N° LXIV. — Evit Kloza Miz Mari.
- Hirie ’lavaromp trugarez
’vit ar grasou hoc’h eus skuilhet
Warnomp, Rouanez an Aelez
E-pad ar miz-man binniget.
Diskan.
D’eoc’h e ouestlomp hon c’halonou ;
Renit enne ’vel en Nenvou,
Ho servija fell d’imp, Mari,
A-raok mont du-se d’ho meuli.
- Bep beure ’baoe an deiz kenta
Ho saludemp gant levenez,
O Klevout dre-holl o kana
Evnigou an amzer-nevez.
- Da noz dirak hoc’h Aoteriou,
C’houi a wele ho pugale,
Kaeroc’h ’get eur parkad bleuniou,
O tiskouez d’eoc’h o c’harante(z).
- Ouz ar pec’hed e tiwallemp,
Ma ne ouelje ho taoulagad :
Hent ar vertuziou a heuliemp
D’ober plijadur d’hon Mamm vat.
- En deiz ma tarzo c’hoaz brezel
Enep d’eoc’h ha d’ho pugale,
Bezit dalc’hmat, o Mamm santel,
Hon skoazell ’vel e-pad miz Mae.
- D’an Illiz savet gant Jesuz,
Dre e vuhez hag e varo,
Plijit astenn Ko tourn nerzus,
Ganeoc’h warnomp ’vit ma reno.
- Da c’hortoz ma vimp unanet
Er Baradoz en-dro d’ho tron :
Eno Nevez-amzer bepred,
Ha levenez ’leiz ar galon !
|