IX. — Taoliou finessa c’hoariet da Baolik

Ar Bobl, 1909  (p. 20_19/03/1910-25_23/04/1910)



IX. — Taoliou finessa c’hoariet da Baolik


Pa oent digouezet, e oent kaset d’al liorz da eva bep a vanne araok koania. Eur plac’h iaouank a deuaz da zervicha ar botred, hag oll e lipchont o mourrou diwar an evach, mad. Fistoulik goude beza lipet e vanne, a ieaz raktal da esa tapet avalou ruz a wele oc’h ar gwez, ha pa ne c’helle ket tapat anezo diwar an douar, e pignaz goustadik e beg eur wezen e traon al liorz. P’en devoa diskaret eun nebeud, e tiskennaz, mez en eur zisken re founnuz, e vragou brava a spegaz en eur bod, ha prestik an oll a welaz lost roched ar paourkez laër bihan. Red mat oa bet lavaret d’ar vatez lakat neud en nadoz vit griat bragou Fistoul, rak eur vez e oa e welet.

Vardro eiz heur e oa galvet ar botred da zont oc’h taol en eur zal vraz leun a sklasennou kaër, a boltrejou martoloded brudet deuz an amzer goz.

Paolik a zo roet d’ezhan an enor braz, laket eo da goania e-kichen moëreb ar c’habiten, ha Fistoulik gant e vragou griet, a zo lezet e lost an daol. Evelato ne ket hen eo a ra an nebeuta geizou, ne ket hen eo a zebr hag a ev an nebeuta.

Vardro dek heur noz e oa digaset an thé, hag ar sigarennou, hag evel just, Fistoulik a ziskouezaz e ouie butuna, rak teir zigaren en devoa kemeret, evit delc’her sonj deuz ar eontr, a lavaret d’e gonseurted.

Goude beza kanet ha iouc’het e gallek hag e brezonek, ar botred a deuaz er meaz euz an ti vardro hanter-noz. Ar c’habiten a jomaz da gousket e ti e eontr, hag a lezaz ar botred d’en em glask evel ma karient.

An noz a ioa teval du, hag ar vartoloded, abafet evel sonerien, eleac’h kemer hent ar porz, a gemeraz eun hont treuz, hag a ieaz er meaz euz a gear.

— Petra raimp breman, eme Bidoch ? ma zeomp e kear, o vezimp laket en toull, rak ouspenn hanter-noz eo m’oarvad. N’eo ket eun avans d’eomp klask hent ar porz, rak n’euz den war zao vit hon hentcha.

— Oh evidon-me na z’in ket e kear, a lavaraz Paolik.

— Na me ken nebeud, eme Fistoulik.

— Gwella tra hon euz da ober, eme ar Peul, eo chom da gousket ken a vezo deut an deiz, er c’hardi a zo aman war bord an hent braz, rak skuiz omp oll.

— Sellit ta potred ! e peleac’h eo chomet Sikraouik ?

— Allaz ! kredabl en deuz kavet eun hent all gwelloc’h eget hen-ma.

Raktal, ar botred a ieaz er c’hardi, hag eur c’hart heur goude e tiroc’hent war eur bern delliou seac’h.

Antronoz vintin, ar c’habiten savet abred, a deuaz war eon d’al lestr, hag a jomaz sebezet o welet n’oa digouezet den el lestr :

« Mantruz eo evelkent lezer eur seurt bagad madou heb den d’o diaoual ! Gwelet a ran breman oun faziet, ha c’hoaz eo brao d’in pa n’oun ket bet laëret ! Breman eo poent d’in mont da di ar c’homiser polis, da lavaret d’ezhan ober eun enklask war ar botred a dlie beza chomet d’en em ambuzi en eun hostaleri fall bennag. »

Pa oe deut Bimbao en dro d’e lestr, e lennaz eur gazeten, mez warnhi ne oa hano ebed deuz ar botred.

Wardro nav heur goulskoude, e klevaz lavaret e oa lazet Sikraouik, laëret ha taolet en eun douvez doun gant eur vanden laëron deuz kear.

Goulskoude an heol a ioa dija huel, hag hag ar pevar martolod all a ziroc’he ato ebarz er c’hardi.

Mestr ar c’hardi a zigouezaz warnho var-dro eiz heur, a zihunaz anezo, hag a c’houlennaz outho piou en doa roet aotre d’ezo da vont da gousket en e gardi.

— Den abed avad ! eme ar Peul, mes ne gredan ket e vije falloc’h o kardi evit beza goudoret ac’hanomp-ni eun nozvez.

— Tec’hit ac’hann ha buan, pe me o kaso a daoliou boutou.

Ar botred a zent, hag a en em denn sioulik.

Paolik, c’hoënn en e lerou, e zaoulagad ruz tan, a c’houlenne dre pe seurt hent mont. Fistoulik a c’houlennaz an hent da vont d’ar porz digant eur plac’h o tremen.

— Heulia hou-ma ar ru-ma penn da benn, ha pa vefoc’h digouezet en traon, troi a zeou ha heuill ar ru-ze.

Goulskoude Paolik a grene evel eur bern delliou, o sonjal e ranke treuzi kear evit mont d’ar porz.

Gwelet a ree an dud o chom abaf da zellet outhan o taoler e dreid loan war ar paveou.

Eur pennadik goude ec’h en em lakeaz da redek evel eun diskiant, hag e dok kern huel a gouezaz d’an douar. Paolik na jomaz ket da zastum e dok, hag a rede ato. An dud er ru a ioa strafuillet oll o welet eun den du ha kerniel d’ezhan o redek, ha spontet, e tec’hent en e raok. Goulskoude daou offiser war loan a en em lakeaz da redek war e lerc’h, mez abenn ma oe tapet, Paolik en doa bet amzer da bignat e beg eur skeul hirr, laket war ar ru gant daou doër erru da gempen an ti. Diwar lein an doen, Paolik a c’hoarze goap d’an dud a ioa d’an traon o tigeri o bek hag o sellet outhan.

Abenn eun hanter heur goude, e oa mantruz gwelet an dud a ioa diredet di da zellet ouz Paolik.

Darn a lavare tenna warnhan, darn all a c’houle e vije taolet dour outhan gant pompou kear.

Prestik goude ec’h erruaz peder strinkerez dour, mez Paolik, pa welaz ar pez e oar o vont da ober d’ezhan, a en em lakeaz er simimal, hag eno an dour na c’helle ket tapat anezhan.

Goulskoude, ma oa Paolik eur potr fin, ar re a ioa eno n’oant ket diskiant kennebeud, rak prestik Paolik a renkaz en em denna deuz ar siminal, pe e vije bet mouget gant moged soufr ha banal glaz. P’en doa diskouezet e benn, e tapaz eur banne mat a zour taolet outhan gant kaz deuz an traon. Neuze Paolik a en em dennaz en tu deuz an doën na oa den o sellet outhan, mez prestik diou strinkerez a ieaz en tu-ze hag eun niver braz a dud gantho, vit gwelet pe seurt geizou raje Paolik.

Pa welaz Paolik an diou strinkerez, e teuaz en tu all d’an doen, mez allaz ! Darbed oa bet d’ezhan beza taolet d’an douar gant nerz an dour o koueza warnhan. Neuze Paolik, pa welaz n’oa ket evit c’hoari, a en em lakeaz da redek diwar an eil ti war egile evel eur c’haz-koat, hag ar bobl a jome abaf da zellet outhan oc’h ober lammou chouk-abenn war griben an toennou, en despet d’an dour a goueze warnhan euz a bep tu.

Abenn fin an abaden, Paolik a reaz eul lamm war an iliz vrasa a ioa e kear, ha diwar an iliz e pignaz er zolier huela en tour. En em lakat a reaz a istribill ouz bazoulen ar c’hloc’h bihan, hag eno ne goueze banne dour ebed warnhan, kaer o doa ar strinkerezed taoler dioutho hardi.

Epad an deiz oa bet ar bomperien o c’hoari taoler dour ouz Paolik, ha biskoaz n’oa bet en Aber-Nevez kement a ebat evel a ioa bet en deiz-ze.

N’oa ken hano nemed deuz Paolik an Ankou.

Goulskoude den na gredaz tostaat ouz Paolik stag ouz bazoulen ar c’hloc’h bihan, mez avad pa deuaz an noz, 30 archer war loan a ioa laket da welet pe heur e vije tec’het. Ar peder strinkerez a jomaz ive diou a bep tu, ha prest da c’hoari.

Ouspenn-ze, eun niver braz a dud a jomaz c’hoaz war ar ru da veilla war Paolik.

Wardro div heur goude an hanter-noz, teir iouc’haden skiltruz hag a dregernaz kear oll gantho, a deuaz er meaz euz an tour. Paolik, skuiz oc’h ar vazoulen, a lakeaz e fri er meaz evit sellet war ar ru, da welet hag unan bennag a welche.

Pa ne welaz, pa ne glevaz den, ec’h en em lakeaz a-zevri da zisken euz an tour vit mont d’al lestr da zebri eun tam boued bennag.

Pa oe diskennet Paolik d’an traon, eiz soudard euz ar re wella a grogaz ennhan, her liammaz, hag a gasaz anezhan d’an toull da c’hortoz ma vije deut an deiz. Raktal ma oa kraouiet an diaoul, daou archer a ieaz da gemen d’an aotronez vraz deuz kear e oa Paolik er bidouf, hag e vije eaz her lakat d’ar maro.

Da c’huec’h heur deuz ar mintin e tigouezaz ar general braz hag eur rujumant a-bez, ar Prefed, ar bolised oll, hag en eur ger, kear oll a ioa war zao.

Da zeiz heur e oa digoret an nor war Paolik. Pa welaz hen-ma an tokou ruz hag ar c’hlezeier en noaz o tont warnhan, e torraz ken eaz evel terri neud brein, ar peder chaden houarn a liamme e gorf, hag e lazaz evel tousegi, daou vestr braz deut er bidouf evit en tenna er meaz. Dont a reaz e-unan er meaz en eur iouc’hal, hag e spontaz eun nebeud mad a verc’hed a ioa wardro.

Goulskoude, ken buan a lavaret, pevar c’hant soudard o c’hlezeier en noaz a gelc’haz prestik anezhan, ha peder chaden houarn kalz tevoc’h eget ar re genta, a liammaz start anezhan evit an eil gwech.

Neuze ar Jeneral hag ar Prefed a dostaaz outhan, hag a c’houlennaz outhan :

— Pe hano peuz ?

— Me zo Paolik va hano.

— Paolik petra ?

— Paolik an ankou.

— Peseurt micher a rez ?

— Mestr an dud, ha mestr ar yer en o c’hlud.

— Mad ! eme ar jeneral en eur skriva an traou-ze war eur paper braz.

— Perak e c’houlennit am traou-ze ouzin ?

— Bremaïk e weli, paotr, bremaïk ni zesko d’id ober geizou hag ober freuz war an toënnou, er siminalou hag en touriou kaër.

Prestik goude eur c’harr braz ha pounner a en em gavaz, pevar loan outhan war an dachen, hag a jomaz a zao e kichen Paolik. Kerkent, pevar zoudard a grogaz e Paolik, hag a daolaz anezhan er c’har evel eul leue bihan. Kerkent ar c’har a gemeraz hent an dachen vraz a vije ar zoudarded ennhi bemdez o c’hoari soudardik. Kear oll koulz lavaret, a heuliaz ar c’har, hag abenn ma oa erruet hen-ma, eur bobl niveruz a ioa dija o iouc’hal war an dachen.

Eur pikol peul teo a ioa sanket doun en douar hag outhan Paolik a ioa staget trum ha trum. Pa oe staget mat, hanter kant soudard, karget o fuzuliou gant plom bihan, a ioa roet urz d’ezho da denna warnhan deuz hanter kant paz. Pa glevaz Paolik trouz ar fuzuliou, ha pa zantaz ar plom e lavaraz :

— Daonet avad ! gurun a ra evit doare, hag ar c’hoënn a grog ! Douetuz em euz tapet eur sac’had c’hoënn duze er bidouf ! Pa welaz ar jeneral koz n’oa ket lazet Paolik c’hoaz, e lavaraz tenna c’hoaz warnhan. Neuze Paolik a ziframmaz ar chaden a zalc’he e zaouarn, hag a en em lakeaz da frotta e ziwesker hag e gof. Ar jeneral koz e kounnar, pa welaz ne varve ket Paolik gant an draje, a ordrenaz tenna warnhan hanter kant tenn bolodou.

Mez allaz ! an tennou a riske diwar gof Paolik, hag hen-ma na zihane da frotta e gof hag e ziwesker en eur lavaret e koueze kazarc’h teo warnhan. Goude beza tennet teir gwech war Paolik hanter kant tenn bep tro, ar jeneral braz o welet ne ree e zen nemed en em zifretta gwasoc’h gwaz, a ordrenaz mont daved pevar bez kanol da gazern ar zoudarded war loan.

Prestik goude ar c’hanoliou en em gavaz war an dachen, ha raktal eünet war Paolik. Hen-ma a zispourbelle e zaoulagad o welet ar c’hoariellou-ze digor o genou gantho o sellet outhan. Kerkent eur vogeden glaz a deuaz deuz unan, hag eur voled en em gavaz war gar Paolik.

Ah daonet avad ! en taol-man e vezo lazet ar c’hoënn ! Mez c’hoariet goustadoc’h potred pe e torfoc’h va izili d’in !… Pan ! pan !… Petra eo an traou-ma ? Bolodou rond, mad da c’hoari war ar pont ! Pan ! pan ! Aïou va gar gleiz ! Pan ! pan ! en taol-man, Paolik e kounnar a dorraz e liammou dir, a dennaz er meaz euz an douar ar peul faoutet, a daol anezhan war ar zoudarded. Kemer a ra ar c’hanoliou, taoler a ra anezho d’an traon eilpennet, hag ar c’hezek spontet a ra tro an dachen gant ar c’hanoliou, o ruza war o lerc’h. Pemp munut goude n’oa den war an dachen, an oll dud, jeneraled hag all, a gemeraz hent kear buana ma c’hallont ha peb hini a ieaz d’e loch. Paolik a zavaz war unan deuz ar peziou kanol stag pevar loan outhan, ha ganthan beteg an noz e reaz tro kear. Den na jome war ar ru pa vije gwelet Paolik o tiboucha gant e bevar loan an tan en o daoulagad hag eun eonen wenn war o c’hostou.

Goulskoude wardro kuz-heol, Paolik a lezaz e gezek hag e bez kanol, hag en em dennaz d’al lestr, heb na oe bet den abed o c’houlen diganthan da beleac’h e oa o vont. Pa oe digouezet, e welaz ar c’habiten Bimbao e-unan war ar pont o lenn ar gazeten :

— Te zo eur c’holle avad Paolik c’hoariet e peuz da botr mat dre aze hirio, ha tud ar gear-man o devezo pell amzer envor deuz o wiziegez !…

Gouzout a rez ! seiz plac’h koz, hag ouspenn ugent krennard, a zo lazet er mintin-man da unnek heur, breset gant an dud spourounet o redek en da raok !… Mez ar pez a zo ken gwaz, ar paourkez Sikraouik a zo lazet ive en noz tremenet gant eur vanden lakejen deuz kear. Doue d’er pardono ! ar paourkez keginer a vezo interret varc’hoaz vintin da nav heur !

— Hag ar botred all ! e peleac’h emaint ?

— En toull abaoue ar mintin-ma ! Tapet int bet o laërez bara hag o terri ar gwer en eun ti o kear. Mez varc’hoaz vintin e vezo lezet kabestr gantho, rak paët em euz ar gaou o deuz great o kear.

— Mez ! kabiten, gouzout a rit o peuz prometet roi eun ene d’in araok mont e kuit ac’hann, hag erru eo ar mare da seveni o promesa.

— Gwir a leverez, Paolik, hag en dra-ze e oan o sonjal ive bremaik c’hoaz. An dra-ze a laka diez va spered, rak red eo d’in paëa d’id an dle-ze araok kuitaat ar porz-mor man.

— Evel just avad kabiten, pe me c’hoario va faotr adarre.

— Setu aman penaoz em euz sonj da ober :

Varc’hoaz vintin pa vezo an tri ganfart er gear, e vezo tennet d’ar billed evid gwelet ene piou a ielo ganez. Pemp billed a vezo laket er zac’h, unan evidon-me, unan all evidoud-te, ha tri evid an tri martolod. Fistoulik eo o zalc’ho ar zac’h, ha te a denno an hanoiou er meaz anezhan.

— Ma ! great evelse !

— Mez taol evez ! rak mar tennez da hano da unan, ne peuz netra da gaout ac’hann !

— Oh ! oh ! kabiten ! fur awalc’h oun evit tenna hano eun all, ha lezer va hini er zac’h.

Antronoz vintin, ar botred, bet o loja er bidouf, a deuaz d’al lestr ekreiz etre daouzek archer o c’hlezeier en noaz. Ar peul en doa kollet e dok, Bidoch a ioa koenvet e lagad deou, ha bronduet gant eun taol bottez bennag, Fistoulik a ioa roget e vragou deuz an traon beteg an nec’h, ha kignet e fri.

Ar c’habiten a lavaraz d’ezho azeza en e gichen :

— Setu daou zevez tremenet ganeomp en aner aman. Dimerc’her da noz pa oen digouezet aman, em oa c’hoant da ober plijadur d’eoc’h, hag e lavariz d’am eontr pedi ac’hanoc’h da goania. Deac’h vintin pa oen digouezet em lestr, na gaviz den abed euz va martoloded. Prestik goude e kleviz lavaret e oa eur jabadao gant Paolik e kear, ha goude kreizde e kleviz lavaret e oa kraouiet va zri martolod, goude beza bet o terri ar gwer e kear, hag o laërez bara. Deuz ar mintin da nav heur, em oa dija klevet e oa kavet Sikraouik en eun douve pemp taol koutell en e gof. Gouzout a rit, ar c’helachou-ze na reont ket kalz a blijadur d’in, ouspenn ma z’eo eur vez evidomp oll.

Na zalein ket pelloc’h da c’hourdrouz ac’hanoc’h, rak mez em euz war o sikour, ha poënt eo d’in en em denna kenta ma c’hellin deuz kichen ti va eontr, en deuz klevet breman menek deuz ho taoliou kaër. Gwelet a ran breman n’eo ket furoc’h ar c’hosa eget ar iaouanka ac’hanoc’h, ha kerkent ma vez eur banne a re en o kof, o peuz hast da ziskouez ez oc’h potred vad ha tud a nebeud ha skiant. Divezatoc’h, pa vezimp digouezet e Breiz, pa vezimp eat peb hini ac’hanomp da ober evithan e unan, e raimp evel a garimp, mez ac’hann di, e fell d’in e sentfec’h ouzin, rak n’anavezan mestr all abed ken war al lestr nemed-oun… Eiz heur eo breman, ha da zek heur bremaïk e savimp an heor, hag e kemerimp ar mor evit mont da Vreiz.

— Ia, ia, kabiten ! mez araok e vezo red d’eoc’h seveni ho promesa, ha roi d’in eun ene.

Kerkent Bimbao a stagaz d’ar gefridi.

— Te Fistoul, dalc’h ar zac’h man, ma taolin ar pemp billed, unan evit peb hini ac’hanomp. Te Paolik, sell mat, p’e gwir emaor o vont da labourat evid oud. Setu ar pemp billed er zac’h, hej mat anezhan Fistoul, ha te Paol, tenn unan, da hini mar kerez !

— Gant a ri, eme Fistoulik, paz d’id tenna va hini-me, ha me baëo pevar gwennegad d’id bremaik !

— Peoc’h, Fistoul, ma raio Paolik labour vad.

Eur billed a deu er meaz, mez Paolik a ioa bet red d’ezhan en lezer da goueza, rak leiz e oa gant an dour benniget, ha poazat a ree e vizied d’ezhan.

— Allo ! krena rez evit doare ! Lak evez mat, rak ar re a gouezo d’an douar a vezo roget raktal, na gontint ket ken. An eil, an trede hag ar pevare a gouezaz, peb hini d’e dro d’an douar ; evel ar c’henta, e poazent e vizied da Baolik.

Allo ! d’ar pemped ! hen ma eo an hini mat, n’euz nemet han er zac’h !

En taol-man Paolik a denn hag a zispleg ar billed, mez e veudik a gouez en e zourn pa wel skrivet warnhan « Paolik ». Neuze ec’h en em lez da goueza war an douar, en em ruill a ra, tenna ra bleo e beun, ha mantruz eo klevet ar iouc’hadennou a lesk.

— Gwelloc’h eo d’id rei peoc’h, pe bremaïk ema adarre an archerien hag ar zoudarded, erru d’az liamma, ha d’az kas d’an toull.

— Me n’am euz aoun abed nag ouz archer nag ouz soudard ! mez an taol-man em euz bet affer ouz finnoc’h eget-oun, hag oun trec’het ha trec’het da vad ! Breman oun kollet, ha n’em euz netra da ober mui, nemed en em daoler er mor evel eun den kouezet en dizesper !

Kerkent hag e gomzou, an diaoul a en em lezaz da goueza en dour stok e gorf. Kerkent an oabl a deuaz d’en em garga a goumoul du, eur barr avel spontuz a zavaz, ar glao en em lakeaz da gueza evel taoler gant barazou, ar mor a deuaz da veza rust ha kalz bagou bihan a ioa penseet er porz.

— Ema Paolik o neui, a lavare Fistoulik ! anat eo, deuz gwelet ar mor ken fall ma z’eo !

Edoug an deiz ar mor a ioa fall, ar Goulmik a luskelle war ar mor er porz evel eur graoennik, hag al listri a ioa en e c’hichen a ree evel d’hi.

Ar c’habiten, o welet n’oa moien ebed da dec’hat kuit, a ordrenaz d’e vartoloded mont da gousket, hag hen e-unan a jomaz en e gambr da welet pe seurt a raje an amzer.

Araok mont da gousket, Fistoulik a lavaraz :

— Evelato mestr, eo red d’eomp trugarekaat ac’hanoc’h deuz an taol kaër oc’h euz c’hoariet er mintin-man da Baolik ! Hennez an taol-ze a gount en o puez, mestr ! ha me a ioa c’hoënn awalc’h em lerou o telc’her ar zac’h da Baolik, gant aoun n’en devije tennet va hano deuz ar zac’h.

— Ne poa ket a fizianz e gwiziegez da vestr ’ta neuze ?

— Eo mez evelkent, ma z’oc’h gwiziek, Paolik n’oa ket azen ken nebeud, ha meur a wech hon euz gwelet anezhan oc’h ober taoliou kaër dreist, evel deac’h e kear epad an deiz.

— Gwelloc’h eo d’eomp lezer an dra-ze, ha sonjal er paourkez Sikraouik, a zo aze breman er vered, astennet e bevar ibill ganthan en douar.

— Ia sur ! a lavaraz Bidoch, Evidon-me bep tro ma sonjan ennhan, a deu an daëlou em daoulagad !

— Ha me ive ! eme Fistoulik. Meur a wech, ar paourkez en deuz roet d’in da zebri ha da eva e-kuz !…

— Na pe seurt maro kriz en deuz bet ! ar paourkez Sikraouik !…

— Ia ! eme ar c’habiten, gwelet a rit pegen brao eo pourmen ar ruiou er c’heariou braz pa vez divezad en noz, ha dreist-oll pa vezer mezo ! Al lakejen ne vezont ket pell evit laërez eun den, hen laza, hen taoler en eun toull doun bennag evel eur c’hi. Setu unan deuz hor c’henseurted, eur mignon diwar al lestr a zervich da skouer d’eomp. Dalc’homp eta sonj mat deuz maro Sikraouik hag arabad eo d’eomp ober evel en deuz great.

— Ha breman, kabiten, piou oc’h euz sonj da lakat da geginer en e leac’h ?

— Te, mar kerez, Bidoch, p’e gwir e c’houlennez.

— Ha me, kabiten ?

— Te Fistoul daonet ! te ne vijez morse kavet diwar dour ar zaout, ha netra ne vije prientet d’e boënt !… Mez evit hirio, gwella tra on euz da ober, eo mont da gousket, rak skuiz omp oll m’oarvad, ha varc’hoaz ni welo petra da ober.

— Oh ia vad ! kabiten, eme Fistoulik, evidon-me zo skuiz, rak en noz tremenet eo bet red d’in kousket duze war eur planken kalet er bidouf ! N’em oa ket great eun heur gousket, hag e santen evel pa vije torret va c’horf ouzin, ha goude na gouskiz tam ebed ken, na zerriz ket eul lagad zoken.

— Mad zo great d’eoc’h, strouillennou, rederien noz !

Prestik goude, ar c’habiten hag e dri martolod a roc’he start en gwele, hag antronoz vintin kerkent a gouloudeiz, Fistoulik a ioa var ar pont, dibikouz e zaoulagad o sellet ouz drem an amzer. Disken a reaz heb dale da lavaret d’e vignoned e oa troet an avel, hag arwez vad d’an amzer.

— Kredabl awalc’h, eme Bidoch en e vele c’hoaz, eo ridet koz kroc’hen Paolik breman p’e gwir eo deut brao an amzer ; rak me zo sur hen gant ar gonnnar a ioa ennhan d’eac’h, eo a lakeaz ar mor da zansal e doare ma ree.

— Lez an diaoul-ze a goste, a lavaran d’id, arabad eo d’id komz ken diouthan, ha sao da ober d’eomp bep a vanne kafe, a lavaraz Bimbao.

Azaleg ar mare-ze, Bidoch a ioa laket da vestr keginer war ar Goulmik, an tri all eo a vleino al lestr beteg aot Lannion.

Ar c’habiten pa oa debret e zijuni a lavaraz :

— Breman, potred, me zo o vont da di va eontr da lavaret kenavo : marteze e tremenin ganthan eul loden vraz eus an deiz, mez ar pez a zo sur, abenn an teval a vezin dizro ha varc’hoaz vintin kerkent hag an deiz, ma ve brao an amzer, e tostaimp ouz ar gear. Te Bidoch, a jomo da ziwal al lestr, te Peul a c’hello mont da brena eun tok brao evit erruout deread er gear, ha te Fistoul a c’hello prena eur bragou nevez, ha mont da di an apotiker da c’houlen louzou da lakat war da fri kignet.

— Me, mestr, a zo koenvet va lagad, hag em bije ezom da vont daved eun tam louzou ive, eme Bidoch

— Me zigaso d’id, eme Fistoulik.

— Te rank chom da zioual al lestr, gant aoun na iaje hor bagad madou gant al laër. Mez c’houi, potred, diouallit da veza mezo, pe n’o pezo netra deuz ar madou laëret.

— Oh kabiten ! eme Fistoulik, mezo na vezimp ket, rak en hor ialc’h eo tano ar mouniz, ha gouzout a ran ouspenn, eo trec’h ar boëson d’in, rak be wech mac’h evan eur banne re, e ro lamm d’in. Rakse ta kabiten, bezit dinec’h e kever ar poënt ze.

Prestik goude, ar c’habiten, gwisket ganhan e zillad kaëra, a gemeraz penn an hent evit mont da leina da di e eontr, ar Peul ha Fistoulik a ieaz pres war e lerc’h evit kemer ebat e kear a hed an deiz. En hent, e kavchont lakepoted o c’hoari boulou.

Ma ! eme Fistoulik, biskoaz n’oun bet oc’h ober ar c’hoari ze, deomp da zellet, koulz e vezimp azezet aze evel o vale e kear.

— Ia zur, hag aze da viana n’or bezo ket o leac’h da vont da eva, ha d’en em vezvi.

Mez a veac’h oant azezet, perc’hen ar boulou a c’houlennaz :

— Piou deui da ober ar pevare ?

— Me, eme Fistoul, en doa bet kalz ebat o welet ar re all o c’hoari, hag a ioa savet c’hoant c’hoari ganthan ive.

Fistoulik, kaer en doa bet ruilla e voulou gwella ma c’helle, n’oa ket bet daleet evit koll, hag e ieaz en hostaleri da baëa eur banne d’e enebour c’hoarier.

D’an eil c’hoariaden, potred ! a lavaraz ar perc’hen.

— Awalc’h er giz-ze, eme Fistoulik, va c’hamalad a c’hoario em leac’h, mar kar.

Ar Peul a c’hoariaz d’e dro, hag a gollaz ive e bevar gwennek.

— Ar c’hoariou, eme ar Peul, ne blijont ket kalz d’in, Fistoulik, rak traou tentuz int pa befe kollet eur barti, e sav c’hoant ganez d’ober eun all evit esa gonid, hag aliez na ve great nemed koll. Deuz eun tu all, er c’hoariou Lagoutt-ma n’euz nemed an hostiz o c’honit gantho. Me lavar d’id gant gwirionez, pa ve eur gwennek bennag em godell, eo gwelloc’h ganen o dispign en eun hostaleri, o konta gant eur mignon, eget o dispign er c’heariou.

Goulskoude, Bidoch, chomet da zioual al lestr, a ieaz prestik goude ma oe eat ar re all kuit, da ober al lez d’eur voulaillad odevi nevez boulc’het.

Staga reaz ar voutaill ouz e benn, ha pemp minut goude n’oa kin taken ennhi. Prestik ar c’heginer a zantaz an traou o trei en dro d’ezhan, hag a en em roaz da gousket war ar pont.

Goulskoude Paolik n’oa ket maro, mez mont a reaz da guzat pell deuz ar Goulmik, ha gwelet en doa ar botred o vont e kear. Neuze, o neui dindan an dour, beteg al lestr e teuaz a nebeudou. Pa oe erruet etal ar Goulmik, e reaz eul lamm ebarz, e welaz Bidoch astennet war ar pont o tiroc’ha gant e gorfat. Disken a ra neuze e strad al lestr, ha mont a ra da guzat en eur zac’h bet o lakat glaou douar. Evel eur zantik er voger, e chom Paolik en e gorn tro.

An noz a dostee a lammou braz, hag an daou vartolod goude beza prenet dillad ha louzeier, a deuaz d’al lestr diabaf kaër. Souezet e oant bet, pa welchont Bidoch astennet war ar pont o roc’ha.

Kregi rachont o daou ennhan, hag e taolchont anezhan war e wele da gousket. Neuze e lakechont louzou d’ezhan war e lagad hag eur mouchouer war gorre. En em lakat a rechont a-zevri da aoza koan, patatez fritet en amann, eun elumen viou gant kig moc’h, ha pesked fritet. N’oa ket peur achuet koan, pa glevchont mouez ar o c’hervel evit ma vije digaset ar vagik beteg ribl ar c’haë vit her c’has d’al lestr. Fistoulik, soubl e gorf evel eur zilien, a deuaz kerkent, hag eur c’hart heur goude, e oa ar c’habiten el lestr. Ar Peul en devoa servichet koan, hag an oll a zebraz a galon vad.

— E peleac’h ema Bidoch, pa n’ema ket o tebri e goan ganeomp ?

— Bidoch a zo bet red d’ezhan mont da gousket, rak prestik goude ma oe laket al louzou d’ezhan war e lagad, e krogaz ar boan-benn ennhan, hag eun hanter heur a zo ez eo kousket.

— Ma, potred ! en deiz all em oa gourdrouzet ac’hanoc’h abalamour d’an dispac’h o poe great e kear, mez hirio ez eo laouen va c’halon o welet oc’h deut diabaf d’ar gear. Da goania o roin d’eoc’h hirio bep a vanne gwin euz ar gwella, roet d’in evidoc’h gant va eontr. Ouspenn, eur voutaillad boëson hag a goust d’ezhan ugent liur, em euz bet ive, mez hounnez avad na vezo ket boulc’het ken en em gavimp er gear.

— Oh kabiten ! eme Fistoulik, ar gwel hebken deuz ar voutaill alaouret-ze, a welan en o paner, a zigas an dour em beg ! en hano Doue, mestr, en enor da groc’hen ridet Paolik, roit d’eomp bep a vannac’hik hirio, hag ar peurrest e Breiz.

— Ma ! sell Fistoul fall, en enor da Baolik a zo toubudet e ialc’h vulun, ec’h evimp hirio bep a vannac’hik bihan, hag e Breiz, pa vezo rannet an arc’hant, ec’h evimp ar rest.

— Dao dei ! eme ar Peul.

— Oh sac’h krampouz ! eme Fistoulik o frotta e gof, hen-ma zo mad avad !

— Pa lavaren d’id, eme Bimbaoïk.

Goulskoude ar c’habiten a zerraz prestik e voutaill en e armelik, hag a lakeaz an alc’houez en e c’hodell.

Antronoz vintin, kerkent a goulou-deiz, an heor a ioa savet, hag ar Goulmik buan ha buan a bellee douz kaë ar gear vraz.