Instruction evit an Assansion hac ar Pantecost

L. Prud'homme, 1849  (p. 265-268)


INSTRUCTION EVIT GOUEL.
An Asçansion, pe ar Iaou-Basq.

AR myster eus an Asçansion, pehini eo an diveza eus a vysteriou hor Salver, en represant deomp o pignat en eê, eleac’h ma’z eo azezet en tu-deou d’he Dad, ha na baoues oc’h intercedi evidomp ; ac’hano e scuill he c’hraçou varnomp hac ema oc’h hor guervel bepret ; eno ema o prepari deomp ar plaç pehini hor bezo en he varados, mar queromp heuli an exempl en deveus roet deomp, hac observi he c’hourc’hemennou santel ha re an Ilis.

Ret eo’ta er gouel-ma distaga hor c’halon diouz an douar, hac huanada etrese an eê euz a pehini e tigor Jesus-Christ an ôr deomp hirio. Ret ê deomp en em unissa ganta, mont a speret d’he heul endra ema o pignat en ee, ha goulen outan he speret doubl, evel ma c’houlennas Elisee ous Elias pehini a oe transportet en ear, da lavaret ê, o c’houlen carantez Doue ha carantes an nessa ; rac ar speret doubl-se (pehini, peguement bennac ma en deveus diou visaij, ne d’é couscoude nemet unan) eo ar garantez gant pehini e caromp Doue abalamour deza he-unan, hac hon nessa evel deomp hon-unan abalamour da Zoue.

Goude ma oa pignet hor Salver en eê divar menez Olivet, e tistroas he zisquibien ac’hano da Jerusalem hac hervez an urz ho devoa recevet diganta, e chomsont retiret en un ti, hac e perseversont en oræson gant ur memes calon quen a recevsont ar Speret Santel er retret-se.

Heuliomp an exempl-ma ; chomomp ive retiret diouz ar bed en quement ha ma permet gueneomp hon occupationou legitim ; ha tremenomp, evel an disquibien-se, an dec dez a so etre Iaou-Basq hac ar Pantecost en exerciç eus ar garantez en andret Doue hac hon nessa, o pidi Doue gant ferveur ha ganr perseveranç alies en deiz, evit ma plijo ganta digaç deomp ive ar Speret Santel d’ar Pantecost. Evit quement-se e c’hallimp lavaret bemdez hym ar Iaou-Basq hac ar Veni, Creator, pere a so tu-man varlerc’h Gouspero ar Sul, oc’h ajouti ar Miserere meî, pehini a gueffot en fin al levr-ma etouez ar seiz Salm.


INSTRUCTION EVIT AR PANTECOST.

AN deiz eus ar Pantecost pehini eo an anter-cantvet devez varlerc’h dissul Pasq, a voa consideret bras el lesen ancien, pehini a greder a voa bet roet da Voyses var menez Sinaï d’ar memes deiz-ma, da guenver pehini e offret ive da Zoue ar brividi eus a froueziou an douar, pere a gommancer da zastum var-dro an amser-ma en bro ar Iudevien.

Brassoc’h myster eguet quement se a ra hor sujet eus hor Pantecost ni-etresomp christenien, rac an donediguez eus ar Speret Santel var an ebestel, ar gommançamant euz ar bredication al lesen nevez, hac an etablissamaot pe ar c’hinivelez eus an Ilis catholic eo a zeu da gonsacri an deiz santel ma, ha da ober deomp-ni he solennisa. He-ma eo an deiz da pehini, o veza disquennet ar Speret Santel visiblamant var disquibien hor Salver en furm teodou-tân, et sortisont eus an ti-ma oant en em retiret ennan evit gortos an donediguez eus ar Speret divin-se a voa bet prometet dezo gant Jesus-Christ, hac ecomcnançont da brezec hardimant ar memes Jesus-Christ crucifiet ha ressuscitet, hac e vadesont var-dro tri mil den eus ar Iudevien pere en em gonvertissa[s] dre ar guenta predication a eureu sant Per, pere a oe heuliet prest goude gant brassoc’h niver a re-all dre bredication ar memes abostol. Ne dleit quet mancout, mar d’ê possibl, d’en em gaout en ilis d’ar memes heur ma tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, da c’housout ê var-dro un nav eur diouz ar mintin ; ha goude beza eno adoret hac invoquet ar Speret divin-se gant hor mam santel an Ilis, pehini a gan d’ar memes heur-se ar Veni, Creator, ec’h assistot en oferen-bred, hac e lequeot ho poan, goude beza purifiet ho conscianç dre ur gonfession vad, da dostaat ouz ar gommunion santel gant seul-vui a ferveur hac a zevotion, ma esperot receo enni gant ar c’horf adorabl a Jesus-Christ he Speret Santel ive, pehini a ro ar vuez a c’hraç, hac anes pehini ne servije da netra deoc’h receo corf ho Salver er sacramant adorabl eus an auter.

D’al leun ha d’ar meurz, mar pad ar solennite eus ar gouel bras-ma, e continuot ar memes devotion bac e tremenot ivez ar rest eus ar sizun o pidi Doue, gant mui a garantez hac oc’h exerci an œuvrou mad gant mui a sourci hac a liberalite, ha dreist peb-tra o veva en union gant ho tud ha gant an oll en quement ha ma ê possubl deoc’h, evit imita an union a voa etre ar gristenien guenta pere a oe convertisset en Jerusalem da guenver an amser ma ; union quer bras, ma lavar ar Scritur, penaus oa comun ho zanvez entrezo tout, ha ne reant-oll nemet ur memes calon hac ur memes speret. Erguis-se e tennot var hoc’h ene un abondanç nevez a c’hraçou hac ar barticipation ampl er frouez hac en donæson eus ar Speret Santel d’ar Pantecost.

An teodou-tân en furm pere e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, a represant ar graçou pe veus a re ramplissas ha pere a dleit ive da c’houlen outan, da c’housout eo, an elocanç signifiet dre ar furm eus an teod, evit ma reot un usaij mad eus hoc’h hini; ar furnez sinifiet dre ar sclerijen eus an tân, ma vezo sclereet ho speret dre ar furnez divin, evit anaout hac accomplissa volontez Doue ; hac ar garantez sinifiet dre an domder eus an tân, evit ma vezo tomet ho calon gant carantez Doue. An tân divin-ma eo a so represantet ive dre an ornaman-chou ruz a zoug an Ilis d’ar Pantecost, hac ar memes liou a zoug c’hoas da voueliou ar verzerien, evit disquez penaus ho deveus squillet ho goad evit Jesus-Christ, ouz pehini e teve ho c’halonou gant an tân eus he garantez. Goulennit ouz Doue’ta gant ferveur, ma plijo ganta devi ho calon ive gant an tân divin-ma eus he garantez, o lavaret devotamant ar Veni, Creator, hac an oræsonou pere so marquet ama var-lerc’h evit goueliou ar Pantecost, hac ouspen ar Veni, Sancte Spiritus, pehini so er gommançamant al levr-ma, hac a velit ar veleien oc’h he gana var ho daoulin en fin an abostol en oferen epad ar goueliou eus ar Pantecost. Mad ve deoc’h ive lavaret seiz Pater hac Ave evit goulen, ar seiz donæson eus ar Speret Santel, pere eo doujan$ç Doue, an devotion, ar squiant, an nerz, ar gusul, an intellijanç hac ar furnez.