D. Derrien, 1902  (p. 81-82)



ARAOK
————


Hor breudeur euz Tramor, euz ouenn ar Vretouned
Dindan ar Zaozoun griz, a c’houzomp, zo sklaved ;
Bretouned Breiz-Izel ivez a rank diwall
N’en em gafe gant-ho, marteze, kement all.
D’hor frankiz ann dispac’h en deuz roet eunn taol braz ;
Da Roue Frans hon Dugez Anna, pa zimezaz,
A reaz meur a varc’had, touet, ha dre skridou,
Evit ma ve da Vreiz dalc’het meur a wiriou.
Hogen, ar Republik, frouez brein al lac’herien,
Enebourez touet d’e-omp, labourerien,
He deuz, iud ha trubard e-kenver al lealded,
Freuzet kement marc’had miret gand hon Rouaned.
N’eo ket’ta sebezuz he defe Breiz-Izel,
Hon tadou Chouanted, gant nerz, klasket herzel
Oc’h ar Varianna dreiz ; rag enn eur goll ho Roue
E kollent ho gwiriou. Daoust ivez hag ho Doue
Gand ann dispac’herien n’ez eo ket bet harluet ?
Daoust hag hon Ilizou n’int ket bet dismantret,
Hag hor gwir veleien, a grede chom er vro,
Redet evel gidoun vid ho c’has d’ar maro ?
Mad, evel d’ann dispac’h e klasker a-nevez
Ober brezel d’hor feiz ha goapaat hor iez.
Ar re, war ho meno, zo re c’hlaz Breiz-Izel,
Evel em euz gwelet, a zigor ar brezel.
Enn deiz all e welenn imach louz Marianna,
War eul levr digristen, o tiskouez o para,
M’oar vad, heol ann dispac’h, adrenv d’hor meneziou.

Hag ar goz loudouren, glaourenn leun he ginou,
E justin eur Breizad gand he c’hraban deou krog,
A gred iouc’hal d’ezhan hor ger nerzuz « araok ! »
« Araok ! » evit petra ? Lavar’ta, loudouren !
Eneb d’he iez, m’oar vad, hag eneb d’he gredenn !
Rag imach ar Breizad a zo, dre c’hoaperez,
Laket, e-c’harz da dreid, war he zaoulin gan-ez ;
Eur c’houlaouenn danet enn eunn dourn a welann,
Eur chapeled oc’hpenn enn dourn all, a gredann,
Breizad, chom daoulinet vid achui da bedenn,
Goude vezi krenfoc’h enn eur zevel da benn ;
A wir galoun goude, prim ha drant enn da za,
Kri nerzuz : « Enn araok ! Bazad da Varianna ! »


————