E Milin-Vor oa eur vatez,
tic-a-tac
Glaz he lagad ha flour he mouez
Tac-a-tac-a—tac—a-tac.
E Milin-Vor oa eur potr-kar
Leun he borpant ha reud he c’har.
D’ar sadorn-bask, gret he c’hrampoez,
Da glask he faskig hi a eaz.
Ann absolven hag hi ’n euz bet ?
Hini ’r potr-kar na laran ket.
Ken ar potr-kar arok nao miz
Loskaz ar vatez war he giz.
Eunn ele, lemmet he vein gant-han,
Ar miliner lare ’kouls koan :
— N’ouzonn ket, aboe diou noz zo
Ann durbinen n’a ken endro ;
Aboe diou noz zo eur vouez e,
Klemgan er stank miserere.
Chordet eo ar vilin ha ni :
Otro Person, dichorded hi. —
Ar vatezik, ’vel m’hen klevaz,
Gand ann diri d’ann nec’h pignaz ;
Ha d’en em dol ouz ar c’hrignel
Euz lec’h ’n doa tolet he bugel.
Dre he menoz a zo laret
Ho c’hrouadur ’n euz badeet ;
Pe dre menoz he vamm ma n’e,
Me chans a beurz ’nn otro Doue :
Rag en noz war-lerc’h ar vouezik
Benedictus kane koantik.
Evit potr-kar ar Vilin-Vor,
tic-a-tac
Er galeo ’man o koll gor
tac-a-tac-a-tac.
|