Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 101-105)



Noz-veilh an anaon


————


Sonjit en ho tad, en ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm :
Va mab, va merc’h, ah ! selaouit !
En han’ Doue, hor zikourit !
(Eus Kantikou Kemper).


Kement ma a yoa d’an deiz kenta a viz du, da zerr-noz an dervez mara an Iliz gouel bras an Holl-Zent ha ma tigas sonj d’eomp eus hor c’herent a zo o leski er purkator.

Eur sutaden er c’horn-tro, hag e oe gwelet ar marc’h du o tont gant herr da jom a-zav dirak ti hent-houarn San-Tegonnek. Araok zoken m’o doa ehanet ahelou ar rodou da wigourat e weljod eun den yaouank o tisken, o lavaret kenavo d’ar vignoned o doa great hent gantan ; hag, o veza eat e-meaz an ti, o welet c’hoaz ar c’halabousennou ruz, e lavaras uhel :

— « Kenavo biken d’an arme ! »

Ha neuze, soun war e zivesker, e gasketen gantan war gostez e benn, hon den yaouank a yeas, gwech gant an henchou, aliesoc’h dre wenojennou evit en em gavout kentoc’h e Kreac’h-Kelen.

Kaer oa an traou a bep tu d’an neb a vije bet e spered gant oberou ar grouidigez. Eun sterig trouzus a rede he doureier d’an traon, a-dreuz ar roz hag an haleg ; al lapoused a richane o c’houblajou diveza araok kuzat o flun dindan an deliou melen ; ama hag a hont parkeier leun c’hoaz a zouladou, pe douarou alaret dare da zigemeret had eun eost nevez ; pelloc’h prajeier, koajou, keriadennou hanter guzet gant bochadou gwez evlac’h. Hon zoudard a anaveze an holl draou ze, ha daoust ma oa seiz vloa abaoue n’en doa ket o gwelet, n’edo tamm ebet e spered en sonj ganto.

Setu hen o chom a-zav en eun taol krenn ; gwelet en deus du-ze an ti soul ’lec’h ema e vamm ouz e c’hedal seiz vloaz hir a zo

— « Ha c’hoaz, nan, emezan, n’ema ket oc’h va gedal er pardaez-ma ; gouzout a ra awalc’h e teuin dizale, ne oar ket avat an dervez ; n’her gouien ket va-unan zoken pa skriven d’ezi va lizer diveza… N’eus forz, muioc’h a ze a blijadur a vo ganti digemeret ac’hanoun. »

Hag o veza lammet e dog soudard diwar e benn ez eas buanoc’h, hep sellet oc’h ar bochadou lann ha brouskoad a gave alies war e hent.

En draonien du-ze, pelloc’hik, her gouzout mat a rea, edo tour hag iliz e barrez, ’lec’h e oa bet badezet, ’lec’h en doa great e bask kenta, ha ’lec’h ez aje da skoulma e galon hag e vuez gant kalon ha buez e vestrezig, Fransezaïg an Ti-all.

Kredi a rea e kavche e vamm azezet e korn an oaled, ar chapeled koz ganti etre he daouarn, pe marteze o tibri eun tammig souben an tri zraig gant eul loa goad, evel diagent…

En tu-all eus an oaled e kavche e c’hoar vihan, sur awalc’h… E c’hoar vihan a lavare ? Bihanik oa sur pa ’z eas hen eus ar gear, hogen dont a ra kalz a vent d’ar merc’hed oc’h ober seiz vloaz. Na c’hoarzin a rache o welet e varo, e galabousen, e gaboten, e vragou ruz !…

Ha war gement se hor Breizad en em roas da gana ken na dregerne ar c’harter gant e vouez skiltrus.

Petra eo eta d’ar c’hleier son ken truezus ? Deuet eo ar pardaez-noz, ha brema e klev a bep tu ar c’hleier o tintal… o tintal ar glazou. Hag e teu sonj d’ezan eus e vreudeur yaouank, eus e dad, kaset gantan d’an douar benniget. E galon a deu da veza striz, hag ec’h esa lavaret an De profundis desket gantan gwechall war varlen e vamm.

Great en doa eur pennad brao eus an hent, edo zoken gant ar wenojen a gase war-eün d’e ger, pa glevas eur ganaouen e toull dor eun ti. Asten a reas e skouarn da zelaou, ha setu ama petra glevas :

« Pa sko ar maro war an nor,
« Stok er c’halonou ar c’hren-mor ;
« Da doull an nor pa deu’r maro,
« Piou gant ar maro a yelo ?

« Hogen, ne vec’h ket souezet
« Da doull ho tor mar domp digouet ;
« Jezuz en deus hon digaset
« D’ho tihuna mar doc’h kousket ;

« D’ho tihuna, tud an ti-man,
« D’ho tihuna, bras ha bihan :
« Ma’z eus, siouaz ! truez er bed,
« En han’ Doue hor zikouret !

« Breudeur, kerent ha mignoned,
« En hanv Doue, hor zelaouet !
« En hanv Doue, pedet, pedet,
« Rak, ar vugale ne reont ket !… »
.......................................................

Hag e welas, eur pennad goude, ar pentieg o tont davet ar ganerien. Eun aluzen a roas d’ezo o lavaret :

— « Evit an Anaon ! »

Ar zoudard a dizas anezo, ha e lavaras d’o zaludi :

— « Noz vat d’an anaoun ! »

Hag int i da zislavaret :

— « Ha noz vat ive d’ar re veo ! »

Ober a rejont anaoudegez hed an hent. Evit la varet mat, en em anavezet ez oant gwechall, hogen keit a yoa n’oant ket bet e tu d’en em welet !… Setu ma ped ar zoudard anezo da vont gantan betek e di da gana d’e vamm Kanaouen an Anaoun.

— « Va mamm, emezan, klaoustre n’anavezo ket mouez he mab ! »

Peger souezet e pe p’en em gavas dirak al leur, o welet an ti sklerijennet, kaer hag an nor digor frank da beb-unan !

— « Va mamm, eme ar paotr, n’eo ket kustum da jom ken divezat war-zav ! »

— « Santet he deus, kredabl eo, ez oa erru d’ar gear ! »

Mont a reas e-unan, didrouzik, da zellet dre ar prenestr ; hogen ne reas nemet eur zell korn, rak aon en doa da veza gwelet eus an ti, hag e teuas da gerc’hat e vignoned chomet er-meaz eus al leur, evit kas anezo didrouzik betek dor an ti. C’houezi yen a rea, ar c’heaz, rak ne gleve netra o finval en diabarz.

Ar baotred a grogas evelato gant Kanaouen an Anaoun ; endra ma’z ea ar c’han endro ganto, goustad ha gorrek, ar zoudard a reas sin ar groaz hag a lammas didrous dreist an treuzou.

Edod o kana

« Breudeur, kerent ha mignoned,
« En hanv Doue hor selaouet !
« En hanv Doue pedet, pedet,
« Rak ar vugale ne reont ket !… »

Setu hene kreiz an ti, dallet gant ar sklerijen… Hag ar c’hân a gendalc’h atao da vont en-dro…

« Gant ar re hon deus-ni maget
« Edomp pell zo ankounac’het,
« Gant ar re hon deus-ni karet
« Hep truez ez omp dilezet… »


Gwelet a c’helle brema… War ar bank-tosel harp oc’h ar gwele, ’lec’h ma kouskas pell amzer, ez oa pemp pe c’houec’h maouez azezet, ar chapeled ganto en o dourn. Tre, er goueled, ez oa eur chapel wenn, ha tro-wąr-dro peder goulaouen goar war elum… Pebeuz taol a skoas kalon ar zoudard !… Klevet e oe eur glemmaden c’haro, pa’z edo ar ganerien gant ar poz war-lerc’h. Ar re-ma a deuas ive en ti, strafuilhet holl gant an darvoud. E-harz ar gwele a varo, ’lec’h m’edo e vamm, ar zoudard kez drouk-livet holl, liou ar maro ive en e gerc’hen, a yoa kouezet etre divreac’h e c’hoar

— « D’an daoulin !… D’an daoulin holl, gwazed, eme ar wreg a lavare pedennou an noz-veilh : De profundis !… »


————