Huvre aotrou Person Plogô

Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 94-100)



Huvre aotrou Person Plogô


————


An avel a yoa krenv, me lavar, hag a c’houeze kalet o lakaat ar mor penfollet da redek hag an tarsiou da freuzi war ar renkennadou rec’hier a zo hadet etre enez Sun hag aber an Anaon. Klevet a read a bell ar sac’hadou mor oc’h en em deuler, gant eun trouz da vouzara, e Ifern spontus Plogô.

Unnek eur a yoa nevez skoet e tour krinet an iliz goz ; an aotrou person, Youen Kermadeg, a yoa en e bresbital o kas e japeled d’ar Werc’hez.

« Marvat, eme ar beleg santel war greiz pedi, ez ay adarre meur a hini, en noz-ma, da strad ar mor da eva eur banne. Pedomp mamm Doue da gas d’ezo keuz ha glac’har d’o fec’hejou a-benn m’en em gavint war dreujou ar bed-all. O Mari, Stereden lugernus ar mor, Patronez vat Breiz-Izel, pedit, pedit kalz evit ar bec’herien aheurtet-se ; grit d’ho Mab Jezuz ober d’ezo trugarez ! »

Hag e save e zellou nec’het war-zu skeuden ar Werc’hez krouet dinam.

An aotrou Kermadeg a yoa person e Plogô abaoue eun tregont vloaz bennak. Mat e oa evel eun tamm bara, ha digor d’an holl evel eul leor, en hevelep doare ma c’helled lenn en e galon o klevet e gomzou ; karet a rea e barrezioniz, evel ma kar e vugale ar gwella eus an tadou.

Gant e 430 den, gozik holl pesketerien, o veva war ar beg douar ze ken mac’hagnet gant ar mor, gant e zourradou avel fol1, Plogô a vije bet ar baradoz evit an aotrou Kermadeg, panefe ne gave ket Plogoiz troet a-walc’h gant ar relijion. Ar wazed en em roe d’ar vesventi ma’z oa eun druez. An dud paour ! roet o divije o ene d’an diaoul evit eur bannac’h hini krenv ! Ar merc’hed o-unan n’ez eant mui da govez gant aon da veza skandalet abalamour d’o fougeerez. Ar vugale n’eant mui war dro beleg ebet eur wech m’o doa great o fask kenta, hag ar merc’hedigou a gave ebatoc’h galoupat ar parkeier e pep seurt kompagnunez eget mont d’ar gousperou.

Hag an dra-ze eo a rea poan-spered d’ar person keaz ; ker glac’haret e oa ma ranne e galon en e greiz bep tro ma sonje en e barresioniz.

Ha koulskoude, nag a bedennou en doa lavaret, nag a yuniou, nag a binijennou evit an diankidi fiziet ennan !

« Tenval-zac’h eo, tenval-du, evel e ti an diaoul, a lavare ar person o sevel diwar e gador-bedi ; ne vezo ket dieas da Baol gornek samma va farresioniz en noz-ma… N’em eus ket da damall den, ken nebeut, perak n’em eus-me ket poaniet muioc’h d’o c’has war-zu Doue ?… N’ouzon ket an doare da zistaga bommou flour ; nan, n’oun ket helavar, red eo d’in ken anzav ; ha koulskoude, ma karfen… ! Klevet a reer blaz al leziregez war hed eul leo gant va frezegennou, ha re laosk e talc’han ar c’habestr. Eno ema an dalc’h : re e karan va bugale, va zud paour a Blogô ! A ! ar garantez a droc’h d’in va diouaskel !… »

Eur zourrad avel krenvoc’hig a deuas, hag an aotrou person da lakaat en e gerc’hen eur sin ar groaz eus ar re devota. Hag, o veza ma’z oa skuiz, ne zaleas ket da vont d’e wele.

Pemp munut goude, korf an aotrou person a yoa astennet e-touez e linseriou, endra ma’z ea e spered da… vro an huvreou.

Klevet a reas ar c’hleier o vralla evel da zeiz ar pardon bras ; kement a vole a yoa enno zoken mac’h horjelle ar c’hloc’hdi koz war e ziazez. Hag hen, paour keaz aotrou person Plogô, en em gave eno dirak iliz ar barrez, hep gouzout kaer na penaos na perak. E stol soken en doa digaset gantan eus ar presbital p’en doa klevet kement a drouz ; hag ez oa deuet da welet petra a dremene a nevez e skeud e iliz barrez.

Sevel a reas e benn, ha petra welas ? O, ne dalv ket d’eoc’h terri o penn o klask, rak ne gavfac’h biken ! Eur peziad den a welas e beg an tour, war e zremm eur baro hir m’en doa ar person mil boan o welet an daoulagad, daoust d’ezo da veza lugernus evel ar stered en eun nenvou digoc’hen.

Mat, Kristenien, an diaoul oa ; ya, hen e-unan, eat da bokat d’ar c’hilhog, kredet ho pije ?

An aotrou person n’oaket bet pell o tivinout, rak, setu ama ar pez a lavaras Paolig du, endra m’edo ar c’hleier e bole gwasoc’h evit biskoaz, e riskl bras da deuler ar bern mein d’an traon, kement-all a strons a yoa :

— « A ! A ! deuet out, aotrou Kermadeg ? eme ar pez fall o varmouzat ; deuet out, hein ! m’em eus gouezet brao tenna ac’hanout eus da wele tom ! Gwasa eo evidout ; mes red e vezo d’it selaou ac’hanoun ama, p’eo gwir em eus difen da vont beteg ennout. »

Gant kement a nerz e komze an eal divezet ma chome ar person bamet holl d’e zelaou, ha n’hellas lavaret nemet ken :

— « Penaos ! te eo a zo aze, spered milliget ? »

— « A ! A ! an hent bras a zo d’an holl, eme d’ezan adarre tad ar gaou ; dizro oun eus ober tro va eskopti gant an Ankou, va zervicher. Ar mare-ma dres eo en deus dibabet evit ober e eost dre ama. En noz-ma e vezo dervez bras gantan, o vedi, ha varc’hoaz mintin mat, er zac’h du-ma a zo ganen och va skoaz, e sammin hoc’h holl bennou fall ; ne vezo ket nemeur a bennou ed mat ; evidoun-me avat e vezo eun eost puilh, rak holl wazed Plogô a zo e stad a bec’hed marvel. »

— « Evel-se ’ta, evit lakaat eneou va farresioniz ker eo ez eus eur sac’h ganez ? a lavaras an aotrou person kez, rannet holl e galon. En aner eo eta em eus-me epad tregont vloaz pedet evit silvidigez Plogoiz ? Ha pe seurt gwir ac’h eus-te war va denved me ? »

— « Gwir al louarn war yer ar maner ! » eme an diaoul kornek o c’hoarzin ar pez ma c’helle.

— « Mat, eme berson Plogô, selaou brema ar marc’had am eus c’hoant da ober ganez. Mar kerez c’hoaz hizio lezel e peoc’h eneou ar paour keaz tud dianket-se, me a c’houlenno gant hor Zalver benniget rei d’it eun dervez diskuiz penn da benn war an douar. »

— « A zo mat, fidamdoustik 1 eme an eal fall ; hogen, en dervez-se ive koulskoude, e ranki lezel ac’hanoun da zamma kement a eneou ha ma c’hellin etre an oferen-bred hag ar gousperou. Emaoun pell a zo o sellet ouz meur a hini a gavan dare a-walc’h evit du-ma : Annaig ar Gwaï, ha pa ne ve ken, ar baotrez vrao-ze n’eo ket bet o kovez keit-all a zo, ha ne ra mui na Pask na Pantekost ebet…

An aotrou person a rea e zonj.

— « Mat, emezan, p’eo gwir eo hounnez sur a walc’h da vont ganez, e sammi anezi en deiz-se, mar ne deuz ket ac’han di da gaout keuz ha glac’har d’he buez fall. »

Hag o sevel neuze e stol war-zu beg an tour, e lavaras :

— « En hano Doue Bethleem, me, person, a zav diwarnout evit eun dervez en e hed ar malloz a zo war da benn, hag, e keit-ze, an traou benniget ne vezint ket enebourien d’it. »

— « Ha pe zervez, belegig, ac’h eus sonj da rei d’in evel-se ?

— « Ar 25 a viz meurz, deiz salud an eal Gabriel d’ar Werc’hez. lia brema, kerz, paour keaz rostet, ha kemer laouen bepbloaz an nebeudig heuriou a beoc’h a ro Doue d’it en e vadelez, evit dizrei adarre goude d’ar boan peurbadus ac’h eus chachet warnout. »

An diaoul, evit doare, a yoa ebat ennan ; disken a reas eus e glud gant kement a drouz ma… tihunas an aotrou person en eul lamm ; me lavar d’eoc’h e pakas eur souezen oc’h en em anaout en e wele e-touez e linseriou.

— « Na pebez huvre souezuz ! emezan o kas e zourn d’e dal kurunet a vleo gwenn-erc’h. Asa, daoust koulskoude hag-en eo eun huvre am eus great ? Daoust ha n’eo ket kentoc’h eur weledigez ? Aotrou Doue, Santez Mari, daoust ha deuet e vefet da welet ho servicher epad e gousk evit rei d’ezan eur c’helou pe eur gentel bennak ?

« Nan, n’em eus ket huvreet… An diaoul, re wir eo, a zo azezet aze war gilhog va zour tregont vloaz a zo, ha setu me o tont da ober gantan eur marc’had peurbadus. Roet em eus ar pevare eus va denved evit miret al lodennou-all ken darbet d’ezo int-i ive en em goll ! A ! ha mar n’em eus ket great mat !… Daoust ha gwir am boa-me da ober kement se ?… »

Div heur a skoas e tour koz ar barrez, hag an aotrou person ne gavas netra gwelloc’h da ober eget dizrei adarre da ober eur pennad kousket.

Da ober eur pennad kousket a lavaran ? Fazia avat a ran ; serret kloze zaoulagad gantan, an aotrou person a rea meur a zonj. N’oa ket evit kousket gant ar zonj c’houero en doa great eur marc’had gant an diaoul.

O ! an huvre-ze !… Eun huvre ?… Daoust ha n’oa ket kentoc’h eur c’hras a berz Doue ?…

— « O Aotrou ! emezan da Zoue, c’houi hag a lenn er c’halonou, gwelit pegen tenval eo em hini-me. Daou pe dri ene am eus lezet da vont gant an diaoul, mes daoust ha n’oa ket gwelloc’h d’in rei evél-se e lod d’an tan ha miret an hanter eus va farrez dioc’h an daonedigez eternel ?… O Doue madelezus, ho pezet truez ouzin ! Pardonit d’in mar em eus dismeganset ac’hanoc’h, ha diskouezit d’in an tu da zavetei ar pez a zeblant beza kollet… »

Ar c’housked ne deue ket, kaer en doa serri e zaoulagad, hag ar beleg mat a glaske dre e benn ar pez a c’hellje ober evit tenna Plogoiz a-dre skilfou ar Milliget.

D’ar zul warlerc’h, gwisket gantan e gaera dilhad oferenna, an aotrou person a zavas er gador goude an Aviel hag a zisplegas e huvre, pe e weledigez, d’e baresioniz.

— « Ha brema, va Breudeur, emezan, setu ama petra ’m eus sonj da ober evit sec’ha e fri da dad ar pec’hed. D’ar 25 a viz meurz e livirin va oferen eun tammig difreoc’h eget kustum, gwaza ze evit ar merc’hed ! Ober egiz ma c’hellint evit dont d’am heul ? Evit eur wech en eur dremen, ze ne ray netra. Kerkent ha m’am bezo kanet an Ite missa est, c’houi a grogo gant salmou ar gousperou, hag arabad e vezo d’eoc’h koll amzer ! En doare-ze ne vezo ket kalz a amzer etre an oferen hag ar gousperou, ha Satan, o fiziout war ar mar c’had ne vezo ket a brez warnan ha n’hello ket zoken samma an disterra eus va denvedigou keiz.

« Va bugale ger, ho tad oun, me eo a responto evidoc’h dirak Doue ; fellout a ra d’in ho kas holl davetan hep ma ’z afe nikun d’an ifern, daoust d’eoc’h da veza tuet da goueza ennan war ho penn. Doue, hep mar, a bardono d’in an taol finesa-ma a c’hoarian da Baolig, hag e kredan e teuio ho kalonou da deneraat o welet edoc’h ken tost d’an ifern. Evel-se bezet great. »

Adaleg neuze holl barresioniz Plogô a deuas da veza sent ; an tavarniou a zerras o doriou hag an hostizien a rankas mont da leac’h-all hag an iliz a deuas da veza re vihan evit digemeret an dud devot a deue d’an oferen ha d’ar gousperou bep sul.

An aotrou Kermadeg a zo maro pell bras a zo, ha brema, kredabl eo, a c’horre an nenvo en deus plijadur o sellet ouz korn douar Breiz-Izel a garie kement hag a zo bet tennet gantan evit atao eus a-dre skilfou an droug-spered.

Ha setu penaos e teuas ar c’hiz da gana gouspe rou dioch’tu goude an oferen-bred, da zeiz gouel Maria-Veurz.


————