Pa oa ’n heol o kuzat ’vel eur voul alaouret
A-dreon torgen Kador glazard ha morgousket,
Me ’oa e garridou tour parroz ar Fouilhez
A belec’h e welen betek lein ar menez.
Denved ha pennou-saoud ’c’holoë an henchou
O tistrei deus peuri ’vit gounit o c’hraoiou.
Trouz ebet ne gleven, foet ebet ne strake ;
Ar vugale ’oa mud, nep kristen ne gane…
’Vel-se, d’an abardaez, gand eur spered mored
Va-unan ’n em gaven dirak Doue ar Bed,
Pa zutas eur voualc’h dre he holl vouez nerzus :
« Fizians ! Ho pet fizians !! Ar Spi ’zo eur vertuz ! »