◄ IV. — Eur bugelik a zo ganet er be | V. — Dizesper Herry | VI. — Herry Kerzuliek a haddimez ► |
Lezomp brema da gousket e peoc’h, ar vam er vered, lezomp da greski an ælik koant Gwennola e ti Varc’harit an Naour, ha gwelomp du-ze en eur gambr en hotel Santez-Anna, an aotrou Herry.
Eur miz a zo ema en hotel, bemde ar medisin a deu da louzaoui e c’houliou.
Etre peder moger e gambr, ar c’hlanvour a ra meur a zonj evit e amzer da zont.
— « Birviken, emezan, nan birviken, na zizroin d’ar gaer dre an hent-ze em euz groet dont. Nan, nan, ne z’in ket da Vellak, rak ar veraden diveza deuz va gwad a ruillfe war an douar-ze dindan pehini ema korf va fried…
Ah ! brema e c’houzon petra eo ar garante, brema c’houzon petra eo beza dipartiet deuz eur pried karantezuz. Va c’halon a zo fraillet, pa zonjan ez oun bet kri e kenver an hini a zo hirio du-ze kuzet en douar ien…
Brema n’ouzoun mui petra d’ober. Dizrei du-ze da Boullaouën ?…
Nan, nan !
Kement tra a zo eno, a rebechfe d’in krizder va c’halon ! Pa welfen va mam-gaër, e sonjfe d’in klevet anezi ato o rebech d’in maro he merc’h muia karet…
Nan, nan, ne fell ket d’in chom ken en Breiz-lzel, ha red eo d’in ankouat leac’hiou kaër va yaouankiz, pere a zo brema evidon, leac’hiou a rebech a hed va bue…
Mont a rin da dremen ar rest deuz ma amzer da Bariz. Er Gear-Veur-ze o teuin buan da ankouaat an traou doaniuz a zo tremenet, eno e kavin ebatou, hag a zistroio ma spered diwar ma ankeniou… »
Setu ar sonj a rede e penn Herry Kerzuliek.
Mont a rank da glask diduamant, ankouaat
a rank e bried, e dud, e vro gaër Breiz-lzel.
Na chomo ket da reseo huanad diveza e
dud e Poullaouën nag en Huelgoat. Mont a
raio d’en em guzat ha d’en em goll da
Bariz.