EN ENOR DA SANTES TEREZA AR MABIG JEZUZ
————
N° LXXXIII. — Gant fizians vras ni ’zeu d’ho pedi.
- Gant fizians vras ni ’zeu d’ho pedi,
Tereza ar Mabig Jezuz,
Peogwir ’fell d’eoch hon darempredi
Goude ho maro eurus.
Diskan.
- Selaouit pedenn ho pugale,
Ha lezit da goueza warne
Ar gliz roz a raio hepdale
Diwan bleunv kaer en o ene. (2 w).
- C’houi c’hoarezig dinamm an Aele(z),
Na stokas kammed fank ar bed
Ouz ar sae ken gwenn ’wiske hoc’h ene.
Mirit hon c’halon glan bepred !
- Grit d’imp heulia hent ar vertuziou,
Ha dreist-holl santelaat ar boan,
Beza, pep-hini, ’pad e zeiziou,
Kristen direbech ha dizoan !
- « An Nenv a zo evit ar bugel »,
Hervez komz hon Salver Jezuz,
Er skol ganeoc’h lec’h klask ’n em sevel,
Ni ’vo doujus, karantezus !
- « Ar Baradoz, ’vidoc’h ’n em guze
En Osti Sakr » pa oac’h aman ;
Hon renit ’ta da gaout an hent-se
Ha deskit d’imp komunia(n).
- Grit ma welo sklaer-mat hon spered
Talvoudegez an oferenn,
Kaera tra c’hallfe beza klevet,
Hag a c’hras ar wella mammenn.
- Dreist-holl ra vo deiz santel ar sul
Roet da Zoue penn-da-benn ;
Eno peurvuia ’man ar muzul
Eus talvoudegez ar c’hristen.
- Lakait da sevel ’n hon parroz,
Tereza, bleuniou kaer ha stank,
Ma vo gyelet bemdez ha bemnoz
Furnez e-touez an dud yaouank.
- Lagad Doue ivez a baro
War hevelep eneou kaer,
Hag en o zouez sur e tibabo
Ar re ’savo ouz an Aoter.
- Hag ar Werc’hez, e Vamm vinniget,
’C’hallo gwelout gant levenez,
Muioc’h a verc’hed yaouank douget,
Da veva ’n he Breuriez.
- Pedit ma vevimp er santelez,
Dre ar garantez unanet,
Ha m’erruimp er Rouantelez
’Lec’h m’oc’h gant Doue kurunet.
|
Y. M. G.
Imp. 18-1-29 H. Trehiou, v. v.