René PRUD’HOMME, 1905  (p. 22-24)



III


HIRVOUDOU HA PEDEN

——


D’ar barz Taldir.


Va c’halounik ennhon a zo oll ankeniet,
Pa welan Breiz-Izel, va bro muia karet.
Gwall gaset gand tud fall enebourien peb mad…
O Doue, pebeuz kalounad !

Hag e klaskont taga gand kalz hardiziegez,
Pez zo gwella e Breiz : He c’hiziou hag he yez,
Evit mouga easoc’h feiz krenv an Arvoriad…
O Doue, pebeuz kalounad !


Ho gwelet a reer stank dre hentchou Breiz-Izel,
O c’hoapât ar Vreiziz, ho c’hredennou santel,
O teuler dismegans war gement a zo mad…
O Doue, pebeuz kalounad !

Gwazed krenv measiou Breiz, leun-bar ho kwazied
Euz goad iac’h hon tadou, ar Vreiziz ken brudet,
Pegeit c’hoaz e chommo serret ho taoulagad !
O Doue, pebeuz kalounad !


Arzur, Marzin, Lez-Breiz, savit euz ho peziou !
Embannit ar brezel [1], Bretouned a strollou
A ziredo gand prez, a stourmo evit mad !
O Doue, klevit va mennad !…

Kement a c’hoantaomp : frankiz ha lealded
A lammer tamm ha tamm digand ar Vretouned ;
Enebomp, kenvroiz, unanet er stoumad.
O Doue, klevit va mennad !

O va Zalver Jezuz, Doue ar Vretouned,
Pegeit ouzomp eta vefoc’h-hu kounnaret ?
Roit ar peoc’h, ni ho ped, c’houi hag a zo ker mad !
O Doue, klevit va mennad !


Itron santez Anna, mamm goz ar Vretouned,
Dalc’hit en hon touez ar wenn euz ar Varzed ;
Grit m’ho gwelimp bemdez muioc’h-mui o stankât.
O Doue, klevit va mennad !


————

  1. Brezel e pehini na dleer kaout evit armou ncmed ar goms hag ar bluen. (Klaoda).