Instruction evit ar Chandelour
----
ER gouel-ma e teu an Ilis da solennisa ar burification eus ar Verc’hes sacr, hac ar bresanlation eus he map Jesus en templ a Jerusalem, hervez al lezen ancien, pehini a ordrene ma vize douguet d’an templ an henaour eus a bep ti da ben daou uguent dez goude ma vizent ganet, evitho c’honsacri da Zoue hac evit ho frena goude-se. Ordren a rea ive al lesen-se ma ho divize ar groaguez, goude ho guillioud, d’en em absteni da vont d’an templ o veza impur, ha na d’azent da ofr ar sacrifiç a voa ordrenet evit ho furification, nemet da ben daou-uguent dez, mar ho divize ganet ur buguel mal, pe da ben pevar-uguent dez, mar ho divize ganet ur buguel femel.
Jesus-Christ hac he vam ar Verc’hes n’edoant quet oblijet d’an ordrenançou-se pere ne aparchantent nemet ouz ar bec’herien. Map Doue, evel na doa bet concevet gant ar Verc’hes nemet dre operation ar Speret-Santel, n’edoa bet ive ganet ganti nemet en ur fæçon pur ha miraculus, hep offanç ebet d’he guerc’hdet : hac evelse ne devoa quet a izom eus a burification, pa oa purroc’h eguet an Ælez memes. Hoguen falloud a rea dezan disqui d’an dud dre he exempl en em humilia hac oboissa da lesennou Doue hac an Ilis, pa zeue d’en em humilia ha d’en em soumeti he-unan, ha da soumeti he vam sacr ar Verc’hes da lesennou pe da re n’edoant sujet nac an eil nac eguile.
An intantion eta eus ar gouel-ma, hac ar profit a dleomp da denna anezan a gonsist en tri zra : da guenta, o lacat hor poan da observi oll gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, gant ur guir intantion da blijout deza, hep clasq digarez fall ebet d’en em dispans anezo : d’an eil, oc’h en em burifia hon-unan, non pas epquen diouz peb pec’het marvel, mæs ouspen diouz ar pec’hejou veniel en quement ha ma e possubl d’eomp dre ar speret a binijen pehini a oblij ar bec’herien criminel da vouela ho fec’hejou, hac an dud santel d’en em santifia mui-ouz-vui ; d’an drede, oc’h en em ofr da Zoue en union d’an offranç a reas hor Salver eus anezan he-unan hac ac’hanomp-oll ganta d’he Dad en templ da C’houevrer en deiz hirio.
Galvet eo ar Chandelour, evel pa lavaret goulaouier, abalamour ma e deveus an Ilis instituet ar procession solennel en pehini e touguer goulaou pe biledou var elum evit represanti ar procession a reas ive an den santel Simeon o touguen ar mabic Jesus etre be zivrec’h en templ ; rac ar piled-se a zougomp er procession, a represant ar buguel Jesus. Dre ar c’hoar eus ar piled eo represantet he gorf sacr ; dre ar vouchen eo represantet he ene, ha dre ar flam he zivinite. Evit solennisa erfad ar gouel-ma’ta e tleomp assista devotamant er servij divin hac er procession, o touguen hor piled er memes aantimant ma tougue Simeon ar buguel divin-se, o tragarecât hor Salver da veza en em offret evidomp en templ d’he Dad, hac oc’h en em excita da un devotion vras en andret ar map hac ar vam epad hor buez, o suplia ho daou da assista var hor maro, hac o conservi hor piled var-ben an heur diveza-se, ma en em servijimp anezan.