Dinn-daon-dinn !... Kloc’h ann oferen
A son abred war ann dachen,
Oferen ar vartoloded
E Koz-Iliz a ve laret,
Arok mond d’ann Douar-Nevez,
Ar sadorn, d’ar pesketerez.
Potred ha plac’hed, — daon ! dinn ! daon ! —
Ann oll d’ar chapel ia en kaon,
Ar vugale gand ho mammo ;
Hirie ’man ovis ar maro :
Ken hirr ann hent ha dôn ar mor
’Tro Douar-Nevez hag Arvor !
⁂
Perag ’man Perinig Al Laz
Ter gwech oc’h ober sin ar-groaz ?
— Na velet ket ar gevnidenn
O stoui ’dreg ar Werc’hez wenn ?
Kevnidenn beure zo chans fall...
— Ha ma huvre ! eme eunn all,
’Me groeg Ar Morvan. Da douller
Oa et ma goaz, lec’h pesketer ;
Ia, da douller et Ar Morvan,
Da douller beio, en noz-man ! —
Hag eunn all, gand he c’hrouadur :
— Fotet gan-in ma ziladur,
Ar iot-kerc’h ozet evit mern :
N’e ket eur merk ouz ann ifern ? —
⁂
’Pad ar plac’hed a diougane,
Ar vartoloded a bede,
Pleget ho fenn ouz ann oter,
’Vid na gavjent ann droug-amzer.
’Pad ar merc’hed a douge klemm,
Krogaz unan, eul lagad lemm,
Da c’hoarzin, ken oa ru hi chod,
Ha ken krozaz eur martolod :
— Daonet vo Doue ma ine !
Da varvaill deuer ’ti Doue ? —
Ar person, losket he ovis,
A c’hourdrouze en Koz-Iliz :
— N’e ket ho leio-Doue c’hoaz
Daï a-benn ouz ar gazek c’hlaz
Hennez ’n euz kredet drouk-pedin,
Dindan al lamp, war he daoulin,
A renko laret he gredo... —
Job Kerarbrun oa he hano ;
He ’vel eur c’hristen a feson,
Jobik sentaz ouz he berson.
⁂
Person Planiel oa eur sant,
Droug eunn tammik d’ar merc’hed koant :
— Ha c’hoaz a vank d’ar c’hoarzerez
Dond en pinijen Piou honnez ? —
’Vid ann dro ze, kalz da c’hoarzin
O welet mond war hi zaoulin
Grœgik Kerarbrun, n’ he gichen,
Ho daouïk d’ober pinijen.
Peb-hini, m’oar vad, a c’hoarze,
Nemet Kerarbrun, hen n’a re.
⁂
Pell int bet war vor gand ho zro.
Ha Job kez n’e ket deut endro...
|