Ar C’habiten Bimbao
Skrid a-bezh
Histor fentus hag estlammus
- mestr al laëron-Vor
Va zad-koz a oa ganet e Sant-Thégonek, el leac’h e oar an holl ar brezonek. Eur marvailler koz oa, Doue d’her pardono ! Rak maro eo eun tregont vla bennak a zo ! Marc’harid va c’hoar gosa, ha me, kerkent ma welemp hon tad-koz o vont da vutuna da doull an oaled, a leze pep c’hoari, vit mont da bedi anezan da gonta deomp eun histor vrao. O ia ! Kalz historiou a oa renket en e benn, ha penaoz ne vije ket a historiou e penn ar c’hemener brudeta a oa d’ar mare-ze e kanton Sant-Thégonek. Ouspenn ma ouie kalz kontadennou, e oa unan deuz ar re vrudeta er vro da vazvalanat. Gouzout a ree lakaat ar gaou da zont da wir evel ma karie, hag elumi a ree tan ar garantez e kalonou ar merc’hed yaouank ar re sklaseta.
Eun devez goanv, sonj am eus evel pa
vije deac’h, an erc’h a goueze war an douar,
ien oa ken a fraille ar vein ; va mamm a
lavaraz da Varc’haridig ha d’in-me chom e
toull an oaled, ha nompaz mont d’ar skol.
Neuze an tad-koz a dennaz e ialc’h-vutun
deuz e c’hodell, a lakeaz e gorn-pri en e veg,
hag azezet etal an tan, a gomansaz d’eomp
an histor-man.
I. — II. — III. — IV. — V. — VI. — VII. — VIII. — X. — |