◄ III. — Gwennola a varv dougerez | IV. — Eur bugelik a zo ganet er be… | V. — Dizesper Herry ► |
An Aotrou Maer a zigoueaz trum, ha dirak han o oa dislouvet ar be fresk.
Pa oa digoret an arched, oh neuze, tra estlamuz ! tra burzuduz ! eun ælik koant evel an heol, a oa kavet etal ar c’horf sklaset gant ar maro. Doue a felle d’ezan, en e vadelez, e teuje an ælik burzuduz-ze deuz ar be, evit distroi c’hoaz war an hent mad arok e varo, an aotrou Kerzuliek.
Marc’harit an Naour a gemeraz buan buan ar bugelik en he zavancher, ha gantan d’ar gaer. Laket e oa an ælik en eur c’havellik blod, ha Mari an Naour, merc’h Mac’harit, pehini e doa dija daou a vugale, en em gargaz da vaga ar c’hrouadurik mirakuluz.
D’an taol a greizde, ar postillon a lakeaz etre daouarn Mac’harit an Naour eul lizer deut deuz Poullaouen. Mac’harit na ouie ket lenn, he merc’hed kennebeut, red o oa bet d’ezo mont da gaout an aotrou Person evit lenn al lizer, rak ar re-ma n’o devoa ket a c’hoant e vije gouezet o afferiou gant tud ar bourk…
— Setu ama [al] lizer graet gant tad Gwennola.
- Poullaouën, ar 25 a Vaë 1778
D’hor madaberourez Marc’harit a Naour o chom o bourk Mellak etal Kemperle.
« Strafuillet oll omp c’hoaz en hor maner e Poullaouën, o klevet eur seurt kelou. Sonjal a ra d’eomp oll n’eo nemed eun hunvre, eun hunvre fall o tremen dre vrumen hor penn. N’omp ket evit kompren e vije marvet ken buan hor merc’hik karantezuz Gwennola. Na oamp ket o sonjal en deiz all, pa oamp hon daou lawen o pokat d’ezi, e oamp o lakat evit ar wech diveza war he diou chod ar merk euz karante eun tad hag eur vam…
Nan, nan, birviken ken plijadur war an douar n’hor bezo, hor plijadur a vezo en Nenvou, pa welimp hor merc’hik. Hor mab kaer !… allaz ia, hor mab kaër, evel a livirit d’eomp, en deuz esaet kuitaat ar bed-ma. Ar paourkaez den, n’en deuz tam relijion abed. N’en deuz mui en e galon an nerz a ra d’an den stourm ouz c’hoervder ar vuez-ma.
Na vije bet moien abed d’omp mont d’an enterramant, re bell emaomp, mes prestik ez aimp da daoler eur banne dour binniget war an douar-ze, dindan pehini eo kuzet an hini a oa hon oll flijadur war an douar-ma. Kaset em beuz ar c’helou da dad ha da vam Herry Kerzuliek, hor mab-kaër.
Da c’hedal an eurvad da welet ac’hanoc’h, digemerit, Mac’harit, gant hon anaoudegez vad, hor gwella mennoziou. »
- Loeiz Kerzuliek, e maner Tymeur.
- Poullaouën
— Setu aze, Mac’harit, a lavaraz an aotrou Person, al lizer. Prestik e teuffont er vro, ha dre-ze, ne gredan ket e vo red d’oc’h skriva a neve, evit kemenn d’ezo an darvoud neve a zo digoueet.
— Goulskoude, aotrou Person, ma z’eo bet ar c’helou-ze eun taol-kontell en o c’halon, hen-ma marteze a veze evel eur banne heol da lakat war ar gouli. Hag an dra-ze marteze, a c’hellfe lakat anezo da zont kentoc’h a ze.
— Gwir a livirit, Mac’harit, eur c’helou mad na ve ket morse klevet re abred. Skrivit eta d’ezo, pe mar kirit me a raio.
— Ia aotrou Person.
- E Mellak d’an 31 a Vaë 1778.
- Aotrou hag Itron Kerzuliek,
« O merc’h a zo marvet etre hon daouarn evel eur Santez, hag e ene a zo hirio er Baradoz, bezit dinec’h e kever ar poent-ze. Eun dra all em euz da lavaret d’eoc’h, eun dra hag en deuz estlamet ar vro abez !…
Eur bugelik a zo ganet deuz o merc’h, goude ma oa intérêt. Doue, evel a ouzoc’h, a zo braz e c’halloud, ha braz ive e vadelez. Brema, an ælik-ze a zo etre daouarn Mac’harit an Naour, hag he merc’h a zervicho da vagerez d’ezan, varc’hoaz e resevo sakramant ar Vadiziant.
Mac’harit an Naour a zo etre e daouarn pemp mil lur, e zonj a zo rei anezo d’an aotrou Herry, o mab-kaër, pa deui da welet e verc’h. An arc’hant-ze a zo chomet en dilerc’h o merc’h, ha kavet en e godellou pa oa marvet.
Daou leorik alaouret he deuz lezet ganeomp ive ha lavaret e deuz d’eomp roi anezo d’he mam, ma teufe ar maro d’ezi ama. Lavarit d’eomp, ar c’henta r’ gwella, petra da ober deuz an oll draou-ze, evit dinec’hi hor spered.
Deuit ive, kenta ma c’hallfoc’h, da welet o merc’hik vihan da behini varc’hoaz e vezo roet hano he mam war mean-font iliz Mellak. Koantik oll eo, seder ha iac’h-pesk.
- D’eoc’h a galon :
- Mac’harit An Naour.
Aben eiz de goude e tigouezaz ar respont, ha setu hen ama. »
- Mac’harit ker,
« Eun taol kleze a skoaz en hor c’halon, pa glevchomp maro hor merc’h muia karet Gwennola. Al lizer am euz lennet bremaik, en deuz laket war hor c’halonou gouliet, evel eul louzou dudius.
Ia, roit d’ezi hano kaër he mam, hano eur Vreizadez. Arabad e vezo d’eoc’h gwech abed diskleria d’an aotrou Herry ez euz ganet outan eur verc’h, rak he c’holl a rafe buan, sevel a rafe anezi er meaz euz ar Religion gristen.
Arabad e vezo d’eoc’h diskleria d’am merc’hik vihan, e teu deuz eur lignez uhel, ken a vezo deut a driwec’h vla.
An daou leorik bihan a zalc’hfoc’h kuzet e kornik hoc’h armel, bete neuze ive. Arabad e vezo d’oc’h roi an arc’hant a zo chomet e dilerc’h hor merc’h, d’an aotrou Herry ; dalc’hit anezo evidoc’h, evit sevel hor merc’hik vihan Gwennola.
Roit d’an aotrou Person, d’ar medisin, ar pez a zo dleet d’ezo, ha ni, en deiziou all-ma, pa z’aimp da welet ac’hanoc’h, a roio d’eoc’h ar pez a rankit kaout, evit sevel ervad hor merc’hik vihan. Savit anezi e doujans Doue, lakit d’ezi dillad ar vro, lakit anezi er skol pa vo deut en oad, hag en eur ger, grit diouti eur plac’hlk fur, sentuz ha zavet mad.
Na zalean ket ac’hanoc’h pelloc’h, rak va unan oun skuiz, hag a remm a sko kaled em diwesker. »
- ’’D’eoc’h a galon’’.
- Loeiz Kerzuliek, en Tymeur, Poullaouën.