II. — Potred al lestr neve

Ar Bobl, 1909  (p. 02_06/11/1909)



II. — Potred al lestr neve


Abenn eur miz goude. Gwillou Trimard iaouank a oa e porz Lannuon war he vag nevez.

Mab Trimard koz, d’ar mare ma komansimp da vad e histor, en doa tregont vla, braz eo, teo evel eur varriken, e vleo zo savet war e benn evel ar reun war gein eur penmoc’h gouez, e fri a zo ruz ha pikotet evel eur sivien, e vuzellou teo ha distronset.

En eur ger, dougen a ra dremm eul laër-mor euz ar renk huela.

Mes ar c’habiten n'eman ket e-unan el lestr hag en e gichen zo c'hoaz ar pevar martolod a heulio anezhan.

Ar c’henta anezho zo hanvet Moris, ha lezhanvet ar Peul.

Kredi a c’heller en devoa tapet an hano-ze, abalamour ma oa braz ha moan evel eur peul. N’oa ket eun den brao, rak e fri a ioa kam evel beg our gaouen, e c’houzouk hirr evel eun inkinn.

Tremen daou vetr huelder en devoa, ha kalz a dud o welet eur seurt korf moan hag huel, a jome a bâff da zellet outhan, hag allez e c’hoarzent d’ezhan, ar paourkez Peul.

Ouzpenn-ze, ne anaveze ket an A deuz an O. Morse ne oa falvezet d’ezhan mont d’ar skol, hag abaoue e unnek vloaz, eman o c’haloupat ar mor o c’honid e dam bara.

An eil euz ar martoloded a zo e hano Kola, mez evel ar re all ez eo pell zo lezhanvet hag anavezet eo dre hano a Bidoch.

Bidoch a zo tremenet gantan e zaou ugent vla, hag a zo war ar Goulmik tregont vla zo. Bet eo asamez gant Gwillou koz, tad ar c’habiten Bimbao en e oll veachou.

Anaout a ree mat an doareou e kement bro a zo en Hanter-Noz, hag aliez hen eo a zalc’he barren ar stur, eleac'h ar c'habiten.

Ar gwella oa eta deuz al lestr, hag ar finna deuz ar Vartoloded.

Mez ma oa eun den gwiziek en e labour, ne oa ket eun den a c’hened, rak eur penn braz mantruz en doa, e zent a ioa hirr evel eur rastell, o gorf teo, e ziwesker berr a roe d’ezhan drem eun den divalo-mez.

An trede deuz ar botred a ioa e hano Laou, mez lezhanvet e oa bet abred, hag anavezet eo dre an hano a Sikraouik.

Ato e vije gantan war e benn eur c’hapen great evel eur zac’h, hag a ziskenne beteg hanter e gein.

Er zac’h ze, Laou goz a lakee e chikennou butun, bet sunet ganthan dija meur a wech.

Ar paourkez Laou en amzer m’edo c’hoaz en e wella brud a gouezaz diwar eur wern huel, hag a dorraz e c’harr deou. Abaoue, Sikraouik a oa kam.

Goude beza bet dindan Gwillou koz eur martolod gwiziek dreist, Sikraouik a zo breman eur c’heginer dispar.

Ar pevare, hag ive an diveza deuz ar Vartoloded, a zo hanvet Jopik.

Mab e oa da Yann Perik ar Bistrakik, ha mab bihan da Chikolodik, bet o daou gant Gwillou koz o riskla o buez war ar mor.

Jopik, d’ar mare ma savaz war ar Goulmik nevez, n’en doa nemed daouzek vla.

Ar martoloded all abenn eiz de goude ma oe erruet el lestr, a roaz d’ezan an hano a Fistoulik.

Ar paotr bihan ne oa bet er skol nemed eur bla, gouzout a ree evelkent lakat e hano, ha lenn eun tammik.

Fistoulik a blije kalz d’ar c'habiten Bimbao, abalamour a ouie neuial evel eur pesk, ha dre n’abeg ma oa soubl e gorf evel hini eur zilien.

Moan e oa evel eur vaz kled, ha mont a ree en toullou na c’helle ket ar re all mont ennho.

Eur paotrik koant ha laouen eo, ato e c’hoarz, e c’houitell el lestr, netra na ra aoun d’ezhan, kalonek e krog d’al labour, ha sentuz eo e-kever e vistri.