Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 8)



Gouen ar Vretoned
————


Da F. M. DENEZ, Lennon.


Dizaon rag ar maro hag en emgannou taer,
Doujansus d’ar vaouez, d’ar re zinerz tener,
En hano ar Frankiz hor Gourdadou ’drec’he
Eus ribl mor ’n Hanternoz betek mor ar C’hreiste.
Hirio, koz ha yaouank eus a Vro Vreiz-Izel
A ro d’ar Frans karet harp start ha gwir skoazel :
Hor zoudarded kadarn, hon tud a vor dispar
A gouez dre gant ha kant da zifenn he douar.
Den n’en deus o gwelet en talben o kila,
Er Marn, er Som hag all o c’haver ar gwella.
Epad kement asailh pa glasker o diskar
E vent ’vel leoned, n’o deus morze o far.
E pep lec’h e skoont egiz eun horz houarn ;
Malloz d’an neb a gouez ganto en o daouarn !
Ar memez gwad eta a red en o gwaziou,
Ploum e talc’hont o fenn e-kreiz an dispac’hiou.
Enebi a reont koulz ha kerrek hon bro,
Reier hon moriou rust ha derc’h hon gwez dero.

Ar German e-unan en deveus diskleriet :
« Ar zoudarded kenta ez eo ar Vretoned. »
Ma tleomp lavaret : « An holl ’ra o dever,
’Zo dare da c’houzanv poaniou kriz ar merzer »,
’Ve reiz embann ivez, diskuilha e pep giz
’Eo stankoc’h an truach paeet gant hor Broïz.

Vertuziou ar c’hiz-se, tra a-berz tad ha mamm,
A ro, sur, testeni d’eur Ouen glan ha dinam !
Bale a reomp, eta, war roudou ar Gelted,
E sklèrijen an deiz hor banniel displeget [1].
Kalz, pa vefont distro a gano en o c’hreiz :
« ’Vit rei ha skei atao, n’ eus egiz paotred Breiz ! »
Ha ni a gar skriva : « Dindan ar boulejou
« Koulz hag en trancheou, er garva stourmajou,
Laouen, drant ha dinec’h, paotred sart, krenv, hardiz,
Tud dihun ha dispont, sed aze ar Vreiziz ! »

Ra vo miret o YEZ, kendalc’het o GIZIOU !
Da rei he seo d’o gouen ez int, sur, ar gwriziou.

(Mezeven, 1915).

  1. « Dan nawdd Duw, yn ngoleuni y dydd » Dindan skoazel Doue, hag e goulou an de, ger stur ar Gelted, a zo skrivet war vanniel ar « Gorsedd ».