Instruction evit an amser pascal bete’r Iaou-Basq.

L. Prud'homme, 1849  (p. 260-261)


instruction evit an amser pascal.

AN amser pascal eo an hanter-cant devez a so adalec dissul Basq betec ar Pantecost. An Ilis pehini a zeu er poent-ma da imita un dra bennac eus ar pez en devoa ordrenet Doue d’ar Iudevien en lesen Moyses, a zeu da ziferanti an amser-ma diouz an oll amseriou-all eus ar bloaz ha d’he c’honsacri d’ar joa eus ar resurrection hor Salver, ha quer couls eus he asçansion ebars en eê.

Ar joa-se eus an amser pascal gant pehini e solennis an Ilis ar resurrection eus he fried quer Jesus-Christ hac he asçansion en eê, a so represantet ive dre ar cierj pascal, pe ar pilet-pasc, pehini eo ar pilet bras guenn a vez benniguet dessadorn-fasc, hac a vez placet epad an amser-ma en costez an aviel dirac an auter vras, hac a servije gueichall da rei sclerijen d’er gristenien epad an nôz dirac ar Sul-Fasc, ma custument en em assambli en Ilis. Ar pilet-pascal-ma so consideret evel ur represantation a Jesus Christ ressuscitet a varo da veo, evel ma hen remerqwer en oll ceremoniou a vez gret ouz he venniguen ; evit ar ræson-se ivez eo hen elumer epad an amser pascal d’an aviel pehini ê doctrin hor Salver, hac e vez lamet en fin an aviel da vouel an Asçansion, hep hen alumer mui pelloc’h, abalamour ma e lequear en fin an aviel-se ive penaus e pignas hor Salver en eê d’ar memes deiz en presanç he zisquibien, hep her guelsont mui pelloc’h. Ar pemp toul pere so a groas er pilet-ma, eleac’h ma deus plantet pemp taich esanç, a so un imaij eus ar pemp gouli a recevas Jesus-Chrisr er groas, hac a zesq deomp penaus ar gouliou sacr-se pere en deveus reservet goude he resurrection, ne dint mui sanglant, mæs glorius, hac ho deus squillet evel an esanç ur c’huez agreabl partout dre’r bed, evit hon tenna da gaout recours dezo evel da c’hement a sourcennou eus hor silvidiguez.

Evit heul intantion hor man santel an Ilis epad an amser pascal, ne dleomp lesel deiz ebet da dremen eus an hanter cant deiz-ma hep en em antreteni var ar mysteriou a celebr enno. Disquez a dleomp eta penaus ez omp ressuscitet en guirionez gantJesus-Christ, o clasq, evel a lavar an Abostol, an traou pere so d’an eê eleac’h ma’z eo azezet Jesus-Christ an tu deou da Zoue he dad, hac o quemeret go[n]t [1] er pez a aparchant ouz an eê, ha non pas er pez a aparchant ouz an douar, da lavaret ê, o caret non pas plijadurezou ha commoditeou ar bed-ma ; mæs o caret Doue ha quement hor c’hundu etrese-ac-enna, evel ma’z eo an oræson, al lectur spirituel, a servij divin, an instructionou mad, an œuvrou a drugarez, en ur guer an oll ezerciçou a vertuz hac a zevotion, hac oc’h offr da Zoue quement a reomp bemdez evit he c’hloar ha silvidiguez hon ene.

Lacat a raïmp hor poan da sevel hor c’halon ha da huanada etrese ar joaüsdet eternel eus ar vuez-all, pehini so represantet, eme an tadou, dre an amser pascal-ma, pehini a eo un amser a joa ive ; evel er c’hontrol ma’z eo represantet dre ar c’horaïs an dristidiguez eus ar vuez presant pehini a dleomp da dremen er binijen hac er regret eus hor pec’hejou betec ar maro, o c’hortos ar joaüsdet eternel-se.

  1. Moullet : gout.