Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Salud deoc’h Iliz ma farroz ha Zalud d’ac’h, ilis ma faroz !.

J. B. FOURNIER HENA, 1867  (p. 64-74)



ILIZ MA FARROZ

————

Da dri varz iaouank ha kalonek, ann aotrounez

I.-V. IONKOUR, beleg, GUITEREL hag HINGANT, ho

daou avieler.

————


Fidem servavi.
(Saint Paul à Timothée.
Epitre 11, chap. 4, verset7.)

War don : Eliedik, ma merc’hik koant.

Salud d’e-hoc’h, iliz ma farroz !
Salud, iliz ma zadou koz !
Ma c’halon a zeu da domma,
Iliz santel, pa ho kwelann.

Ma c’halon a zeu da domma
Ha ma daoulagad da wela,
P’ho kwelann, iliz vinniget,
Rag enn-hoc’h ounn bet badezet.

Salud d’id, tour steredennet,
Tour iliz Mamm ar Vretoned ;
Pa glevann da gleier o son,
Ebarz em c’hreiz trid ma c’halon.


D’in-me, devez ma badiziant,
D’in-me, kleier, c’houi zone drant ;
Ha pa zeui devez ma maro,
C’houi truezuz d’in-me zono.

Ma mamm baour a-raok m’am ganaz,
Aman da Zoue am gwestlaz ;
Aman d’ar Werc’hez am gwestlaz,
O pidi war he daoulin noaz ;

Daoulinet, o pedi gant feiz
Ar Werc’hez hag ar Zent a Vreiz,
Gwerc’hez Remengol, hon Itron,
Sant Gwenole, mignon Gralon.

Aman, da zeiz ma badiziant,
Da Zoue oann eunn elik koant ;
Aman, e riz ma fask kenta,
Devez euruz, devez a joa !

War-n-oun teuaz ar Speret-Glan ,
Dre zourn ann Eskop gwenn Gravran ;
Gan-en eo chomet he vennoz,
Sant eo breman er Baradoz.


Gwelet rann ar gador zarmon
Leac’h ma prezege ma ferson ;
Eur belek mad, eunn den Doue,
Karet gant he holl vugale.

Aman e welann relegou
Sent Breiz-Izel, sent koz ma bro ;
Poket ’m euz d’ezho aliez
Gand feiz, esperanz, karantez.
 
Ped gweach, dirak ann aoter vraz,
Ma mamm evid-oun a bedaz ?
Hag, echu gant-hi he fedenn,
E komze ouz-in evel-hen :

— « Ma map, sell ar Mabik-Jezuz
» War vreac’h he vamm garantezuz,
» Hen eo Krouer, Mestr ar bed-holl,
» Hi eo Gwerc’hez vad Remengol.

» Hen-nez ’lak ar mor da grozal,
» Hag ar c’hurunou da strakal ;
» Hi zo eur vamm a garante,
» Hag evid-omp a bed Doue.


» Ma mabik, te zo c’hoaz bihan,
» N’ouzoud ket c’hoaz petra eo poan ;
» Dont raio ann devez, siouaz !
» Ma vo red d’id dougenn da groaz.

» Pa vi gant ann holl dilezet,
» Pa vo da galon baour mantret,
» Tro, va map, tro da zaoulagad
» Oc’h Jezuz beuzet en he c’hoad.

» Dalc’h bepred, o dalc’h mad d’as feiz !
» Ped ar Werc’hez ha sent-koz Breiz ;
» Kar dreist holl iliz da barroz,
» Ha Doue roi d’id he vennoz. »

— Neuze, me oa c’hoaz eur bugel ,
Bugel divlamm, evel eun el ;
Breman ounn koz, ha ma bleo gwenn
Lavar d’in tosta ma zermen.

Ma mamm baour zo et gand Doue,
Hep dale me ielo ive ;
Gant-hi repozinn enn disheol,
E bered santel Remengol.


Pedet ’m euz ar Werc’hez, sent Breiz,
Dalc’het ’m euz mad ha start d’am feiz ;
Karet ’m euz iliz ma farroz ;
Ma Doue, roit d’in ho pennoz !

Euruz ann den, enn eur vervel,
Zo he vez e-tal he gavel ;
Euruz ann hini a repoz
E bered iliz he barroz.

Barzed, ma breudeur, c’houi zavo
War ma bez eur groaz dero,
Ma laro ann dud o tremen :
Aman e repoz eur c’hristen ;
 
« Aman e repoz, enn disheol,
» Ar Skour, barz Itron Remengol,
» Den a galon ha den a feiz,
» P’hini meurbet a gare Breiz.»

————

D’am c’henvreudeur ker ha meurbet enoruz,
Barzed iaouank Breiz-Izel.


Barzed iaouank, dalc’hit huel
Bepred baniel koz Breiz-Izel,
Baniel ar feiz hag ann enor ;
Hen-nez eo baniel ann Arvor.


Da Zent Dreiz-Izel.


Sent Breiz-Izel, sent koz ma bro,
Kanet ’m euz ho melodio ;
Kana ’rinn c’hoaz, enn eur vervel,
Ho melodi sent Breiz-Izel.

————

D’ann Itron Varia Remengol.


Gwerc’hez Remengol, va mam vad,
C’houi serro d’in ma daoulagad ;
Taolit eur zell a drugare,
Pa vinn maro, war ma ene !