Zalud d’ac’h, ilis ma faroz !

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Salud deoc’h Iliz ma farroz ha Iliz ma farroz.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 169-170)



GOUEL AN ILIJOU
————

Ar zul warlec’h eizvet an Ol-Zent enem gav eur gouel en enor d’hon ilijou zantel ha beniget, zavet gant hon tud koz. Ar zonj euz ilis e vadeiant hag e baskou kentan a ra plijadur ha vad d’ar c’hristen epad e vue.

N° 133. — Iliz ma faroz.
War don N° 133.


1. Zalud d’ac’h, ilis ma faroz,
Zalud ilis ma zadou koz.
Ma c’halon a zeu da doman,
Ilis santel pa ho kwelan !

2. Ma c’halon a zeu da doman,
Ha ma daoulagad da ouelan,
P’ho kwelan, ilis veniget,
Rak enoc’h on bet badeet !

3. Zalud d’an tour zo war e ben
Kroaz hon Zalver, zin ar c’hristen ;
Zo en e greiz klec’hier o son,
E peb mare hag e pep ton.

4. D’in-me, devez ma badeiant,
Klec’hier zakret, c’houi zone drant ;
Ha pa dei devez ma maro,
C’houi truezus d’in a zono.

5. Ma zud em rog, pelzo amzer,
A leze labour ha tier,
Bep sul bep gouel,evit diskuiz
Gant Jezus aman ’n hon ilis.

6. Nag a wej ma mam, daoulinet,
En ilis-man a n-euz pedet,
Pedet evit he bugale,
O skuill daerou war ar pave !

7. Aman ez on bet divec’het
Gant ar belek euz ar pec’het ;

Tanveit am euz ouz an dol-man
Jezus evit ar wej kentan.

8. Gwelet a ran tron ar Werc’hes,
Mam hon ine, ma Rouanes :
O Mari, hen gouzout a ret,
A viskoaz am euz ho karet !

9. Me wel ive portret ar zent
A ro d’imp harp a-hed an hent :
En o zouez me wel hon Fatron :
N’ankouaïn biken e bardon !

10. Morse ne gavis eul lec’h al,
Nag en Arvor nag e Bro-C’hal,
D’am daoulagad ken dudius,
D’am c’halon ken karantezus !

11. Chom a rin beteg ar maro,
Tost d’am ilis, e kreiz ma bro ;
Me fel d’in bezan interet,
Gant ma zud koz en hon beret !

12. Deiz ar varn, p’hon galvo Doue,
Bev e savimp ol euz ar be,
Da vont euz ilis ar baroz,
Trezeg ilis ar Baradoz.

Ar Sk. ha K. G.

Ar zul divezan goude an Pantekost, e fin miz Du, a zo ive an divezan euz ar blavez kristen. En Aviel, an de-se, hon Zalver a goms d’imp euz fin ar bed. Lennet pe kanet Ar Varn divezan, N° 90.