Bemdez, bemnoz hag e pep ti

A. Prud’homme, 1934  (p. 77-79)



N° LXV. — Bemdez, Bemnoz.
Ton : O Filii


Diskan.
    Bemdez, bemnoz hag e pep ti,
              Meulomp Mari.

  1. Tridal ’ra palez an Nenvou
    Hag hon sent koz en Ilizou
    Pa lavar an holl galonou :
              Meulomp Mari.

  2. Kristenien, deut d’an ilizou,
    Heman eo miz ar c’hantigou
    Klevout reer en holl vroiou :
              Meulomp Mari.


  1. Plijet ganeoc’h, sent hag aele(z)
    Unani ho mouez gant hon re :
    Hon c’han a vo kaeroc’h neuze.
              Meulomp Mari.

  2. Ni zo da Vari ’n em ouestlet,
    Da Vari ni a vo bepred :
    Kanomp eta gant joausted :
              Meulomp Mari.

  3. Kalz o deus doujans ’vit Mari,
    Ha kalz o deus fizians enni :
    Aman an holl a zo d’ezi.
              Meulomp Mari.

  4. Hirie, Rouanez an Nenvou,
    Plijit degemer hon gouestlou ;
    Ni a ro d’eoc’h hon c’halonou.
              Meulomp Mari.

  5. Mari, war an Aelez renit,
    An Anaon eus ar boan tennit,
    Holl nerz an droukspered torrit.
              Meulomp Mari.

  6. Mari repu e pep mare,
    Mamm dous bepred d’ho pugale,
    C’houi hon c’haso betek Doue,
              Meulomp Mari.

  7. Mari, ne vimp ket pardonet,
    Ne drec’himp war an droukspered,
    Nemet ganeoc’h-c’houi skoazellet.
              Meulomp Mari.

  8. Hep Mari vezer ket salvet,
    Gant Mari ne vezer kollet ;
    Mari ni a vo d’eoc’h hepred.
              Meulomp Mari.

  9. Selaouit ouz hon pedennou,
    Hon difennit ’hed hon deiziou,
    Hon sintrit war hon talarou,
              Meulomp Mari.

  10. Mari, pa ’z oc’h ken galloudus,
    Bezit ivez trugarezus,
    Pedit ’vidomp ho Mab Jezuz.
              Meulomp Mari.


  1. Grit ma vo bepred dourn Doue
    Dous e-kenver ho pugale,
    Ma ’z aimp d’an Nenv da gana ge :
              Meulomp Doue.