebeuz c’houez ! ha pebeuz blaz ’ta ! — « Dous egiz mel ! Me gred e rafe gwelloc’h heman stal an aotrou mear ; rak e kear n’eus, kouls lavaret, nemet lipouzerien, hag ar jistr-man ne ra ket muioc’h bec’h war ar penn eget lez dre zïen. N’eus forz, ma ne vije red d’in selaou nemet va c’hoant va-unan… »

Hag e tiskenn c’hoaz eur skudellad leun-tenn eus ar genta bariken. — « Ah ! koulskoude, bouldachou ! e karfen rei d’ezan eus ar gwella ; mes gouzout pehini eo ar gwella, aze eman an dalc’h. An aotrou mear, a gav d’in, a vefe gwelloc’h gantan ar jistr sec’h, eun tammig c’hwero, dre ma skrab en eur ziskenn… Mes n’eman ket e-unan er gear ; n’eus forz penôs, eun hanter-dousen itronezed pe dimezelled, (me n’ouzoun ket dishanvalat ar varc’hadourez-ze), a zo en e di d’an taol izella : e hini goz, e c’hoarezed, e verc’hed, ha me ’oar, me !… Dont a ra da zonj d’in, e blac’h loudouren a jomme er meaz a gont… Hag ar merc’hed, ar re-ze a gav ken mad an traou dous, m’am eus c’hoant da gredi e redfent d’en em veuzi d’ar mor, ma vefe bet ar mor dour-vel e-barz. Neuze, kas d’ezan jistr dous, e verc’hed a zizec’ho buan ar varrikennad… Gwasa ma vez, gant ar jistr dous e vez tommet d’an dud, muioc’h c’hoaz d’ar merc’hed eget d’ar wazed. Oh ! Tra, tra, arabad d’in mont da vernia war va c’houstianz pec’hejou merc’hed an aotrou mear, rak eur zamm brao am eus gant pouez va re va-unan, ha peadra d’in d’ober ganto, siouaz Doue ! » Hag ec’h ev e skudellad.

— « Mâ ! Tanfouich brein ! Aze n’eus na rak na perag ! -- Evidon-me, ar jistr sec’h a zo trec’h d’ar jistr dous. Koulskoude marteze e klevin trouz ha rebechou. Alies da welet an aotrou mear e teu genaoueien eus Pariz, Gallaoued begou-fall !… Ha pa na vezer ket boazet outan, ar jistr sec’h a gaver blaz c’hwero d’ezan ; e lec’h ar jistr dous a ra egiz allazig d’ar stomok… » Hag ar paour kez Herve Stroallek a gendalc’h da danva an daou seurt jistr, hag int, o daou, mad-dreist.

— « Satordallik ! Biskoaz kemend-all ! »

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Herve ? » — Ar merour Gwilhou Tortig-Kamm, an hini a zo distroet d’ar gear diouz ar park gant e gezeg, hag a zo deut da gaout ar « mestr ».

— « Te ’zo aze ? Hag ar yec’hed, niz Gwilhou ? »

— « Mont a reomp endro ganti egiz diagent.

— « Digouezet mat out, Gwilhou : oc’h ober eun dibab jistr emaoun evit Ludueg, hon aotrou mear, ha, feiz d’am boutou ! nec’het a-walc’h ez oun ! »

— « Mâ ! Tonton Herve, va daou seurt jistr ’zo mat o daou. Em barrikennou n’eus ket jistr badezet ; va jistr a zo dour avalou, n’eo ket dour punz, na dour-red. »

— « O ! gwelet a-walc’h a ran… mes lavar d’in da c’hoant, te ! »

— « Piou, me ? Feiz ! ganin-me eo kerkoulz kaout eus an hini sec’h. N’eus ket e bar evit gwennât an dent ; ha, pa vez great « flip » bero gantan, eur banne hini krenv en e douez, e plij kenan-kenan da vouzellou al labourer. »

— « Ha koulskoude ar jistr dous a zo magadurez, ha yac’husoc’h eo ive, war am eus klevet…

Pehini da gas d’al Ludueg neuze ? »

— « Aze ’man an dalc’h, tonton Herve. »

Hag ar skudel a gemer hent o genou, ha meur a wech c’hoaz, mes penôs ober ?

— « Pep ! pep ! eme Tortig-Kamm. Hag en eur ober eur c’hemmesk ganto o daou ? »

Mes ar c’hemmesk ne dalvezas netra, netra !

— « Gwelloc’h eo pep-hini anezo en e gostez. N’eus nemet eun dibab da ober etre daou. Kement-se n’eo ket gwall-denn. Kenavo, tonton Herve ! »

Ha Gwilhaouig d’e varchosi da voueta e gezeg.

Met Herve Stroalleg ne flachas ket diouz kostez e varrikennou, hag an noz a deue. Eur wech kouezet an denvalijen endro d’ezan, e savas koulskoude diwar e zaoulin.

— « Ma ! emezan, ar pep gwella am eus da ober eo goulen he ali digant va gwreg, ha distrei varc’hoaz vintin. »

Renka a reas ar skudel war ar varriken ; e dok, avat, a jommas war al leur-zi, hag, en eur vont er-meaz, e tizonjas alc’houeza an nor war e lerc’h. Siouaz ! re a draou oa o tansal en e benn !

Daou hent a gas diouz Kermoal da Gerdrizek : an hent bras ez eus kalz a dro gantan, e-lec’h ar wenojenn eün-tenn a droc’h kalz berroc’h, nemet ma tremen dre lanneg « Toull ar C’horrig ». Herve Stroalleg a gemeras ar wenojenn, e-giz m’edo boazet ; ha neuze, an noz a oa sioul ha kaer, hag al loar a lugerne skler en he c’hann. An avel a skube dirazan war an oabl koumoul du a-doulladou, hag a c’houeze war ar paour kez Herve ken didruez ma kornigelle eus an eil tu d’egile : « Avel daonet, emezan, ne deu ket mez d’it ? Brao eo d’it gwallgas eun den ken skuizet e zivesker outan e-giz ma ’z oun. » Hag e tiskoueze e zaou zorn d’al loar, egiz p’en dije bet c’hoant da zistaga eur jotad, eur javedad bennak ganti !…

E-kreiz al lanneg, ar wenojen a dremene dre gichen eur menhir, eur peulvan uhel-zavet, hanvet « Biz ar C’horrig » pe c’hoaz « Toull ar C’horrig », rak an holl dre ar barrez a grede start e oa kleuzet ar peulvan en diabarz, ken ma tistone egiz eur c’hloc’h pa skoed war e du diavez. Hag e kleuz ar menhir e oa o chomm eur c’horrig ken kriz e galon ha mein e di, hag a bep seurt siou fall en e greiz. Gwechall en doa laeret meur a blac’h yaouank diwardro, hag Herve en doa sonj, pa oa bihanik, e yontr Laou-Pik a oa bet kavet beuzet gant ar C’horrig el lanneg-ze, ebarz eur rouden-gar ha na oa ket muioc’h a zour enni eget n’en defe gallet eva. Ha koulskoude Laou-Pik ne eve ket kalz a zour ! Hag a-greiz kement-se, Herve ne goll ket kalon : « Ar C’horrig, emezan, n’en deus krog ebet nemet war ar bec’herien. Ha me, tanfouich, me ’zo didamall va c’houstianz ! » Ha koulskoude, en eur vont gant e hent, eun diaoul ifern bennak a lavare d’ezan : « N’ e teus ket sonj petra ’teus great abaoue da Bask ? Epad an oferen-bred ne rez nemet mont da eva eur chopinad a-hed ar zarmon ; ha fest ar vaz a teus bet koaniet eur wech da wreg ganti, abalamour ma tagnouze re. Ha neuze bremaïk e teus evet, da vihana, eur bailhad jistr diwar goust da verour ha great koll d’ezan. Laer ! Ever ! Riboter ! Kanner ar merc’hed ! Boued ar groug ! Daonet ! Milliget ! Mab an diaoul bras hag e gerniel !… »

Ha setu Herve Stroalleg o krena an derzienn, rak re wir eo, siouaz ! pec’het en deus ! Hag e talc’h da vont gant ar wenojen, lann berr en daou du d’ezi, a-wechou eün, a-wechou a-zehou pe a-gleiz, rag an avel, emichans, a rae d’ezan souza.

N’eus forz, a-raok bepred ! Hag, evit krena nebeutoc’h, e kan hag e c’houitell, beb eil tro, eur ganaouen ha n’en doa bet morse spered a-walc’h nemet evit deski ar poz kenta anezi :

Selaouet holl ha selaouet,

Tran lar di reno,
Eur zon a zo nevez savet,
Tran lar di ra lan la,

Tran lar di reno !…

Eman sko er menhir : n’eus mui nemet eur c’hammed bennak da vuzula, hag e vezo en em dennet kuit dibikous !

Mes, siouaz Doue ! e-pad ma tiskane « Tran lar di reno », da vihana evit ar seitekvet gwech war-nugent, pouloudoufez ! setu Herve Stroalleg a-stok korf o vuzula an dachen, hag e fri tougn oc’h arat douar kerkouls ha soc’h an alar, ha, gwasa ma zo, kement-se hep d’ezan gouzout netra krenn. « Savomp adarre, emezan, abarz koueza mui ! » Ya ! mes eur zamm iskiz a bouez war e ziouskoaz, hag e rank chom da bokat d’an douar. Droug ennan, e tiswink muioc’h-mui ; mes diou c’har dir a zo skoulmet en-dro d’e c’houzoug ken en deus poan dialana, hag eur goz vouezig a gomz outan, lemm ha roc’hellus e-giz rojou « Karrig an Ankou » o wigourat e-pad an nozveziou goanv :

— « Petra, mignon Herve, penôs c’hoantât tremen e-biou d’am zi hep dont da lakat eur c’hornadig butun gant ar C’horrig ? »

— « Va buez ! N’am lazit ket ! Va buez ! »

— « Laza ac’hanout, mignon paour, an dra-ze n’eman ket ebarz. Bezomp mignoned kentoc’h, petra ’lavarez ? »

— « Oh ! ya, Gwerc’hez santez Anna, maeronez va gwreg ! Lezit ac’hanoun, aotrou Korrig, mall eo ganin distrei da gaout va gwreg… »

— « … Evit larda anezi gant trojenn ar skubelen, evit digas d’ezi muioc’h a c’hoant kousket ? »

— « Va buez ! Forz va buez ! Ne rin ken ! »

— « Gwaz a ze neuze, rak ar gwragez o deus holl ezomm da danva alïes, gant o choug, blaz ar geuneuden…

Me ne ran ket forz, mes, en abardaez-man, eo du va fenn : deus ganin d’am zi, hag e konti d’in kontadennou mam-goz d’am diskuiza ! »

Ar C’horrig a lammas en eur berniad douar goz, a frankeas an toull, hag a zachas Herve baour, diwar-bouez e vleo, ken na zigouezas e-kreiz ar menhir !…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Aotrou Doue ! Biskoaz kemend all a binvidigez ne lugernas dirak daoulagad Herve Stroallek ! Ar mogeriou a oa goloet gant peziou aour ha mein fin, beb eil renkad, hag al leur-zi a oa great gant peziou ugent real ; war an daol, goloet gant eun doal, eun doucher bilheji-bank hag arc’hant paper, e oa eur varrikennad gwin-ardant ; ar sklerijen a deue en ti n’ouzon kalz mui dre belec’h an tanfoeltr !… Herve Stroalleg a jomme sebezet-oll.

— « Diwall da laerez netra ! eme ar C’horrig. »

— « Aon ebet da gaout, eme Herve ; biskoaz n’em eus laeret talvoudegez eur spilhen… »

— « Hag ar jistr laeret bremaïk diwar goust da verour ? »

— « Heman a oar pep tra ! a gredas ar mezvier. »

— « Alo ! mignon, kan d’in ar zon a deue ganit, bremaïk. »

— « Nan ! n’ouzon ket kana ! eme Herve, droug ennan. »

— « Nan ? n’ouzout ket ? Ma ! en em denn ac’han, mar gellez ! »

Ker buhan, an noz a deuas en ti, epad ma tiskorde ar C’horrig kriz da c’hoarzin. Herve a ya d’ar voger, a c’hoari an dro d’ezi ; mes poan gollet ! N’eus toull dor ebet, ha kaer en deus troï ha distroï, ne gav digor ebet. Skuizet o klask, e kouez d’an douar, hanter-varo, epad ma klev ar C’horrig digalon o c’hoarzin gwap !…

Antronoz vintin, Herve Stroallek a oe gwall-nec’het, pa zihunas en e wele-kloz, e-barz Kerdrizek. « Ha koulskoude, emezan, n’e ket hunvreal am eus great. Nan, rak droug am eus c’hoaz em bleo hag em divesker… Aotrou Doue !… Hag ar C’horrig ?… »

— « Petra ? mezvier, gourlanchen frank, lonk-e-zizun, koll-bara, dic’houilhez, debr-spered, torr-penn ? N’out ket eat c’hoaz d’ar bed all, amprefan ? Hag eur c’hristen a dlefe distaga korfajou evelse ? »

E wreg eo a gomze d’ezan en doare-ze, en eur welet anezan o tigeri e zaoulagad ker frank ha p’en dije bet c’hoant da zibri yod-kerc’h pe grampoez ganto.

Kerkent e teuas en ti Jermen au Troadeg, an devezour koz, bet o voueta ar c’hezeg.

— « Ac’hanta ! eme an devezour, en eur c’hoarzin, panevedon-me, Herve, e vijes bet c’hoaz du-ze, etal menhir « Toull ar C’horrig ».

— « Ya, eme ar wreg, pec’hed eo bet d’eoc’h koll hoc’h amzer da zigas an toull-jistr-ze d’ar gear, dec’h d’an noz. »

— « Ma ! eme Jermen, poan a-walc’h am oa bet gantan, kement m’am oa goust da c’hoarzin. »

— « Ha koulskoude ne oa ket peadra ! eme Herve. »

— « Eo da ! Red e vije bet d’eoc’h beza bet o welet anezan o troï endro d’ar menhir, o klask tremen dreizan… »

— « Tremen dre ar peulvan ? »

— « Ya… hag o youc’hal a-bouez-penn e oa klozet e-barz gant ar C’horrig ! »

Herve Stroalleg a zistagas c’hoaz eur pennadig kousked. Pa zavas, e oa dizonjet e hunvre gantan ; n’en doa mui sonj, zoken, pe vlaz oa gant jistr e verour Gwilhou Tortig-Kamm, e Kermoal du-ze, en tu all da lanneg « Toull ar C’horrig ».