Ian Bodbalan
Epad an nosveziou hir euz ar goanv, er beilladegou-ze a velet guech all ker stank var ar meaz hag a zo eat brema couls lavaret ar c’hiz anezho en he dro, unan euz ar brasa plijadurezou a gavet oa clevet ar re goz o oonta an taoliou o doa great pe guelet re all oc’h ober. Ian Bodbalan a ioa unan euz ar re goz-ze en doa guelet aleiz a draou, freuz, dispac’h, brezeliou, hag he blijadur oa conta he istoriou d’ar re iaouang evit deski dezho petra a ioa tremenet eun nebeut bloaveziou diaraok.
An hini en deus scrifet kement ma en em gavaz eun nosvez d’he zilaou, en eur c’hranch pe eur c’hardi eleac’h m’az oa en em zestumet eun antercant den bennag evit ar veilladek. Ar breizad coz en doa neuze tremen pevar ugent vloas, mes ker cre oa c’hoaz ha ker sounn var he ilizi hag eun den triugent vloas. Bet oa o stourm oc’h ar re c’hlaz, ha stourm a rea ker mad ma voue leshanvet craban dir.
En nosvez ma comzomp anezhi, unan bennag a lavaras dezhan :
— Ian Bodbalan, contit deomp eun taol caer a rejoc’h e Sant-Ian !
— Gant plijadur ; ia, hennez zo eun taol hag a verit e ve comzet anezhan.
Eun abardaesvez-ta, an aotrou Boasier a lavaras din evelen :
— Craban-dir, me’m euz izom ac’hanout ; sell, kea dioc’h-tu da gas al lizer-ze ; ne ket eur gevridi eas da ober, me gaf din gouscoude te he graio.
Bennos Doue deoc’h, tad ar Victor, (evelse eo e c’halvemp an aotrou Boasier) ; roit din ho lizer ma’z in dioc’htu ; ha me o vont kuit.
— Gortos-ta, n’em eus ket lavaret dit peleac’h ec’h eus da vont.
— Guir eo. Da biou eo al lizer ?
— D’ar jeneral Bonchamps.
— E peleac’h her c’havin-me ?
— Er meziou, etre Romagn ha Foujer. Pa vezi digouezet e Romagn, ez i gant ar venoden a hed park Ivon Plouvern ; pa vezi eat bete Keralen, ez i a dreus gant an douarou beteg ar c’hastel coz, eno en em guzi e lost al lenn vihan etouez ar raoz. Neuze e tevrezi ar a gouen seis guech, hag ep dale e veli ar botred o tont d’as caout. Digas din respont ar jeneral. Beach vad, ha taol evez oc’h ar re c’hlaz.
En dervez ma comzan anezhan, eme Ian Bodbalan, on doa en em gannet epad da neubeuta c’huec’h heur horolach, oc’h ar re c’hlaz, ha falc’het eun nebeut mad anezho. Evelse daoust d’am c’hraban dir e cave din oa pounner va izili, hag em bije great a galon vad eur pennad ean.
N’oa ket ken nebeut eur c’hoari mont da gaout ar jeneral Bonchamps ; an enebourien a ioa da dreuzi, rak varzu eno oant en em dennet. N’eus fors, tad ar victor en doa comzet, ha daoust pe ger skuiz oan ez iz en hent en han’ Doue. Mont a rean en dra c’hallen, beac’h am oa o chom a za gant ar skuisder, ar c’hoant cousket, an naoun hag ar sec’het. Hogen, c’hui vel, ne zonjen ket e kementse. Bale a rean evel eur breton, ha bale eur breton zo eur bale mad.
Hogen, setu pa voan eat tost da Sant-Ian, ha me o velet tantajou tan eur renkennad. Holla, eme ve, ama ez eus chuez fall ; ar botred c’hlaz a zo ama ! Laca evez Ian craban dir !
Neuze e troiz a zeou o sonjal ober an dro : mes pa voan eat eur pennad, a dre eur valaneg, e veliz eur rencad all a dantajou hirroc’h c’hoaz evit ar genta. Siouaz, a lavaris neuze, ama ne eller mont e tu ebed ; red eo mont dre greis pe chom en diascrenn ; red eo neun pe veuzi.
Tenval oa evel en eur forn ; ar pez a blije din avoalc’h, rak gouzout a rean ar guenodennou dindan envor. Eur c’harz a ioa eno hag a ioa eur groaz er penn anezhi, hag e clasken ar groas-ze evit mont goudeze hed ar c’hars. Pell e vouen o clask, rag ar re c’hlaz o doa discaret ha torret ar groas.
Mont a ris neuze daou bleget, var va farlochou, hag e reden evel eur c’had. Bep en amzer e saven va fri da c’hoesat, hag e tigoren va scouarn da silaou. Tostat a rean ato oc’h an tan. Barz’ ar fin e clevis tud o comz tregont pas diouzin, hag unan o lavaret :
— Piou zo ? chomit a za !
— Ofiser oc’h ober he rond.
— Tostait ma vo guelet.
Neuze e clevis trous boutou eun den a ioa kentrou o sini outho, hag eur vouez c’hroz a lavaras goustadik :
— Salo eo ar Republik ! — Goude her c’hleviz adarre o pellaat.
Asa, counnari a rean. Ar re c’hlaz a ioa eta var c’hed ! ha penaus tremen ? red oa gouscoude. Penaus distrei da zant Laurans ep beza bet e Romagn ? ha petra vije bet lavaret euz a Ian craban dir ? Gallet e vije he henvel Ian craban stoup. Asa, n’em oa ket a c’hoant c’hoarzin ; mar deuen en dro oa great gant va henor ; mar dean araog oa great gant va ler.
Epad ma scraben va fenn, setu eur zonch, eur sclerijen o tont em speret. Cavet em oa an tu da ober va zreus. Ger ar ged eo am oa clevet, credabl : Salo eo ar Republik.
Neuze en em lakis da redek varlerc’h an ofiser a ioa gentrou ganthan, hag ato daoubleget, hag abenn daou vunut goude edon ken tost dezhan ha m’emaon deoc’h-hu aze.
Ar pez am eus da lavaret deoc’h brema a zo eun dra scrijus, mes ar vrezel a zo evelse, laza pe beza lazet. Lacat a ris va c’hontel vraz a dreuz em ginou, hag en eul lam, evel eur c’haz pe eun tigr, e voan crog e gouzoug an ofiser glaz, hag hen discaren dindan-hon. Ne ket evit netra e voan bet leshanvet craban dir. An ofiser, strobet gant he vantel vras, ne ellaz nemeur en em zifen. Me en em erbede oc’h an Aotrou Doue, hag a voaske var gouzouk va den evit miret outhan da grial.
Neuze e liviris dezhan e kichen e scouarn : Ro din da vantel, da dok, da votinezou, ha da c’her n’em diskuilli ket ; anez ez ez da vervel !
Clask a rea crial hag en em denna kuit.
— Rei a rez eme ve ?
Hen a hejaz he benn evit lavaret nann.
Eur momet goude e voa maro.
An den-ze, c’hui vel, en doa calon, ha me garje beza gallet savetei he vuez dezhan ; mes petra a fell deoc’h, lezen ar vrezel a zo eno ; poaniuz eo, mes n’oufen pe rafen.
Neuze e lakiz he zivrec’h dezhan a groas var he beultrin, e kemeriz he vantel, he dog hag he voutou kentraouet, ha setu me goaz ac’hanon ha sounn va fenn ganhen, guisket evel eun ofiser glas.
Me vouie ervad e cafjen c’hoas goardou ar botred c’hlaz, hag e guirionez, n’em oa ket great daou c’hant pas na glevis lavaret din :
— Piou zo aze ? chomit a za !
— Ofiser oc’h ober he rond.
— Tostait, ma vo guelet.
Mont a ris ; n’oan ket gouscoude dinec’h. Ma ne ket ger ar ged eo am oa clevet ! Pa voan eat evelato beteg ar zoudard, e lavaris dezhan e pleg he scouarn :
Salo eo ar Republik !
Ar ger mad am oa clevet. Ar zoudart ne lavaras ger ; ha me a c’houlennaz outhan :
— Netra a nevez ?
— Netra, nemet em eus clevet bremaik eun tamik trous varzu duhont ; hag e tiskueze din an hent ma voan deut dreizhan.
— N’em euz guelet den, eme ve, mes laca evez, rag al lamponet-ze n’eus ket da fiziout enho.
— Bezit dizoursi, araok ma teuint tost din-me ! Me ho anavez dioc’h ar c’hoez.
— Mil bomb ! me zo dare da vervel gant ar sec’hed.
— Ofiser, setu aze va c’hocoen.
Efa a ris diou c’houzougad guin ardant ; ar pez a roas buez din, rag eat oan diners.
— Bennos Doue, camarad, ha noz vad.
— Noz vad, va ofiser.
Me a ioa fouge enhon o vont ac’hano, hag a c’hoarze dindan va mourrou. Vardro eun dek goard all a gaviz evelse, oll em lesjont da dremen gant va ger : Salo eo ar Republik.
Ia, ma o divije gouezet, ne ket me da viana eo a vije bet salo. Muia aoun am boa neuze eo na vije deut an deiz araok ma vijen digouezet e penn va beach, rag anavezet e vijen bet marteze dindan dillad an ofiser. Hogen dont a riz abenn euz va zaol, ha va c’hrevidi a voue great evel m’en doa lavaret din tad ar victor.
Digouezet e lost lenn ar c’hastel coz, en em guziz etouez ar raoz, evel a ioa lavaret din. Neuze gant va boz ha va ginou e ris seis guech hou ! hou ! hou ! cri ar gaouen.
Ar botred n’edont ket pell, kerkent ho c’hleviz o tont hag ar c’henta am guelaz, a lavaras :
— Evez ! eur glas !
— Eur glaz ? Jakez ar Faouet, eme ve, n’em anavezez ket ? Mad am oa great coms buan, rag e zeat da denna varnhon. Caset e vouen da gaout ar jeneral Bonchamps, rei a ris dezhan va lizer, hag e liviris dezhan ar pez a ioa digouezet ganhen.
— Eun den out, craban dir ! emezhan ; hag e pocas din ! Dek leo am boa great, ha va divesker a c’houlenne eana. Hogen neuze e tebriz hag ec’h efis va goalc’h hag e couskis epad an deis. Pa voa deut an noz e teuiz en dro da zigas respont ar jeneral. Sonjal a rea din em bije eur goal daol bennak da ober adarre ; mes n’em boue ket. Tad ar victor hag he botred o doa great d’ar re c’hlaz skarza euz al leac’h ma edont. Digouezout a ris gant va mignonet cals kentoc’h eget na zonjen.
Tad ar victor, pa em boue discleriet dezhan penauz em boa great he grevidi, a lavaras din ive evel ar jeneral :
— Eur goaz out, Ian Bodbalan, hag hanvet mad out craban dir ! hag e pocas din ive.
An daou bok-ze eo, a gaf din, caera recompans am eus bet em buez.
— Ian Bodbalan contit deomp pebez taol a rejoc’h e Sant Dominek, eme ar vanden a ioa o silaou ar brezelour coz.
— Mad, clevit, eme graban-dir ; an dra-ma a zigoueze daou vis goude an taol am oa great e Sant Ian. Ar zænt o deus bet ato ho lod e kement am eus great ; anez me voar vad n’em bije ket gallet en em denna evel ma zoun en em dennet. An taol am oa great e Sant Ian en doa roet brud din. An aotrou Boassier am galve he vreac’h deou ; ar pez n’oa ket nebeut a dra, rag hennez n’oa ket eas plega he vreac’h dezhan :
Setu hen-ta, eun dervez ma edomp e Mezier, o tont d’am c’haout hag o lavaret din :
— Craban-dir, ober a rafez eur blijadur evidhon ?
— Ia, ha cant ive, mar galfen.
— Ama evelse e c’helfez marteze rei da groc’hen.
— Me hen diouallo mar gellan.
— Kleo, an aotrou Bonchamps zo du-ze e tu Sant Dominek, vardro eun anterleo dioc’h Pleugueneuc.
— Oh ! gouzout a ran.
— Ia, mes ne ouzout ket marteze ema ar re c’hlaz e Sant Dominek.
— Me ne ran fors anezho. Pet int ?
— Tri bataillon.
— Bah !… hag eo red staga dezho.
— Ne ket an dra-ze eo.
— Petra-ta ? ober adarre evel e Sant Ian ?
— Ia, eun dra bennag evelse. Lavaret em eus d’ar jeneral e kemenjen dezhan peur e tigoesjemp e Tenteniak, hag e cargan ac’hanout euz ar grevidize.
— Mad, tad ar victor, mont a ran.
— Gortos ta ; lavaret em eus dezhan ive, mar bijemp ama sicour vad, e velje varc’hoas vintin eur pavillon guenn e bek tour Sant Dominek.
— Hag e fell deoc’h e stakfen ar pavillon ?
— Evel ma leverez.
— Digasit-hen din.
— Setu-hen ama ; ne roan ket an troad dit.
— Ne dal ket ar boan ; beg an tour zo eun troad mad avoalc’h.
— Kenavezo, ha chans vad dit.
— Kenavezo, va c’habiten.
Plega a riz ar pavillon hag hen lakiz em bruched, hag an hini a vije deut da glask he gaout ac’hano en divije bet va c’hroc’hen kentoc’h. Setu me ta en hent. Ar c’harter oll a ioa goloet a re c’hlaz. Araog, adren, a zeou, a gleis, ne velen nemet re c’hlaz, oll oc’h ober goard evit doare. An dra-ze evel kent, a roe din peadra da zonjal, hag e lavaren ouzin va unan :
— Craban-dir, va mignon, mar ec’h eus c’hoant da zavetei da bavillon ha da ler, e c’helles mont var da barlochou ha sevel da fri da velet a be du e teu an avel.
E guirionez, ama n’oa ket a leac’h da gaketal. Dalc’h mad e velen sitoianed ha n’edont ket cant pas diouzhin. Devet o doa oll dre ma zeant, ha me n’ouzon ket petra a glaskent eno. Var dro eiz heur e tigouezis dirak Sant Dominek. Tenval oa ha glao a rea, ar pez a blije din avoalc’h.
An ilis zo er penn all euz ar bourg. En em sila a ris bete ti Giles Penmarc’h a ioa goullou neuze, rag ar re c’hlaz o doa stlapet ar perc’hen en eur puns pemzek dez araog.
En em guzet a riz en eur c’horn tro hag e chomis da zilaou. Ne gleven trouz ebet a dost ; er penn all euz ar bourg e cleven safar gant ar c’hlazardet.
An iliz a ioa dirazhon, trist ba tenval. Mont a ris var va c’hrabanou beteg an or ; bounta a ris varnhi ; ne ellis ket avad he digeri ; an or-ze a gredan am c’hemere evit eur glaz, ar pez a gaven mezus.
Neuze e zis en dro da di Penmarc’h, hag e caviz eur skeul er sanail. Neuze e saviz oc’h eur prenest hag ec’h elliz ober toull da vont en ilis. Sacha a riz ar skeul en diabars gant aoun na vije deut ar re c’hlas da ober ho zro en diaveas.
Setu me da gaout dor an tour. Alc’hoezet oa, ha me ken nec’het ha biscoas. Ar sacristeri a gavis digor. Ama, eme ve, en deus marteze lezet ar c’hloc’her alc’hoez an tour. Ouspen eun heur e vouen o furchal, o clask. Var bouez gouscoude poania avoalc’h, e caviz eur stroillad alc’hoeziou dindan eun armel. Ia, mes an alc’hoeziou-ze a ioa ouspen ugentanezho, hag e voen c’hoas me n’ouzon ket pegeit araog digouezout gant an hini mad. Digeri a ellis gouscoude ; hogen an or-ze a reaz aoun din, kement e vigouras, kement a drouz a reaz o tigeri. He zerra a ris var va lerc’h ha setu me dioc’h tres va dorn o sevel gant ar scalierou.
Pa voan savet eur pennad, e cavis eno eun tamik cambr hag a ioa enhi eur c’hleuzer var elum. Piou en doa he laket eno ? An aotrou Person, credabl, p’eo guir n’edo ket var elum lamp an ilis. Gouscoude em oa evel aoun ; drouklivet e tlien beza, hag e tennis va c’hontel vras, e voan o c’hortoz ato eur glas bennak da lamet varnhon.
Goudeze em euz goezet eo e guirionez an aotrou Person en doa laket ar c’hleuzer-ze eno araok tec’het, ha mad en doa great tec’het, rag ar re c’hlaz a laze ar bersoned evel kellien. Pa c’hellent dont en hon touez-ni edont en ho c’hre.
Me a anaie ar c’hloc’her, hag en em lakeas da c’helver :
Malou ! Malou ? hogen Malou ne responte ket. Asa, a liviris neuze, red eo e ven diot ive ; ma vije bet Malou ama, oa bet an alc’hoeziou gantha, hag em euz ho c’havet er sacristeri !
E kichen ar c’hleuzer e zoa eur rolledat kerdin. Ker skuiz oan ha ken abafet mac’h azezis var ar c’herdin-ze da ober eun ean hag e voredis. Ne ouzon ket pegeit e padas va c’housk ; mes dihunet e voen gant eun tousmac’h, eun trouz evel pa vije eur vanden drouk sperejou oc’h ober safar e dor ar porched. Me n’em oa ket gallet he digeri ; ar re c’hlaz avad a deuaz a benn anezhi gant ho bouc’hilli. Kerkent setu hi en iliz, ha ne zalejont ket ive da zont da gaout dor an tour.
Clevet a rean anezho o sevel gant an deleziou. Me ho les da zonjal pebez encrez am boa. Va bleo a zave var va fenn, hag e liviris calonek va act a gontrition.
Gouscoude ne gollis ket va fenn, c’hoeza a ris buan ar c’hleuzer, hag en em guzis dindan ar bern kerdin. Pemp pe c’hoec’h oant savet er gambr ma edon hag unan anezho a azezas var ar c’herdin ma edonme dindanho. Ar bourreo ! ker pounner oa hag eur pez kanol. Mouget sur e vijen ma vije chomet pell varnhon ; hogen Sant Dominek ne falvezas ket dezhan. Abenn eur pennadik e zejont adarre en traon gant ar scalierou. Eur glao hag eun avel scrijuz a rea, ha setu perag o devoa diegi o lacat ho fri e beg an tour. — En ilis, da viana, emezho, e cavomp disc’hlao.
N’edon ket fall, evel a velit. Prizonier oan, hag evit pegeit ? Sevel a ris gouscoude. Mes petra da ober ? Ian Graban-Dir, eme ve, guel da viana ha te c’hello staga da bavillon. N’oa ket eun dra eas. Sevel a renken abouez va divrec’h da veg an tour, ha dont a rea sourradou avel ha bouilladou glao hag a venne va dalla Ne ouzon ket oals penauz a ris, mes abenn nebeut goude edon e beg an tour, hag e stagen a zoare ar pavillon guenn oc’h ar groaz houarn.
Disken a ioa c’hoas diesoc’h eget pignat. Pa na dorris ket cant guech va gouzoug o tisken ac’hano, eo anat edo an oll zænt euz ar baradoz oc’h va zicour. Sellit, crena a ran c’hoaz o sonjal e kementse ; ne ancounac’haer ket a nosveziou evelse.
Disken a ris-ta bete camprig ar c’herdin ; mes neuze penaus da ober ? Ar re c’hlaz a ioa en ilis ; ne allen ket mont dre eno. Pa ne aller ket mont dre an or ez ear dre ar prenest. Eun toul prenest a ioa var ar ganiprik-ze a veac’h ledan avoalc’h din da lacat va fenn enha. N’eus fors, staga a riz eur penn euz an deoa hag hirra corden a ioa eno, hag e loskiz ar penn all da vont a zistribil d’an douar ; an deiz a dostea, ha n’em boa ket a amzer da goll.
Setu me ta oc’h ober sin ar groaz, hag abouez poan avoalc’h oc’h en em denna er meas dre an toul prenest. Neuze abouez ar gorden e tiskennis guella ma c’hellis. Ia, mes an hini vez o clask tec’het a vez ato ber dioc’h eur penn bennak. Mes gave din oa hir va c’horden, ha pa errujon en he beg, edon c’hoas da nebeuta pemzek troatad dioc’h an douar.
Penaus da ober ? N’em oa ket da choas, rak n’oan ket goest da bignat en dro. En em loskel a riz eta da goeza, mes eun trouz a riz goest da zihuna tud varo.
A drugare Doue, n’em oa torret ezel ebet.
— Piou zo aze ? a griaz eur zoudard a ioa e gard tost eno, hag her c’hleviz o c’hervel ar zoudarded all, hag eur voulet a sutaz o vont ebiou d’am discouarn.
Me, e c’hellit cridi ne jomen ket da c’hortoz. Ober a riz an dro da di Penmarc’h hag eb dale ne gleven mui ar botred c’hlas. Digouezout a riz e Tinteniac ep droug ebet.
— Mad, eme an aotrou Boasier, aoun em oa na vijes lazet, Craban-Dir.
— Oh ! list-hi, tad ar victor, eme ve.
— Ha da bavillon ?
— Ema oc’h beg an tour.
— Eun den out, Craban-Dir.
Da nav heur, en dervez-ze, ar re c’hlaz a ioa paket etre soudardet Bonchamps ha re tadig ar victor, ha me hen assur deoc’h ne deas ket calz anezho da gas ho c’helou d’ar gær.