Gwech’all ha brema

D. Derrien, 1902  (p. 80)



GWECH’ALL HA BREMA
————

Gwech’all goz, e bro Gress, skridou kaer ar barzed
Gant paour ha pinvidik oa prizet dreist pep tra ;
Hep bloaz, e-kreiz eur gouel, e veze kurunet,
Gant lidou braz-meurbed, ar barzed gwisieka.

Dudiuz oa neuze gwelet ho tiredet,
Niveruz hag a bell, enn ho dillad kaera,
Ar boblou, laouen-holl, gand ar c’hoant da glevet
Rimadellou dispar hag euz ar re goanta.

Neuze spered ar barz e pep leac’h a ioa Roue,
N’euz fors pe c’halloud all a dlie dont goude,
Ia, neuze c’hoaz e gouient tridal ar c’halounou.

Oc’h ar barzed e Frans e prenner ann diouskouarn ;
A-walac’h eo gouzout pignat war eur marc’h-houarn ;
D’ann divesker ebken e vez savet priziou.


————